Pell eus ar pavezioù e oa an draezhenn : vakañsoù e Breizh en hañv 1968

Aozer : Johan Vincent / Mezheven 2020
Soñj mat o deus an holl eus « darvoudoù » miz mae 1968. Evit ar vakañsoù-hañv d’o heul avat, n’eus ket nemeur a dud o dije soñj dioute. « Dindan ar pavezioù emañ an draezhenn » a veze hopet d’ar c’houlz-se. Teñval e kinnige bezañ hañvezh an douristelezh war vord ar mor avat… betek miz gouere 1968.

Adalek deroù miz mae 1968 e paotas an emsavadegoù sokial e Bro-Frañs. Stank e savas pobl Breizh ivez, arru stegn-mat an traoù ganti. Serret uzin-purañ sukr Chantenay (Liger-Atlantel) ha goveloù an Henbont, e tiskoueze hengoun greantel porzhioù Breizh bezañ war hent an diskar. Dres pa koeñve hec’h ekonomiezh e stagas Bro-Frañs gant koulzad-hañv an douristelezh . Ouzhpenn 300 a dremenidi a oa tremenet bemdez e titourdi an douristelezh er Morbihan da deizioù kentañ miz mae 1967. Da deizioù kentañ miz mae 1968 avat, ne voe ket ouzhpenn 25 anezhe.

Miz mae 68, un taol-botez d’an douristelezh

E Breizh evel e lec’h all e voe nullet ar gouelioù lec’hel, ar redadegoù kezeg-houarn ha kement zo tout. Ar stalioù-koñvers zoken a voe serret e Sant-Brieg, e Sant-Ke an Olued hag e Pempoull e sizhunvezh diwezhañ miz mae,  dres e kreizig-kreiz an harzoù labour.

En un ostaldi e voe nullet donedigezh perzhidi ur c’hendalc’h, ken dic’hortoz ken e chomas al ligistri a oa bet gourc’hemnnet en 200 000 lur d’ober teilh tomm en ur vagon laosket a-gostez war un hent-houarn da c’hortoz.

Gar pempoull (kartenn-bost). Mirdi Breizh – 987.0077.8Pa ne veze koulz lâret tren ebet ken war vale e Bro-Frañs adalek kreiz miz mae, e voe digoret linennoù kirri-boutin adalek garioù bras Pariz evit klask mirout un nebeud liammoù gant ar peurrest eus ar vro. Da vont e Breizh ne veze nemet trenioù da Naoned. Un tamm mat a veajourien avat a dapas mont, tu pe du, betek o lec’h-vakañsiñ tra ma chome en o c’henkizoù-hañv ar re ne oa ket dav dezhe distreiñ e kêr. Evit afer-se ne veze ket gwelet kement a dud war an aod evel ma veze er bloavezhioù kent e deroù an hañv. Ar c’hazetennoù, Ouest-France paneveken, a zalc’he da embann ec’h ae mat an traoù pa ne oa, hervezo, nemet un tamm dale da c’hortoz ken e teuje an douristed.

Den ebet da vat ?

Tennañ a reas an douristelezh a-dost gounid eus an harzoù-labour dre ma n’halle ket pellaat ar re a gemere perzh en emvodoù e lec’h e veze marc’hataet an adkrog-labour. Dre ma oa serret ar skolioù e krogas ar skolidi da daremprediñ ar c’hreizennoù dudi. Da dibenn sizhun ar Pantekost e kavas brav an dud mont da weladenniñ gwiniegi Bro Naoned ; ha d’an 11 a viz even e vernias an dud yaouank, tapet pleg skol al louarn gante, war draezhenn Koulev, e Gwened, kement ha profitañ eus « ur c’haer a zevezh-hañv, sklaer, dispak an heol warnañ, kazi tomm ».

Traoñ ar Poull-du e Gwidel (Kartenn-bost, lodenn). Mirdi Breizh 974.0048.40Etre pour ha trichin a oa soñjezonnoù an dud a rae o micher eus an douristelezh. Nec’het e oa re an aod gant ar soñj ne vije nemet daou viz d’ar c’houlzad pa oa bet postet arc’hant bras er bruderezh da sachañ tud. Ponner e oa ar mizioù digemm war disoc’hoù ar c’hontaouerezh. En un ostaldi, e Sant-Pêr Kiberen e oa arruet ar mestr-keginer hag ar mitizhien ; ar pratikoù avat ne oa bet gwelet liv ebet dioute. Er sizhunvezh eus ar 21añ d’ar 28 a viz mae e voe nullet o zroiad e Pleg ar Mor Bihan war « les Vedettes Vertes » gant ur mil bennak a douristed. E fin ar miz n’ec’h ae ket ar bagoù-se war vor ken, nemet ha miret e oant bet en a-raok, ha c’hoazh war o bouezig, gant aon ne vije ket a dir-eoul ken. Meur a familh a oa bet nullet o fañsion gante e « Village Vacances Familles » Gwidel, 1 300 plas enni.  E kreiz miz even e c’hellas ar rener pouezañ efedoù an emsavadeg sokial war gontoù e stal, diskalonekaet ar veajourien gant an diaes ma oa mont eus an eil lec’h d’egile. Eno e oa arru an 30 implijad a verr-dermen koulskoude, deuet da glokaat ar 17 implijad-pad hag an 18 implijad a dermen-etre evit ar c’houlzad-hañv.

Klask serriñ plouz pa ne oa ket bet a foenn.

D’an 20 a viz even e tisklêrias kannaded  titourdi touristelezh ar Gerveur e oa spi enno ne vije ket re a goll gant an douristelezh er vro diwar an darvoudoù sokial hag e vije kroget gant koulzad an hañv e miz gouere a-benn ar fin. Divizout a reas ostizien Breizh derc’hel gant an distaol 15 da 20 % diwar feurmioù miz even ha miz gwengolo, evel ma veze graet abaoe un dek vloaz bennak. Lakaet e voe traoù zo en o reizh tamm-ha-tamm : d’an 29 a viz even e sinas Kêr Sant-Nazer ar gevrat merañ logelloù traezhenn Sant-Varc’h evit ar pemp bloaz da zont. Arru e oa ar CRSed mistri-neuierien d’ar 1añ a viz gouere e Dinarzh pa oa Sant-Malo ouzh o c’hortoz c’hoazh. A-benn ar fin e voe kroget da vat gant koulzad ar vakañsoù war an aod e-doug pemzektez kentañ miz gouere.

Ur foto bet embannet e Ouest-France d’an 2 a viz gouere 1968, asambles gant ur pennad-stur skrivet gant Charles ar C’hentreg « Ne soñjont nemet en o vakañsoù » e ditl. Dielloù Departamant ar MorbihanAnzav a reas sekretour meur prefeti ar Morbihan e oa bet kroget ar c’houlzad kamm-digamm e miz even. Kompezañ ar skeudenn-se a reas kerkent avat, o tisplegañ penaos « war a lavar an dud a vicher o-unan » e oa bet kalz a weladennerien e-pad vakañsoù Pask ha dibennoù-sizhun an nevez-hañv. Laouen e oa prezidant titourdi Sant-Nazer o welet penaos e teue tud e-leizh e lec’hioù zo (ar porzh, an traezhennoù, al leur-pellwel deuet 40 000 a weladennerien da bourmen o c’haliteoù warni), o kemer perzh e troiadoù zo, o taremprediñ an ostaldioù preti ebet eno (marc’hadmat pa ne oa pañsion glok ebet da gaout enno). Ha pa oa bet tomm d’o lêr en nevez-hañv en em gavas an holl goñversanted-se laouen awalc’h, a-benn ar fin, gant ar c’houlzad-se… a vije bet sellet dioutañ evel ouzh unan fall e degouezhioù all. A-benn ar fin e tiskouezas darvoudoù miz mae 1968 ar bresk ma oa obererezh an douristelezh e Bro-Frañs evit c’hoazh, lakaet diaes gant an emsavadegoù sokial dres pa oa o vont buan war gresk.

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Johan Vincent, « Pell eus ar pavezioù e oa an draezhenn : vakañsoù e Breizh en hañv 1968 », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 22/06/2020.

Permalien: https://bcd.bzh/becedia/br/pell-eus-ar-paveziou-e-oa-an-draezhenn-vakansou-e-breizh-en-hanv-1968

Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité