Pe e vefent stouet war hor c’havell, pe o tegouezhout diwezhatoc’h en hor buhez, ul levezon boemus o deus ar boudoù faltazius war hor flanedenn... ha d’ober gwir gwallhunvreoù eus hor c’hontadennoù marzhus. Setu aze un nebeut alc’hwezioù etimologel evit kompren anezho gwelloc’h :
Aeled pe drouksperedoù ? E Gresia e veze an angélos ur c’hannader hag an daemon un doueelezh etre (ha n’eo ket un doue : théos), miret e vez ganto an div identelezh a c’heller adkavout en deorienn gristen an aeled diskaret.
An arc’houere, e galleg génie, diwar al latin genus, generis (genel) zo un ael a ren planedenn un den adalek e c’hanedigezh. Diwar an hevelep gwrizienn e kaver ar ger Djinn er sevenadur arabek, aspadenn ur gredenn rak-islamek e boudoù fallakr liesstumm, boudoù dañjerus ha gwarezus war an dro. Gant Allah e voe krouet ar speredoù elfennek-se, diwar an tan hag ar moged, un 2000 bloaz a-raok ma vefe bet krouet an dud, hervez ar C’horan, ha kentañ annezidi an Douar e oant, a-raok en em sevel ouzh ar C’hrouer a rankas kas anezho da benn pellañ an takadoù annezet gant an dud.
Diverret anv ar boudiged diouzh boud bihan (ar bobl vihan) , fée e Galleg, diwar doueez an tonkadur, Fata an dizamant, brudetoc’h egeti he merc’h-vihan, ar voudig maeronez. Daou strollad, hini ar boudiged hag hini ar polpeganed: farfadets, a ya d’ober he lignez, met n’in ket ken spouronus dre m’eo bet miret ganto ar garg a gannaded an tonkadur.
Tost a-walc’h ouzh ar polpeganed, an nozikaned (boudoù an noz), lutin (diwar ar galleg kozh nuiton : noz) a weler neuze goude ar c’huzh-heol : da goulz an hunvreoù pe ar gwallhunvreoù. Gwasket omp gant ar gwallhunvreoù-se, cauchemar e galleg, diwar al latin calcare (mac’hañ, gwaskañ) hag diouzh an izelvroeg mare (teuz, tasmant), ur wask displeget evel-se : ur spered « mac’her » (teuz pe diaoul) a ra e vad eus hon hun evit gwaskañ hor bruched. Pa ne glask ket ober traoù hudur war ar paour-kaezh tud dibec’hed ! Al lutun lik : ur stultenn ? Ya, ur stultenn (diwar ar galleg kozh estolt : sotoni), e galleg fantasme diwar ar gresianeg phantasma a dalvez kement a gweledigezh, skeudenn, tasmant.