Ar Joniged e broioù keltiek Breizh-Veur

Aozerez : Léa Leboissetier / Eost 2024

« Kendirvi gelt » a veze graet eus ar Joniged e Bro-Skos, e Kembre hag e Kerne-Veur, gant ar gazetennerien hag an dud, ha ne oa ket estrenien. E pennadoù ar c'hazetennoù saoz e pouezed war saozneg gregachet ar Joniged. Met en testenioù deuet eus broioù keltiek Breizh-Veur e asured ne oa diaester ebet d'ar Vretoned ha d'ar Gembreiz en em gompren (daoust d'an disheñvelderioù a zo etre an div yezh, ha n'int ket etrekomprenus). E 1930, da skouer, e tisplege Western Daily Press Bristol e oa anavezet gant an holl e veze komprenet ar gwerzher ognon breizhat gant e bratikoù kembreat. Ar soñj-se a adkaver en atersadennoù Joniged kozh. François Gallou, bet Jonig e Kembre eus 1936 da 1939, a gontas da vB. Cabon ha J.R Le Quéau e 1986 en doa klevet komz brezhoneg e Neath, p' edo ur vaouez kozh o lavar he doa klevet eizh eur o seniñ (« Eizh eur dro d’an Aberdoue »). A-hed ar marevezh e adkaver ar mennozh eo nes an div boblad. En un danevell gant Alun Lewis, bet skrivet er bloavezhioù 1940, e tivank ur Breizhad un dudenn he deus graet Gall anezhañ : « N'on ket, frai kozh […] Breizhat on me, kembreat muioc'h eget gall ». Evit kanañ gloar da labour ar Joniged e broioù keltiek Breizh-Veur e veze graet anv eus o nested, ha ne oa ket eus an iskis ma oant, enta.

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozerez : Léa Leboissetier, « Ar Joniged e broioù keltiek Breizh-Veur », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 30/08/2024.

Permalien: https://bcd.bzh/becedia/br/ar-joniged-e-broiou-keltiek-breizh-veur

MENEZ Jean-Pierre, Johnnies du pays de Roscoff : hier & aujourd’hui, Skol Vreizh, 1986.

 

Kinniget gant : BCD Sevenadurioù