Meur a dra zo bet skrivet diwar-benn emzalc’h Kreston e-pad ar brezel. Rak ma’z eo bet e-touez an dud kentañ da vezañ tutaet gant Boris Vildé, diaes e oa da gompren an dibaboù all bet kemeret gant an arzour, dreist-holl pa ouzer bremañ e oa bet un anarkour bervidant en e yaouankiz. Heuliet en doa da skouer prezegennoù Han Ryner er bloavezhioù 1920, ha degaset e lodenn a skridoù er c’hazetennoù evel Les crucifiés, périodique anarchiste. Er bloavezhioù 1930 en doa darempredoù gant Breiz Atao, kelaouenn emrenelour breizhat , hag etre 1927 ha 1933 en deus savet evito un dek bennak a bennadoù. Er memes tro e kamaladias gant Marcel Cachin, hag e lakaas e anv er 14vet kell strollad komunour Pariz. Diouzh un tu all eo bet enrollet e-touez kevre ar Vretoned Dishual e korn-bro Pariz. Ezel penn-kil-ha-troad strollad rezistanted Mirdi an Denelezh e voe, ha kemeret en deus perzh e oberiantizoù Ensavadur Keltiek Breizh, pa oa unan eus ar re o deus savet an ensavadur-se e miz Here 1941, ha roet e zilez outañ d’ar 16 a viz Kerzu 1943. Er memes tro, etre miz Gwengolo 1941 ha miz Eost 1942 e oa bet embannet tri eus e dresadennoù e-barzh L’heure bretonne, kelaouenn ar strollad broadelour breizhat, Eizh abadenn en doa savet evit Radio Roazhon, diskrog rannvroel Radio Pariz. Darempred en doe gant izili metoù an emrenelourien breizhat, met disheñvel e oa ar c’homzoù distaget gantañ pa oa en e diegezh.
Pa voe echu gant ar brezel e skrivas en e zeizlevr : « Ma c’hamaladed a oar pezh o deus graet, gouzout a ran pezh ‘meus graet. Trawalc’h eo evidon. […] Pa oamp e-kreiz ar stourm e 1940, ne oa ganeomp nag armoù nag arc’hant, na brec’henn na banniel kennebeut. N’on ket c’hwerv pa glevan kozh-kaozioù diwar ma c’houst hiriv an deiz. Anavezout a ran an dud hag o viloni ».
D’an 11 a viz C’hwevrer 1941 e voe harzet dre ma veze lakaet diskred warnañ bezañ e-touez ar rezistanted. Goulennataet e oa bet war-lerc’h 4 miz toullbac’h, d’an 12 a viz Even ar bloavezh-se, e post ar Geheime Feldpolizei, polis surentez an Alamaned. A-benn ar-fin e voe laosket da vont, dre ma ne oa prouenn ebet a-enep dezhañ, evel Albert Jubineau ha Marie-Louis Joubier, war hanterouriezh Roparz Hemon, rener an abadennoù brezhonek e Radio Roazhon Breizh, pa oa-eñ bet lakaet da rener gant an Alamaned. E-doug an devezh-se, d’an 12 a viz Even 1941, e voe lakaet dirazañ tresoù Sant Nazer en doa kaset da Londrez, hag o doa servijet goude-se evit taol-brezel Chariot. Yvonne Oddon, levraouegerez e Mirdi an Denelezh ha rezistantez ivez, he doa displeget goude-se e oa bet saveteet Kreston «ken met abalamour ma oa chomet mut e gamaladed, ha dre me ne oa ket anavezet e anv gant an diskuilher ». E 1946 e voe roet dezhañ gant ar marichal Montgomery un testeni evit ar servijoù bet rentet gantañ d’ar re aliañset, a-drugarez d’ar perzh en doa kemeret en taol-brezel Chariot, hag ivez un testeni ma oa gwazour P2 e-barzh Nerzhioù Frañs o Stourm.