PIÉGU e PLENEG-NANTRAEZH (AODOÙ-AN-ARVOR)

ul lec'hienn eus Henoadvezh krenn kozh ar maen (tro 180 000 bloaz zo)
Aozer : Jean-Laurent Monnier / Gouere 2020
Gant furchadeg gwelead Piégu eo bet diskoachet un aridennad stratigrafek kemplezh, ha roudoù daou pe dri frantad annez eus Henoadvezh ar maen.

Un annezadur tro 165 000 bloaz zo

Piégu, pointe Levallois en silex taillé - CNRS/UMR6566 J.L. Monnier
Roudoù Henoadvezh krenn ar maen a gaver war ul leur war un draezhenn gozh diouzh un tu, ha e-touez mein-boued disac’het oc’h adverañ restajoù ur boserezh. Evel-se ez eus bet kavet  restaoloù loened arouezius eus un endro kerreizh a-walc’h, tost a-walc’h eus ar c’hoadoù, met ivez eus biotop ar stepennoù: kirvi dreist-holl, gourejened, kezeg, yourc’hed, moc’h-gouez, megalokerosed, frikorneged, bleizi, leoned. Gwelet a reer torradurioù war an holl eskern hir. Lec’hiañ a c’heller annezadurioù an dud (Henoadvezh etre ar maen) tro dibenn ar bazenn izotopek 7 ha penn-kentañ ar bazenn 6, tro 180 000 bloaz hag ouzhpenn da se abretoc'h un annezadur er bazenn izotopek 9, tro 300 000 bloaz. Kailhastr eo ar binviji bet kavet e troad an tornaod. Lakaet eo anat dre ar mod Levallois da ziskolpañ begoù saezh e-leizh ha danvezioù krai miret eno. E-touez an ostilhoù peurfichet, e kaver eno dreist-holl rakloueroù a bep seurt savet mat. Un toullad mat a ostilhoù kalfichet o dremmoù kengerc’hus a zo, daoust ma ne gaver ket a begoù saezhoù mod  Mousterian. E lec’hiennoù an tro-war-droioù, Nantois hag an Traouieroù, ez eus bet kavet ivez relegennoù annezadur, evit an dibezhiañ bronneged meur da skouer. E Nantois ez eus bet kavet restajoù ejeneged (bizon) gant un nebeut mein kailhastr kalfichet. Siwazh eo aet da fall gwelead an Traouieroù abalamour da labourioù ne oant ket mestroniet. Ranket ez eus bet lakaat an dachenn dindan evezh hag ober furchadegoù mallus e 2010, ha lakaet eo bet war-wel un nebeud mat a kalficherezh mein kouarz. Deiziataet ez eus bet eskern ha dent, gant an doareoù ESR-U/th, ha lec’hiet an annezadur tro 165 000 bloaz..

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Jean-Laurent Monnier, « PIÉGU e PLENEG-NANTRAEZH (AODOÙ-AN-ARVOR) », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 27/07/2020.

Permalien: https://bcd.bzh/becedia/br/piegu-e-pleneg-nantraezh-aodou-an-arvor

LEVRLENNADUREZH

  • Hallégouët B., Monnier J.L. & Gagnepain J., « Le site Paléolithique moyen de Piégu en Pléneuf-Val-André ». Mémoires de la Société d’émulation des Côtes-d’Armor, 1993, t. 121, p. 3-17.
  • Monnier J.L., « Données nouvelles sur le gisement paléolithique moyen de Piégu (Pléneuf-Val-André, Côtes-du-Nord) ». Revue archéologique Ouest, 1985, 2, p. 7-21.
  • Bahain J.L., Falguères C., Laurent M., Shao Q., Dolo J.M., Garcia T., Douville E., Frank N., Monnier J.L., Hallégouët B., Laforge M., Huet B., Auguste P., Serre F. & Gagnepain J., « ESR and ESR/U-series dating study of the Middle Paleolithic site of Piégu (Brittany, France) – a multi-material approach », Quaternary Geochronology, 2012, 10, p. 424-429.
  • Danukalova G., Hallégouët B., Lefort J.P., Monnier J.L. & Osipova E., « Reconstruction of the Middle-Late Pleistocene and Holocene palaeoenvironments of the Piégu Palaeolithic site (Brittany, France) based on biostratigraphical data », Archéosciences, revue d’Archéométrie, 2014.

Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité