Leslie Page Moch

Aozer : Thomas Perrono / Kerzu 2020

Gant Leslie Page Moch, un istorourez amerikan eus Skol-veur Stad ar Michigan e oa bet embannet e 2012 ul levr diwar-benn Bretoned Pariz. « Les parias de Paris », un dro-lavar hag a veze klevet stank gant beleien vreizhat Pariz e-tro fin an XIXvet ha deroù an XXvet kantved, an hini zo aet d’ober titl tagus al levr-se. Ur gwir kempenn eus danvez un istor ne oa bet dioutañ a-benn neuze nemet skridoù an abad Elie Gautier pe danevelloù gouizieion zo pe c’hoazh kounskridoù ur vestroniezh pe ur master bennak, gwall rouez anezhe. Un arbennigourez war dilec’hiadegoù ar pobladoù en Europa a-vremañ eo L.P. Moch. Diazezet eo he labour war un dielfennadenn spis eus dielloù an dimeziñ e XIVvet aroñdisamant Kêr Bariz ha reoù Kêr Saint-Denis er bloavezhioù 1890, 1910 ha 1925. Ar sell a-bell ha neptu taolet gant ar glaskourez ouzh ar « gakoused »-se, harluet er « gêrbenn » da sammañ ar micherioù startañ ha diarbennikañ (mitizhien, tarasourien ar metro hag all…) ac’h d’ober talvoudegezh he levr. Ur sell dishañval-mat diouzh istorioù truezus ha klemmus ar Vretoned divroet. Displegañ a ra an oberenn-mañ penaos e oa deuet ar Vretonet harluet-se da vezañ Frañsizien evel ar reoù all en ur ober un hanter-kantved (eus ar bloavezhioù 1880 betek ar bloavezhioù 1930), evel ar Barizianed hag ar blouked all bet o tigaoc’hañ o botoù-koad er gêrbenn.

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Thomas Perrono, « Leslie Page Moch », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 7/12/2020.

Permalien: https://bcd.bzh/becedia/br/leslie-page-moch

Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité