Gilles Morin

Aozer : Léandre Mandard / C’hwevrer 2024

Gilles Morin (1951-1999) a zo bet e penn luskad ar gallaoueg etre fin ar bloavezhioù 1970 ha fin ar bloavezhioù 1980. Savet e oa bet en ur familh baour (kantonier a oa e dad, matezh e vamm), e Tregonvael, e Bro Lambaol. Ur skoliad speredek hag abred a oa anezhañ. Mont a ra da Roazhon da studiañ hag e 1975, d'an oad a 23 bloaz, e teu da vezañ agregat war an istor. Kelenn a raio en eil derez war-lerc'h.

Buan e teu ar paotr yaouank da vezañ ezel eus ar gevredigezh Les Amis du parler gallo, n'ez eus anezhi neuze nemet ur strolladig studi eus glannoù ar ster Renk. Mont a ra da vezañ he frezidant ken abred ha 1978. D'ar bloavezh war-lerc'h emañ e-touez ar re a grou an Assemblées gallèses hag ar gelaouenn Le Lian. Dreist-holl, awenet ma 'z eo gant al lusk nevez a zo gant ar stourmoù er bloavezhioù goude 1968, e tegas doareoù ar stourmerien, ur preder sokial kreñv ha diazezoù teorikel nevez da luskad ar gallaoueg p'emañ o tiwanañ en-dro. Ar cheñchamant bras kentañ a vez aesaet gantañ a zo nac'hañ ober gant ar ger « trefoedaj » evit implij ar ger « yezh » kentoc'h, a ziskouez splannoc'h talvoudegezh ar gallaoueg. E berzh en deus bet ivez evit gwriziennañ al luskad en Emsav politikel ha sevenadurel : e 1984 e tibab ar gevredigezh an anv Bertaèyn Galeizz. Abegiñ a ra garv, padal, war an Emsav, a lakfe ar gallaoueg da zister. Hervez Morin e vefe « loarellaet » div wech. Implij a ra ur meizad bet krouet gant ar sokioyezhoniour Jean-Baptiste Marcellesi, a dermen al loarellaat evel « ar mod m'eo techet an ideologiezh vestr da stagañ ur reizhiad yezhoniel ouzh unan all ma vez keñveriet outi ha ma vez lavaret ez eus anezhi un distresadenn pe ur stumm isurzhiet eus eben ». Setu ma vefe trapet ar gallaoueg etre ar c'hreizennañ yezhoniel gall ha mennozhioù an Emsav a glaskfe ober heñvel outañ e Breizh.

Asambles gant Christian Leray, a zo dedennet gant ar bedagogiezh Freinet eveltañ, e krog da varc'hata gant an deskadurezh Stad evit ma vefe kelennet ar gallaoueg er skol, e penn-kentañ ar bloavezhioù 1980. Dont a ra a-benn an daou gelenner da gendrec'hiñ rektor akademiezh Roazhon e vefe talvoudus mont a-du ganto, rak un ostilh a vefe evit stourm ouzh an diskregiñ diouzh ar skol war ar maez : d'ar mare-se e oa drastus efedoù ar c'hemmeskañ etre gallaoueg ha galleg war c'houestoni lod eus ar skolidi da gomz ha da skrivañ, ha war o emfiziañs. War-dro 3 000 skoliad a zibabo an opsion gallaoueg bep bloaz, ken abred hag eil lodenn ar bloavezhioù 1980. Kenderc'hel a raio al labour-mañ a reizhekaat hag a gelenn er Skol-Veur, gant avantur verrbad al LERG (labourva studioù hag enklaskoù gallaouek), ur greizenn-studi staget ouzh Skol-Veur Roazhon 2, dindan baeroniezh ar yezhoniourez Henriette Walter ha bevaet gant Gilles Morin.

N'eo ket chomet e labour eus tu ar yezh nemetken. A-drugarez dezhi en deus klasket krouiñ liammoù ivez etre meur a lodenn eus sevenadur bro c'hallo : dañs, sonerezh, kan, artizanerezh, glad naturel... Lec'hiet en deus kalz eus e obererezhioù tro-dro da Gonkored, er Mor-Bihan, e kumun ar gonterez Ernestine Lorand, lec'h m'en deus Gilles Morin prenet un ti e 1987. Bras eo bet e berzh evit ma tiwanfe ur sevenadur gallaouek a-enep e Bro Breselien, ma kaver enni, asambles, kizidigezh evit sevenadur hengounel ar maezioù ha doareoù d'ober mod all. 

Ur stourmer digustum eo bet, ha gant e ober dizehan hag e varregezh da zudiañ ar re all en deus merket luskad ar gallaoueg evit pell amzer. Pellaat a ra outañ, avat, er bloavezhioù 1990. Ar re o deus anavezet anezhañ o deus soñj ivez e oa un den a benn anezhañ ha dic'hortoz alies. Mervel a ra yaouank, d'an oad a 47 bloaz e 1999. War-lerc'h ar stourmer e chom hêrezh un diazezer, a gomprener pegen bras eo a-drugarez d’an dielloù en deus laosket d'e familh. Ar font puilh-se a zo bet miret gant e familh e-pad ouzhpenn da ugent vloaz, a-raok ma rofent anezhañ d'an Academiy du Galo e 2023, evit ma vefe renablet ha digoret d'an holl dud.

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Léandre Mandard, « Gilles Morin », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 28/02/2024.

Permalien: https://bcd.bzh/becedia/br/gilles-morin

Kinniget gant : BCD Sevenadurioù