Ar Joniged, d'an tu all da Vor Breizh da werzhañ ognon

Aozerez : Léa Leboissetier / Eost 2024
« Onion Johnnies » a oa al lesanv a veze roet d'ur strollad gouniderien ha gwerzherien ognon roz eus Gorre-Leon. Etre an 19vet kantved hag ar bloavezhioù 1970 e kustument divroañ da Vreizh-Veur e-pad an hañv da werzhañ o froduioù a di da di.

Gouniderien ognon eus Bro Rosko ha Santeg a oa ar varc'hadourien-red-se, daoust ma lestre lod anezho e porzh Sant-Brieg. Divroañ a raent d'an tu all da Vro Breizh eus miz Gouere da viz Kerzu, hag en em strewiñ e Breizh-Veur war-lerc'h. Bodet e vezent e kompagnunezhioù, enno ur penn, gwerzherien ha stringers (labourerien o c'harg plezhañ ar pakoù ognon). Paotred e oa kazi an holl Joniged, daoust ma treizhas un nebeud maouezed ivez e-pad ar bloavezhioù ma oa ar c'henwerzh en e verzh. Met al lodenn vrasañ eus ar maouezed a chome e Breizh evit ober war-dro an tiegezh pa oa aet kuit ar Joniged, ha fiziet e veze labour melestradurel liammet gant ar veaj enno, evel feurmiñ bagoù. Etre an daou vrezel, ne oa ket distank ar c'hompagnunezhioù ma oa enno deskarded ken yaouank ha daouzek pe drizek vloaz. Eeun e oa an doare d'ober : el lec'h m'en em gave ar Joniged e rae annez ar gompagnunezh peurliesañ. Adalek al lec'h-se ez ae ar werzherien d'ober o zroiadoù, war droad da gentañ, war varc'h-houarn goude. Etre an daou vrezel ez aent dreist-holl da dTorquay ha da Southampton e gevred Bro-Saoz, da Gerdiz hag Abertawe e Kembre, d'ar porzhioù a-hed ar stêr Tyne, da Leith ha Dundee e Bro-Skos.

Tost da 2 000 Jonig e penn-kentañ an 20vet kantved

E 1828 e vije bet savet ar gompagnunezh Onion Johnnies kentañ, hervez mammennoù al lennegezh hag ar folklor breizhat. Ne adkaver ket an deiziad-se en dielloù, avat. Enno e lenner kentoc'h ne veze graet ar c'henwerzh-se nemet bep ar mare e lodenn gentañ an 19vet kantved, ha ne zeuas da vezañ ingaloc'h nemet e fin ar c'hantved. Er bloavezhioù 1860 ez ae 200 gwerzher da Vreizh-Veur bep bloaz, ha mont a reas an niver betek 2 000 e dibenn ar c'hantved evit chom ken uhel betek ar bloavezhioù 1920. Diskenn a reas e penn-kentañ ar bloavezhioù 1930 pa voe lakaet gwirioù maltouterezh, a-raok kreskiñ en-dro evit tizhout 700-900 gwerzher a-raok an Eil Brezel Bed. E 1947 e voe krouet kevredigezh ar Joniged, a roas ur stern ofisiel d'o micher, met daoust da se ez eas o niver war ziskar goude an Eil Brezel Bed. 500 marc'hadour-red a c'helled niveriñ c'hoazh o treuziñ Mor Breizh e-kreiz ar bloavezhioù 1950, met ne oa ket ken nemet 150 anezho e penn-kentañ ar bloavezhioù 1970. Kenderc'hel a reas lod eus ar c'hompagnunezhioù bihan da dreuziñ ar mor goude an deiziad-se evelato, met mont a reas ar vicher da get tamm-ha-tamm abalamour d'ar re yaouank chom pelloc'h er skol, ha d'ar surentez sokial nevez-ziazezet : rouesoc'h e oa an deskarded, hag e penn-kentañ n'helle ket ar Joniged paeañ skodennoù evit kaout leveoù retred pa labourent en estren-vro.

« Labourerien enbroet » gwelet mat

Pa vez anv eus ar Joniged er mammennoù saoznek e vezont taolennet alies en un doare skoueriek : paotred, dezho ur saro ha bragoù voulouz, ha botoù-koad ganto en o zreid. Unvanoc'h e seblante o strollad c'hoazh abalamour d'al lesanv a oa bet roet dezho gant an dud. Tabutal a reer c'hoazh diwar-benn e orin, met hervez ar yezhoniourez Estelle Boudillet e teufe eus un hengoun estrengasour. Roet e veze ul lesanv d'ur strollad estrenien war ar patrom « John(ny) + anv ar bobl pe perzh arouezel ». Met brav eo ar skeudenn e gwirionez : buan e teuas ar Joniged da gaout brud vat e Breizh-Veur. Pa veze suspedet lod eus marc'hadourien-red ar vro (pedlars) bezañ rederien-bro, ne c'hoarveze ket d'ar Vretoned, rak tiez o doa e Breizh, hag ampletus a-walc'h e oa o aferioù dezho. Ouzhpenn, ne oant ket rediet da lakaat o anv gant ar polis, na da baeañ aotre ebet evit gellout ober o micher, peogwir e werzhent marc'hadourezhioù kollidik (n'heller ket redek bro ganto pa vreinont buan). Ne veze ket kontrolet strishoc'h ar Joniged eget pedlars ar vro. Harp a gave ar Vretoned en ensavadurioù ivez, gant ar c'hannad Albert de Mun da skouer. Skoazell a c'hellent goulenn pa groge ar polis tramor da gontroliñ o beajoù re strizh, pe c'hoazh pa c'hoarveze enkadennoù. E 1905 e voe votet an Aliens Act, a save kotaioù estrenien aotreet da zilestrañ e porzhioù-enbroañ Breizh-Veur. Skoazell a c'houlennas ar Joniged neuze gant Albert de Mun, a gasas lizhiri evito d'an Home Office. Gwask a veze lakaet war ar Stad vreizhveuriat gant un dornad lobioù gwerzherien legumaj dre ar munud, a gase sinadegoù d'an Home Office evit goulenn e vije lakaet bevennoù strizh da genwerzh arJoniged, met en aner. Bepred o deus tennet gounit ar Vretoned eus madelezh ar Stad vreizhveuriat, enta.

Gwazhed mod-kozh hag avanturerien

Evit gwir, gant ar c'hantved oc'h echuiñ edo an dud e karg e Breizh-Veur gant an anken abalamour da efedoù ar c'hêriekaat hag an industrielaat a cheñche o bro buan. Soñjal a rae d'ar re zesket ha d'an adreizherien e c'helle seurt cheñchamantoù kas d'an dilignezañ, rak drastus e oa efed al labour tenn en uzinoù war yec'hed al labourerien. Er c'hazetennoù hag e skridoù ar skrivagnerien vreizhveuriat e veze taolennet ar Joniged, er c'hontrol, evel gwazhed wirion mod-kozh hag avanturerien dispont, skouer enep da zoareoù war an diskar gwazed ar c'hêrioù nevez. Gant ar broadelour kembreat Ambrose Bebb e veze deskrivet ar Joniged evel tud ur « c'houenn nobl » ha « gwazed ledan o divskoaz » e The Evening Telegraph, e fin ar bloavezhioù 1930. Tamm-ha-tamm e teuas an dud da sellet ouzh ar gwerzhañ a di da di gant hiraezh : lies gwech e veze taolennet an darempredoù kaer-kurius etre Joniged ha maouezed breizhveuriat er c'hazetennoù. Gwerzherien ampart deuet eus a-bell-vro, hag int paour met labourus : setu ar sell a veze taolet ouzh ar Joniged. Brud-vat o doa, neuze, ha doujañs o doa an dud evito, ouzhpenn kaout fent gant o barregezh evit gwerzhañ hag o dilhad peizanted vreizhat.

 

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozerez : Léa Leboissetier, « Ar Joniged, d'an tu all da Vor Breizh da werzhañ ognon », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 30/08/2024.

Permalien: https://bcd.bzh/becedia/br/ar-joniged-d-an-tu-all-da-vor-breizh-da-werzhan-ognon

LEVRLENNADUR

BOUDILLET Estelle, « “Des étrangers et des gens du dehors”. Ou quand les Johnnies ne s’appelaient pas petit Jean. » La Bretagne linguistique, no 20 (2016) : 45–88, 74.

GRIFFITHS Gwynn, Le Monde des Johnnies. Brest, Le Télégramme, 2004.

GUILLOU-BEUZIT, Dany, « Henri Ollivier, premier Johnny ? » in Langues de l’histoire, langues de la vie : Mélanges offerts à Fañch Roudaut, édité par les Amis de Fañch Roudaut, 475–86. Brest, Les Amis de Fañch Roudaut, 2005.

GUIVARCH François, Les Johnnies de Roscoff. Quimper, Nature et Bretagne, 1979.

MONCUS Jean-Jacques, « L’émigration saisonnière des Johnnies de Roscoff des origines à nos jours » Mémoire de master non publié, Université de Bretagne occidentale, 1973.

Kinniget gant : BCD Sevenadurioù

Dielloù e liamm war Bretania.bzh 
Bretania - Le portail des cultures de Bretagne