Un danvez studi istorel eus ar re souezhusañ eo grip Spagn a dra-sur. Ha pa vez diaes kavout e orin kentañ en ul lec’h bennak eo bet hennezh un arouez splann eus stad yec’hed ar bobl e Breizh e fin ar bloavezhioù 1910. Kement-mañ a weler o lenn ur pennad berr, dianav e aozer siwazh, bet embannet e rann Roazhon L’Ouest-Éclair d’ar 5 a viz meurzh 1919.
Savet e oa bet ar pennad-se e stumm un danevell diwar an diaz, e kreiz kalon kêrbenn departamant Il-ha-Gwilun, en ur burev en ti-gar. Eus ar re naetañ e seblante ar burev-se bezañ eme ar c’hazetenner, koaret evel pa vije bet gwerniset, ha tommet dre ur chaodierenn greiz, mar-plij. Pa selled a-dostoc’h outañ avat, ne oa ket ken yac’h-se endro al labour ennañ. Seizh implijad a oa berniet er pezh-se, 4,50 m2 e c’horread. Ne oa armel-voger ebet ennañ dezhe da lakaat o chupennoù hag o forpantoù er pign… ma rankent o lakaat el loch e lec’h e veze disac’het ar glaou da dommañ an ti ! Privezioù ne oa ket ivez na dar kennebeut all, d’an implijidi da walc’hiñ o daouarn. Ur c’helorn a oa memestra… met berzet e oa ober gantañ pa oa miret strizh evit ar bomperien e ken kaz e krogfe an tan e-barzh an ti. Ken reuzeudik eta e oa stad burevioù gar Roazhon e 1919 ken e c’helled ober pourpezioù kleñvedus dioute hep kontañ gaou. Ne c’helle seurt lochennoù e lec’h e vernied tud mesk-ha-mesk nemet bezañ un neizh evit ar viruz da baotañ ha d’en em ledañ pelloc’h, en ur gar dreist-holl e lec’h e tremene degadoù ha kantadoù a dud bemdez. Ha kazetenner L’Ouest-Éclair da c’hoari e damm mezeg goapaüs o skrivañ diwar-benn paotred an tren e Roazhon : « Ur bamm eo gwelet e chom c’hoazh un nebeud dioute en o sav ».