Enseller ar Monumantoù istorel eo Prosper Mérimée, hag un droiad vras a ra e Goueled ar Frañs etre an 28 a viz Gouere hag ar 31añ a viz Here 1835. Tro Breizh en deus graet neuze d'ar mare-se. E-pad c'hwec'h sizhunvezh e chom en Arvorig. En em gavet e Roazhon d'an 20 a viz Eost e tremen war-lerc'h dre Zinan (kêr a Aodoù-an-Hanternoz a bak un t e skridoù aozer Colomba, evel ar gêr velgiat), Dol, Sant-Maloù, Lambaol, Sant-Brieg, Landreger, Lannuon, Montroulez, Kastell-Paol, Lesneven, Brest, Kemper, Kemperle, Henbont, Logunec'h, Josilin, Karnag, Lokmaria-Kaer, Gwened, An Elven, gourenez Rewiz, ha Naoned da echuiñ. Gwelet a reer n'emañ ket argoad Breizh, estreget Josilin, war roll-labour Prosper Mérimée.
Emañ abati Boporzh, nepell eus Pempoull, e-touez ar monumantoù o deus desachet evezh an enseller. Un difraoster eo evit politikerezhioù publik ar glad, ha gwir eo e lak ar pouez war ar savadurioù relijiel, frammoù savadur ar Grennamzer, hag an dismantroù. Dedennet eo gant Tourioù an Argoed en Elven, met n'eo ket kalz, avat, gant kastell Josilin, a zo re vat e stad evitañ.
Daoust hag abeg eo se da efedoù beaj Prosper Mérimée e Breizh bezañ bet ken dister ? Embann kement-se a vefe mont re bell ganti, rak gouzout a ouzer hep douetañs ebet eo bet oberiant an daneveller. Diouzhtu pa ʼz eo deuet en-dro da Bariz en deus savet meur a c'houlenn arc'hantaouiñ evit iliz-veur Dol, a oa chomet bamet dirazi, ouzhpenn reoù Landreger ha Kastell-Paol. Met n'en em gavo ar yalc'hadoù nemet en eil lodenn an 19vet kantved. Evit pezh a sell abati Boporzh, ne vo ket rummet war renabl ar monumantoù istorel a-raok 1862.