Pallenn-moger Bayeux

Un oberenn gant abad Sant-Flouran Saumur, mab Riwallon, aotrou Dol-Komborn ?
Aozer : Michel Brand'Honneur / C’hwevrer 2017

N’o deus ket echuet an istorourien da sevel goulennoù diwar-benn pallenn-moger Bayeux. Petra oa mennozh e arc’hanter, da skouer, ur goulenn e-touez reoù all evit an istorourien. Dilezet a-grenn ganto holl e vefe bet kaset da benn ar broderezh -ha n’eo ket ar pallennerezh- gant ar rouanez Mathilda, gwreg Gwilherm an Alouber. Evit an darn vras outo ez eo Odo, eskob Bayeux ha hantervreur Gwilherm Normandi a vefe bet e arc’hanter. E Canterbury (kontelezh Kent) e vefe bet brodet.

Pezh zo, n’eo ket gwallgaset memor Harod, enebour Gwilherm, pezh a lak K.S.B. Keats Rohan da soñjal e vefe bet kaset da benn gant Stigand, arc’heskob Angl-ha-Saoz Canterbury, en em sujet da Wilherm er bloaz 1066.

Gant George Beech eo bet kinniget un dielfennadur all, dic’hortoz-kaer met n’eo ket di-arguzenn. Gwilherm, abad Sant Flouran Saumur ha mab da Riwallon aotrou Dol-Komborn eo en defe savet an istor. Gant ar vartezeadenn-se e c’heller displegañ neuze, e-touez traoù all, peseurt pouez a zo bet roet da vrezeliadenn Gwilherm e Breizh er bloaz 1064, p’eo aloubidigezh bro-Saoz dodenn pennañ ar broderez .

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Michel Brand'Honneur, « Pallenn-moger Bayeux », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 1/02/2017.

Permalien: https://bcd.bzh/becedia/br/pallenn-moger-bayeux

levrlennadur

  • Beech George, Was the Bayeux Tapestry made in France ? The case for St. Florent of Saumur, Palgrave Macmillan, 2005.
  • Beech George, «  Noms de personnes, noms de lieux, noms de peuples dans la Tapisserie de Bayeux : une perspective française », Cahiers de Civilisation médiévale, t. 51, 2008, pp. 201-212.

Kinniget gant : BCD Sevenadurioù