Reun Kreston (1898-1964)

Aozer : Saphyr Creston / Eost 2020
D’ar 25 a viz Here 1898 e oa bet ganet e Sant-Nazer René Pierre Joseph Creston, anavezet dindan an anv Reun Kreston. Drezañ e-unan e oa arouez aozadur an arzourien breizhek Ar Seiz Breur, ur strollad en doa bet savet e 1923 gant Jeanne Malivel, Suzanne Candré, Jorj Robin ha meur a arzour all. N’eo ket gwall anavezet e oberennoù personel koulskoude, nag e labour a etnologour, a gazetenner hag a virdiour.

Ar Seiz Breur 

E penn-kentañ ar bloavezhioù 1920 eo e ra Kreston hag e wreg anaoudegezh gant Jeanne Malivel. Ur gejadenn a-bouez eo bet he deus roet lañs da dachennoù arzel a oa c’hoazh en gor pa oa bet savet strollad Ar Seiz Breur. Arrebeuri, priajoù, koad kizellet, sed aze kement tachenn ma tegas Kreston e lodenn. Niverus eo ar c’hrouidigezhioù o tiflukañ, ha pa zigoras Diskouezadeg Etrevroadel an arzoù-kinklañ hag arzoù greantel modern er bloaz 1925 e voe kadarnaet raktresoù hardizh ar strollad. Krouidigezhioù kentañ ar Seiz Breur d’ar mare-se a c’heller tostaat ouzh strolladoù arzourien-kinklañ all bet savet en o raok en Europa : Arts and Crafts ha Celtic Revival e Breizh-Veur hag en Iwerzhon, skol Zakopane e Polonia, Bauhaus en Alamagn.

Dizanv. Diskouezadeg e Sant Nazer, 1927. Luc’hskeudenn. Dastumad brevezPa varvas Jeanne Malivel e 1926 ez eo Reun Kreston a zeuas da vout rener al luskad. Niverus e oa e grouidigezhioù war veur a dachenn, engravadurioù, arrebeuri, bizeier, priajoù, livadurioù. Ouzhpenn da-se e save pennadoù-skrid evit meur a gelaouenn, evel da skouer Le Miroir du monde, Le Petit Parisien pe c’hoazh Le Travailleur de l’Ouest. Dibar e voe e labour pa stalias diskouezadegoù, ha dedennet e voe gant ar goulennoù war an dachenn etnografek (da geñver 26vet saloñs an arzourien kinklañ e kinnigas gant Joseph Savina ur raktres stal poderien ar Briver, pe c’hoazh e Diskouezadeg etrevroadel an arzoù ha teknikoù er vuhez vodern, lec’h ma kinnigas ivez gant Pêr Peron ha Germaine Jouan un diaporama diwar-benn ekonomiezh ar rannvro).

War-zu an etnografiezh

Mare ar bloavezhioù 1930 a zo bet hini ar cheñchamantoù bras ha raktresoù personeloc’h. Da geñver div veaj, unan war vourzh ur chaluter eus Fecamp e 1930, hag eben war ar Pourquoi-Pas ?, lestr vrudet ar c’homandant Jean-Baptiste Charcot e 1933, Kreston en deus kavet doareoù nevez da sellet ouzh ar bed war an dachenn douaroniel koulz ha war hini ar preder. Adal neuze e teu an etnologiezh da gemer ur plas a-bouez bras en e brederiadennoù. Ur gejadenn bennañ a voe an hini gant Germaine Jouan e 1936, p’o doa kroget da labourat asambles war veur a raktres o tennañ d’an etnologiezh breizhek. O-daou o doa lakaet o anv e kentelioù Ensavadur Etnologiezh Pariz. Gant ma oa gwrac’h Kreston gant an danvez-se, ha dre m’en doa tapet e sertifikad studi uhel e miz Even 1939, ez eo bet digoret dezhañ dorioù Mirdi an Denelezh.

Reun Kreston. Diskar al lien. 1933, eoul war lien, 60x92 sm. Dastumadenn brevez.

Ur wech lakaet da gargad a gefridi evit ar mirdi e ra war-dro rann Europa an dastumadennoù dreist-holl. Ar bloavezh-se ivez ec’h aoz ur veaj d’an inizi Faero evit studiañ an doareoù pesketa ha chaseal, ar gizioù, ar sonioù, an dañsoù, ha kement zo. E-doug an Okupasion ez a davet rouedad Mirdi Mab-den dre hanterouriezh Boris Vildé hag Anatole Lewitsky, ha n’eo ket chomet etre daou soñj evit lakaat e strollad e darempred gant hini e vignon Albert Jubineau e lez-varn Pariz. Harzet e voe d’an 11 a viz C’hwevrer 1941 ha kaset da doullbac’h ar Cherche-Midi, ha da hini Fresnes goude-se. Laosket e voe da zont er-maez d’an 12 a viz Even. Libellet e voe neuze da chom e Gentieg, (e su Roazhon), ha kemeret en deus perzh er sevel Ensavadur Keltiek Breizh.

Da neuze e krogas Kreston gant e vicher a etnologour. N’eo ket evit kement-se e tilezas e vicher a arzour, ha liesseurt-tre eo an oberennoù en deus savet e-doug ar prantad-se : livadurioù intimist e-tal kinkladurioù bras awenet gant ar bed keltiek.

Goude ar brezel

N’eo ket ken stank raktresoù arzel Kreston adalek 1945. Gouestlet en deus muioc’h eus e amzer d’an etnografiezh ha d’ar mirdiouriezh. Meur a wech eo bet remerket e labour a-drugarez da skeudennoù levrioù, kazetennoù, kelaouennoù en dao savet, met ivez abalamour d’e ginkladurioù, evel re ur gambr-lestr war ar mordreizher France, pe d’ar gwer-livet en un iliz eus Sant-Nazer, ur c’harn e Sant-Servan en enor d’ar c’homandant Charcot, ha kement zo. Met war an etnologiezh eo dreist-holl e lakaas bec’h, en ul labour kroget a-raok ar brezel gant ar gevredigezh Ar Falz, ha war an dachenn e bro ar C’hab, war Enez-Vaz... hag a-dreuz Europa (peskerezh ar  begoù-sabrenn e Sardinia, kendalc’h etrevroadel etnologourien ar mor er Portugal). Diwar e zorn ivez ur studi don diwar-benn an dilhad e Breizh, un 350 tresadenn e liv da heul, ha labourioù all war istor ar c’hoefoù.

Reun Kreston e kompagnunezh Marie Berhaut e mirdi Breizh, tro 1958. Luc’hskeudenn. Dastumadenn brevez.Evit echuiñ ganti, abaoe m’eo bet enframmet e Mirdi an Denelezh, Kreston n’en deus ket paouezet da sevel ar goulenn war plas an dastumadennoù etnografek er mirdioù. A-drugarez da skoazell e vignon Georges-Henri Rivière e teuas da wir ar raktresoù mirdioù ar vro hag hini an Arz hag hengounioù pobl, ha dre m’en doa kemeret perzh Kreston er sevel pe mirout an dastumadennoù (mirdi Breizh e Roazhon, mirdi Breizh an Departamant e Kemper, mirdi an arzoù hag an istor e kêr Sant Brieg). Ha dre ma oa bet anvet da virour mirdi Sant Brieg en doa lakaet e ijin hag e anaoudegezh da labourat evit kas da benn-vat teir diskouezadeg a-bouez bras : « Mathurin Méheut » e 1961, « Koefoù Breizh an XXvet kantved er vuhez hag en arzoù » e 1963, « Pevar c’hantved arrebeuri breizhek » e 1964 : evel-se e voe echu e vuhez vicherel ken puilh e bed ar mirdiouriezh, hag e eas da Anaon d’an 30 a viz Mae 1964 e Staol (Aodoù-an-Arvor).

 

            Bet troet diwar ar galleg gant : Sten Charbonneau

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Saphyr Creston, « Reun Kreston (1898-1964) », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 30/08/2020.

Permalien: https://bcd.bzh/becedia/br/reun-kreston-1898-1964

Levlennadur :

 

  • Blanc Julien, Au commencement de la résistance : du côté du musée de l’Homme (1940-1941), Paris, Seuil, 2010.
  • Buron Gildas, Creston Saphyr, Simonnin Michaële, René-Yves Creston, l’instant du geste, exposition organisée par le musée des marais salants de Batz-sur-Mer, 21 juin 2015-3 janvier 2016, Lopérec, Locus Solus, 2015.
  • Creston Saphyr, René-Yves Creston (1898-1964) : l’artiste, l’ethnologue, le théoricien, doctorat d’histoire de l’art, sous la direction d’Andrieux Jean-Yves, Université Paris IV-Paris-Sorbonne, 2017.
  • Le Couédic Daniel et Veillard Jean-Yves (dir.), Ar Seiz breur : 1923-1947 : la création bretonne entre tradition et modernité, Plomelin, Palantines, 2007.
  • Postic, Fañch et Simon Jean-François (dir.), René-Yves Creston (1898-1964) : un artiste breton en quête d’altérité, Brest, CRBC, 2017.

Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité