Ganet e oa bet Yves Rouger e Roazhon e 1939. Dont a reas da vezañ karget a enklaskoù en Ensavadur broadel an enklaskoù agronomek (INRA), lec'h ma oa arbennik war psikologiezh al loened. Distaget e voe da labourva-mor Konk-Kerne goude. Ar priz "Naturalia et Biologia" a voe deroet dezhañ gant ar c'hCollège de France e 1974. Kannad kentañ Unvaniezh rannvroel Breizh an endro (URBE) a oa anezhañ e Kuzul ekonomikel ha sokial Breizh adalek 1973. Bet e oa bet Yves Rouger prezidant an URBE ivez e dibenn ar bloavezhioù 1970 hag e penn-kentañ ar bloavezhioù 1980.
Ezel e oa eus an UDB, ha kuzulier-kêr e Konk-Kerne eus 1977 da 1983. Dilennet e oa e burev politikel ar strollad ivez, hag e vouezh aotret e fin ar bloavezhioù 1970. Mont a reas evitañ d'an dilennadegoù kanton ha kannaded (1,55 % en eil pastell-vro Il-ha-Gwilen e 1978). Pellaat a reas diouzh ar vuhez politikel tamm-ha-tamm e-doug ar bloavezhioù 1980.
Yves Rouger a voe oberiant-tre e Skol Uhel ar Vro ha dont a reas da vezañ prezidant rann an « Endro » enni e 1982. Betek 2008 e voe ezel eus he c'huzul-merañ. A-hed ar bloavezhioù en deus lakaet e youl e meur a stourm evit an endro : a-enep d'ar bezhin glas ken abred ha 1982, a-enep da gorvoiñ maerl an Inizi Glenan, evit ma vefe harzet ar pesketa e takadoù greuniañ ar braoged, hag all. Prezidant ar Gevredigezh evit diorren bevoniezh ar mor (Association pour le développement de la biologie marine) a voe ivez, ouzhpenn da gannad Breizh e Kevredigezh etrebroadel dilennidi ha mignoned an ekologiezh (Association internationale des élus et amis de l’écologie), ha da brezidant ar Gevredigezh evit diorren ekonomikel Konk-Kerne (Association pour le développement économique de Concarneau). Marv eo e miz Kerzu 2009.