Pierre Marzin ha dispac’h en elektronegezh e Breizh

Aozer : Jean-Jacques Monnier / C’hwevrer 2017
Souezhusat tra, e maezioù tro Lannuon an hini e c’hoarvezas brasañ dispac’hoù ekonomik ar bloavezhioù 1950-1970. Roudoù don zo chomet diwar neuze e istor Bro-Dreger hag e hini Breizh eus obererezh Pierre Marzin, kargad uhel ar Post hag ar Pellgehentiñ. Ur bazenn veur eus an digreizennañ eo bet an darvoud-se, koulz evit a sell ouzh greanterezh ar pellgehentiñ hag evit terkerezh an tiriadoù.

Atiz Pierre Marzin

E Perroz-Gireg e voe staliet ar c’hentañ « Kreizenn bellgomz peur-emgefre war ar maez » (SRCT) e 1950. E Trebeurden hag e Lannuon e voe graet kement all prestik war-lerc’h. e Lannuon ivez e voe staliet ar c’hentañ « Kreizenn bellgomz peur-elektronek » e 1954.

Kement-mañ a voe graet diwar atiz Pierre Marzin (1905-1994), Breizhad ha kargad uhel anezhañ, mab ur mikinikour labour-douar eus Lannuon. Bet e oa Pierre Marzin er skol boliteknik, diplomet gant Skol-uhel ar pellgehentiñ, ha bet rener ar c’hlaskerezh hag an amprou teknik er PTT er bloavezhioù 1930.

E 1954 e teuas Pierre Marzin da vezañ rener Kreizenn vroadel ar studioù war ar pellgehentiñ (CNET). E 1955 en em stalias e Trebeurden un embregerezh hag a farde baloñsoù-sontañ evit ar veteorologiezh. Produiñ a rae dafar plastik ha pezhioù mekanik spis evit an elektronegezh. Evel-se e voe roet e lañs da greanterezh an elektronegezh e Breizh.

Digreizennañ

E miz Here 1962 e teuas ar prezidant de Gaulle er c’h/CNET. Degemeret e voe gant Pierre Marzin, he rener, oberour pennañ ar raktres digreizennañ ar c’hlaskerezh a oa eus ar chanter-se, bet kaset da vad, ha gant Henri Blandin, avokad, maer Lannuon abaoe 1961 ha kenoberour prizius ar raktres. © Dastumad Louis-Claude Duchesne, "Gwirioù miret-strizh".

E 1955, diwar goulenn gouarnamant Edgar Faure, e voe savet un danevell resis war an ensavadurioù publik tro-dro Pariz a c’hellfe bezañ digreizennet. War-bouez ar PTT / PPP (Post, Pellskrid ha Pellgomz) ne roas ensavadur ebet e asant d’ar raktres-se. E miz Du 1956 e voe kinniget, en un danevell war digreizennañ ar velestradurezh, distankañ meur a servij-Stad.  Krenn-ha-krak avat e tisklêrias al lod brasañ eus pennoù bras ar servijoù e ranke ar re-se chom e Pariz pe tro-war-dro. « Ur c’hargad uhel hag unan nemetken en deus respontet dre gaer : Pierre Marzin, rener ar c’h/CNET an hini eo » a zisklêrias René Pleven, prezidant ar C’homite studiañ ha kenurzhiañ interestoù Breizh (CELIB), prezidant kuzul Aodoù-an-Hanternoz, bet kadoriad Kuzul ar vinistred, ha ministr e-unan meur a wech.

Ha Pierre Marzin ha sankañ anezhi : « A-vat emañ bro Lanuon gant ar raktres-mañ » ; ken brav ken e savas brud eus ar chanter kentañ dizale : ul labourva 500 klasker ennañ. Ha kaeroc’h oa : dont a reas aerborzh Servel, sko ouzh an dachenn ma oad e sell da staliañ ar ch/CNET, da vezañ arguzenn veur ar raktres-se dre ma vije aezet kas ha degas koulz tud ha dafar drezañ. Evit paotr Bro Dreger ne oa douetañs ebet da gaout : «  Dont a raio an uzinioù da heul ».

En em strollañ a reas ar c’homunioù a selle ar raktres-se dioute evit aozañ an tachennoù a oa da vezañ gouestlet d’ar c’hlaskerezh ha d’ar greanterezh. D’an 8 a viz Gwengolo e teuas ar prezidant de Gaulle da weladenniñ chanter ar greizenn glaskerezh ha disklêriañ a reas : « Emaon o paouez gwelout diazezoù ar c’h/CNET a zo pe a vo evitoc’h, a-dra-sur, unan eus ar c’haerañ traoù zo er bed hag a zo vont da cheñch doare ho kêr hag ho korn-bro. Ho poazioù kozh avat a virfet eveljust. ». Ha hennezh da glozañ e gaoz evel-henn : « Ezhomm he deus Breizh mont war-raok ha sikour anezhi a gle Bro-Frañs ober. »

Kresk-war-gresk

Micherourerezed an elektronegezh. Adalek 1963 en em stalias an SLE (société lannionnaise d'électronique, strollad CGE) e Bro-Dreger da broduiñ dafar pellgomzerezh. Kalz a vaouezed yaouank a gavas fred er stalioù-se, e Lannuon hag e Landreger goude-se. Lamet e voe ar postoù-labour-se er bloavezhioù 1980. © Dastumad Louis-Claude Duchesne, "Gwirioù miret-strizh".

E 1961 e voe achuet ar savadur kentañ. Un nebeud mizioù goude-se e voe divizet gant an embregerezhioù prevez staliañ an uzinioù kentañ : SLE-Citerel, LMT-Thomson, LTT hag all. E 1974 e teuas SLE da vezañ CIT-Alcatel a broduas an eskemmerez-pellgomz E10 a oa bet ijinet he diazezoù gant ar c’h/CNET. O kenstagañ ar c’hlaskerezh hag ar broduksion e tegemeras Lannuon unanennoù produiñ (linennoù pellgomz, funioù, dafar pellgehentiñ) ken stank ha liesseurt war un dro ken e teuas da vezañ pennkêr an elektronegezh hag ar pellgehentiñ e Breizh, gante 5 000 post labour war-eeun war un dachenn 8 km d’ar muiañ en-dro d’ar c’h/CNET ha d’an aerborzh.

Ar bloavezh-se e reas o soñj kêr vihan an isprefeti hag ar beder c’homun sko outi kendeuziñ, kement ha frankaat tachenn hag arc’hant ar gomun nevez. A-drugarez d’an diviz a oa bet kemeret e fin ar IVre republik, bet lakaet e pleustr gant ar Vvet, en em stalias neuze e Pleuveur-Bodoù Kreizenn deknik an Egor hag he radom – ur raktres amerikan anezhañ ! – ha delezioù all d’e heul da gas-degas koulz ar son hag ar skeudennoù eus an eil kevandir d’egile.

E 1963 e voe lidet digoradur ofisiel kentañ labourva ar c’h/CNET e Lannuon, asambles gant labourvaoù kentañ ar Société lannionnaise d’électronique (strollad CGE). E 1966 en em stalias ar CMS, Kreizenn Veteorologiezh an Egor. Ha burevioù da heul (stummadur an implijidi, mererezh leveoù ar PTT…) pazennoù kentañ digreizennañ ar servijoù. E korf 6 vloaz e tapas poblañs kanton Lannuon 3 000 annezad ouzhpenn.

Ar radom war sevel : daoust d’an embannoù ofisiel eo bet ijinet ar radom ha savet ar pezhioù anezhañ gant an Ameikaned. Kas an traoù da vad e berr amzer ha lakaat degas betoñs ha  rikoù teknologel betek lanneier Pleuveur-bodoù dre ur rouedad hentoù eus an disterañ, aze emañ taol-kaer Pierre Marzin hag e skipailh.  En ur c’horn-bro digenvez, pell eus  toleadoù ar geanterezh, an hini o doa tapet an ijinourien, an deknisianed hag ar vicherourien staliañ un deknologiezh a live uhel, war ur sichenn betoñs bras-divent ret da stabilentez ar savadur-se. Bras e oa bet ivez perzh aerborzh Lannuon e kas-degas oberourien dreist-arbennik ar raktres-se. © Ti ar Pellgehentiñ, CNET, servij an amprouennoù war-nij.

Deroù an nivereliñ

E keit-se e talc’he ar c’h/CNET da vont war-raok gant hent ar pellgomzerezh niverel : staliet e voe ar c’hentañ kreizenn bellgomz niverel e Perroz-Gireg e 1970, astennet e 1972 da Vro-Dreger ha Goueloù en o fezh… kentañ tiriad er bed bet niverelet e bellgomzerezh, a-drugarez d’ar c’henlabour etre an ensavadur publik hag ur rann eus ar CGE (a zeuio da vezañ Alcatel diwezhatoc’h).

Diwar ar berzh-se e teuas Roazhon da vezañ unan eus lec’hioù meur ar c’hlaskerezh tra ma voe digoret Skol-uhel ar Pellgehentiñ e Brest. Hag a-benn ar fin, harpet an eil re ouzh ar re all, strivoù Pierre Marzin, deuet da vezañ rener meur ar pellgehentiñ e fin ar bloavezh 1967, ha reoù ar Célib a roas lañs d’ar steuñv evit ar pellgomz e Breizh e 1969, ken brav ken e voe adtapet he dilañs gant Breizh e korf pemp bloaz.

Ar radom en deizioù a-vremañ. Dindan 8 miz e voe savet ha c’hwezet ar radom (ur gêr nevez-savet diwar « radar » ha « dôme ») da wareziñ un delez-fiñv kat da bakañ abadennoù skinwel o tont eus ar Stadoù Unanet dre al loarell-red amerikan Telstar. E miz gouere 1962 e voe skignet ar « v/Mondovizion » gentañ. Diloc’h e teuas al loarelloù da vezañ goude-se ha ne voe ket ezhomm gwareziñ an delezioù ken gant ur baloñs dakron. Miret eo bet ar radom hag e delez d’ober pezhioù meur Mirdi ar Pellgehentiñ anezhe. © Ti ar Pellgehentiñ

 

 

Troet gant Jean-Dominique Robin

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Jean-Jacques Monnier, « Pierre Marzin ha dispac’h en elektronegezh e Breizh », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 6/02/2017.

Permalien: https://bcd.bzh/becedia/br/pierre-marzin-ha-dispac-h-en-elektronegezh-e-breizh

levrlennadur

  • Stoll Stephanie, Radôme. Des hommes à l'écoute du monde, Rennes, Lannion, éd. Apogée/Cité des télécoms, 2012, 96 p.
  • Monnier Jean-Jacques, Coativy Yves, Le Trégor, Quimper, éd. Palantines, 2006

lec'hiennoù internet

Kinniget gant : BCD Sevenadurioù