Pe re a oa abegoù Mercœur ?

Aozer : Hervé Le Goff / Genver 2021

Portrait du duc de Mercoeur, en buste, de 3/4 dirigé à gauche, dans une bordure ovale sur laquelle on lit : Philip : [estampe]. Crédit : Bibliothèque nationale de France, département Estampes et photographie, RESERVE FOL-QB-201 (13)

Meur a vartezeadenn zo bet embannet evit klask kompren abalamour da betra e oa savet Mercoeur a-enep Herri III, e vreur kaer, ha Herri IV warlerc’hiad hennezh : un emglev-familh gant e gendirvi de Guise pe ur respont (diwezhat) ouzh muntroù Blois ; sachañ d’e du, paboraj an noblañs ha lontegezh ; spi mont da briñs diwar lignez Breizh e wreg ; difenn ar relijion gatolik en arvar ; kemer pezh e brezel nevez ar-Groaz embannet gant ar Spagnoliz. Evit an holl abegoù-se moarvat, mui pe vui, kentoc’h evit unan anezhe hepken.

 

Distag-krenn e oa e zispac’h diouzh hini an dug a Vaien a oa e penn ar C’hevre : rouezh-tre e oa bet an eskemmoù etreze o-daou, war-eeun pe dre lizher ; ne oa ket kenurzhiet-mat o zaolioù, ha distag e oa o rouedadoù diplomatel. Diegi en deveze Mercoeur o toujañ d’an torr-brezelioù bet marc’hataet gant Maien ha derc’hel a reas da gas ar brezel daou vloaz goude m’en doa egile en em zaskoret d’ar roue. En tu all da-se, ne asante ket Felipe II ouzh gwirioù gwreg Mercoeur war dugelezh Breizh pa gave hennezh gwelloc’h klask plasañ e verc’h. N’en doa ket Mercoeur abeget ar gwirioù-se forzh penaos, nemet ha war an diwezhat e vije bet, kement a c’hounit amzer pa oa o klask sachañ ar gwellañ eus e du diwar ar peoc’h da zont. Digant e geneiled bepred, ne oa bet kaoz biskoazh eus an abeg-se.

Abegoù Mercœur, e gwirionez, a droe diouzh ma troe an avel. Adalek 1594 e tiskouez leuskel an traoù da vont gant an dour zoken. Pa n’en doa ar roue hêr ebet war-eeun ha pa oa abegoù mat da soñjal e oa e vuhez war var ur gwall-daol, en dije gallet Mercœur klask bodañ an holl re a oa fallgontant evit tra pe dra, e ken-kaz e vije bet ar gurunenn en em gavet diglopenn. Ur mailh war ar brezel ha war ar politikerezh ne oa ket avat. Ober a reas gant an darvoudoù bep ma teuent kentoc’h evit klask broudañ anezhe, ha beuzet e voe alies gant disoc’hoù e zispac’h, war an dachenn etrevroadel dreist-holl.

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Hervé Le Goff, « Pe re a oa abegoù Mercœur ? », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 13/01/2021.

Permalien: https://bcd.bzh/becedia/br/pe-re-a-oa-abegou-mercoeur

Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité