Miz Meurzh 1972. Breujoù an endro e Breizh

Aozer : Tudi Kernalegenn / Mezheven 2025
E penn-kentañ ar bloavezhioù 1970 e krogas ar galloudoù publik d'ober war-dro aferioù an endro. D'ar 25 a viz Meurzh 1972 e talc'hjont Breujoù an endro e Pondi. Gwelet a reer neuze e save ur c'houstiañs nevez dezho. Kinnig a rejont reolenn an « drederenn ouez » en arvor, da skouer.

Arvarus e oa saotradurioù an endro : setu an diwall a oa bet klevet meur a wech er bloavezhioù 1960, gant lanv du an Torrey Canyon e 1967, da skouer. E penn-kentañ ar bloavezhioù 1970 e savas koustiañs an endro e-touez an dud, ha n'eo ket e-touez ar skiantourien nag ar stourmerien nemetken. Da ziwall a oa, a skrivas oberourien an « Danevell Meadows » evit klub Roma, he zitl The Limits to Growth (Bevennoù d'ar c'hresk (en ur bed termenet)), en o levr bet embannet e 1972 : kresk ar boblañs hag an ekonomiezh o doa efedoù drastus war an ekologiezh, hag evit ar wech kentañ e veze  galvet an holl dud er bed da ziwall. Kentañ kuzuliadeg ar Broadoù unanet war an endro a voe dalc'het e Stockholm ar bloavezh-se ivez, ha war e lerc'h e voe savet Programm ar Broadoù Unanet evit an Endro. Gantañ e kroge ar gumuniezh etrebroadel d'ober war-dro an ekologiezh.

Ar galloudoù publik a grogas da labourat war an dachenn-se ivez. E Frañs e voe diazezet ur ministrerezh evit gwareziñ an natur hag an endro e 1971, Robert Poujade en e benn. D'ar 25 a viz Meurzh 1972 e voe dalc'het Breujoù an endro e Breizh. Un dalc'h kevredigezhel nevez a veze kemeret e kont e live ar rannvro evit ar wech kentañ.

 

Ur politikerezh evit an endro

E Pondi, d'an devezh-se, en em vodas izili ar pevar c'huzul-meur a yae d'ober Breizh evit ar velestradurezh, gant Raymond Marcellin ha René Pléven da brezidanted. « Studiañ an doareoù da wellaat ar metoù bevañ a-benn diorren Breizh gant kempoell ha kempouez » : setu ar pal bet termenet goude tabutoù war an danevelloù a oa bet prientet gant ar strolladoù labour diwar-benn an arvor, terkañ ar maezioù, ar saotrañ, an danvezioù naturel ha diorren an douristelezh. Ur mennad bet votet a-unvouezh a voe deroet da vinistr an Endro. Perzhidi ar bodad a embanne ennañ :

« Diorren an ekonomiezh, an industrielaat ha broudañ al labour-douar hag an douristelezh, peurgetket, a vez lakaet da gentañ gant ar Rannvro. Ur redi eo neuze kaout ouzhpenn ur politikerezh evit an endro na vo ket dispartiet diouzh an hini kentañ, evit mirout personelezh Breizh. »

Da glozañ e c'houlenne ar guzulierien-veur e vefe savet ur brastres hollek terkañ aodoù Breizh, ma vefe gwarezet ennañ un takad anvet « trederenn naturel ». En takad-se ne vefe graet tra ebet a zistrujfe an natur. Oberioù hengounel a vefe posupl c'hoazh, avat. Abaoe pell e veze goulennet kement-se gant Kevredad evit studiañ ha gwareziñ an natur e Breizh (SEPNB), met arguzenn bennañ ar sinerien a oa kentoc'h e « vefe aesaet da vat astenn an ekonomiezh gant gwareziñ lañsus an endro ».

 

Ar Brastres terkañ aodoù Breizh hag an inizi (SALBI)

Da heul an emvod-se e voe lañset skritur ur Brastres terkañ aodoù Breizh hag an inizi (Schéma d’aménagement du littoral breton et des îles). Aozañ un diorren hag un aveiñ kempouez en takad aod, o kenlabourat a-dost gant ar strollegezhioù lec'hel a vefe e bal. Dibabet e voe ur poellgor ren, ennañ dileuridi eus ar pemp departamant breizhat, al Liger-Atlantel en o zouez, eus kambreier Breizh an ekonomiezh hag eus ar CELIB. Ur c'hendiviz ledan a voe graet gant tiez-kêr, strolladoù sokio-micherel ha kevredigezhioù an takad aod. E 1977 e voe echuet, hag aprouet da vare ar Poellgor etreministrel evit terkañ an tiriad, d'an 23 a viz Du 1977, asambles gant daou vrastres heñvel all. Daoust da se ne voe ket lakaet ar SALBI e pleustr james. Ne zeuas ket a-benn da vezañ al levr-heñchañ a oa sañset da vezañ evit ma vefe anv eus dalc'hoù an endro pa vez terket arvor Breizh.

Met ur steuñv a voe al labour bet kroget d'ar 25 a viz Meurzh 1972 e-pad meur a vloavezh. Ar wech kentañ e oa bet da strollegezhioù lec'hel Breizh ober war-dro goulenn an endro o-unan, evit ar rannvro en he fezh. An « drederenn ouez » a zeuas da vezañ ur mennozh tabutet er breud foran hag anavezet gant an dud. Mirva an arvor a adkemeras ar mennozh-se tamm-ha-tamm, evit Frañs a-bezh. Kudennoù all ouzhpenn a zeuas da vezañ anavezet evel kudennoù politikel reizh : kêriekaat an arvor hag ar riskloù bras a oa da gaout broioù a-bezh a chomfe didud e-pad al lodenn vrasañ eus ar bloaz, pa oa re niverus an eiltiez enno.

Diwezhatoc'h e teuas dilerc'hioù all, dieeun, eus ar SALBI hag an tresoù all a oa bet savet evit terkañ an aodoù. Eus un tu e voe votet lezenn an aodoù e 1985, ul lezenn a oa he fal gwareziñ an takadoù aod ha kontrollañ ar c'hêriekaat. Eus an tu all e krogas an ensavadurioù d'ober gant an hentenn « Merañ enframmet an takadoù aod » (GIZC) adalek dibenn ar bloavezhioù 1990, gant ar pal merañ an takadoù aod en ur mod hollek evit ma vefe padus an diorren anezho. E Breizh e kaver hêrezh ar SALBI e Karta takadoù aod Breizh, a oa bet votet gant ar Rannvro e 2007 evit stourm ouzh ar c'hresk war prizioù an douar hag ar brokañ war ar madoù-leve war an aod. D'ar 25 a viz Meurzh 1972 e oa bet digoret un dachenn nevez-flamm evit ar politikerezh, enta.

 

Troet diwar ar galleg gant Lena Catalan Marcos

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Tudi Kernalegenn, « Miz Meurzh 1972. Breujoù an endro e Breizh », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 11/06/2025.

Permalien: https://bcd.bzh/becedia/br/miz-meurzh-1972-breujou-an-endro-e-breizh

LEVRLENNADUR

  • Kernalegenn Tudi, Histoire de l’écologie en Bretagne, éditions Goater, 2014.
  • Le Démézet Maurice, Maresca Bruno, La Protection de la nature en Bretagne. La SEPNB (1953-2003), Presses universitaires de Rennes, 2003.
  • Merckelbagh Alain, Et si le littoral allait jusqu’à la mer ! La politique du littoral sous la Ve République, éditions Quæ, 2009.

Kinniget gant : BCD Sevenadurioù