Roll ha kargoù ar c’huzul rannvro

Aozer : Michel Nicolas / Genver 2017
Tri c’huzulier ha pevar-ugent zo e rannvro Breizh, dilennet evit 6 vloaz. Yvon Bourges (RPR) an hini e voe ar c’hentañ prezidant dilennet, eus 1986 da 1998. Da c’houde e voe Josilin a Roc’han (RPR ha neuze UMP) eus 1998 da 2004. Ar sosialist Jean-Yves Le Drian a voe dilennet war-lerc’h hemañ, eus 2004 da 2010, hag addilennet e 2010. Pa voe anvet ministr e 2012 avat, e teuas Pierrick Massiot da vezañ prezidant.

Pep Rannvro a zo dezhi ur voujedenn. Da 1,33 miliard euro e save boujedenn Rannvro Breizh e 2013 da skouer.

Meur a veli zo d’ar Rannvro, sed amañ ar re bennañ :

  • stummadur an dud war o micher, hag e-skeud-se kemer e karg al liseoù-micher hag ar c’hreizennoù stummañ dre an deskardelezh (CFA) ;
  • sevel ha merañ al liseoù, ha kemer e karg ar c’hopridi a vez graet « TOS » anezho (teknisianed, micherourien ha tud ar servijoù) ;
  • aozañ an treuzdougen dre hent-houarn er rannvro. Evit a sell Rannvro Breizh, ur pezh skodenn zo bet kendaolet ganti evit sevel al linenn Tren Tizh Bras (TTB / TGV) etre Pariz ha Roazhon ;
  • terkadur an tiriad, ha dreist pep tra danzen ar gevrat raktresoù Stad-Rannvro ;
  • skoazell an ekonomiezh hag an diorren ;
  • an endro.

Kefridioù all a c’hell bezañ fiziet er Rannvroioù war o goulenn. Setu penaos en em gav Rannvro Breizh o verañ ar fontoù frammadurel europat. Goulennet ez eus bet ganti, en aner betek-henn avat, bezañ lakaet e karg eus merañ an dour, ur gefridi hag a c’hellfe bezañ fiziet enni e framm an « Emglev evit dazont Breizh » kinniget gant ar C’hentañ Ministr e Roazhon, e miz Kerzu 2013. Bez’ e c’hellfe Breizh ivez, gant an emglev-se, dont da vezañ ur rannvro aotreet da arnodiñ diwar meur a intrudu disheñvel. Dalc’hen soñj a ranker n’eus d’ar c’huzul rannvro tamm beli a hierarkiezh war ar strollegezhioù lec’hel all. Diwar ar pezh a oa bet embannet avat, e c’hellje ar Rannvro mont « e penn ar steud » diwar neuze.

Kuzulioù all a vez o labourat e stern ar Rannvro e Breizh :

  • Kuzul an armerzh, an aferioù sosial hag an endro (CESR),
  • Kuzul Rannvro ar yaouankiz,
  • Kuzul sevenadurel Breizh, ur vodadenn a zo he roll kuzuliañ, dileuriet enni holl meteier an arzoù hag ar sevenadur e Breizh, krouet diwar intrudu Rannvro Breizh e 2011, ha roet dezhi anv ur gevredigezh a veze bodet ar re-se enni diaraok.

Yvon Bourges, président de 1986 à 1998 Marc Rapilliard Région Bretagne
Josselin de Rohan, président de 1998 à 2004  Région Bretagne
Jean-Yves Le Drian, président de 2004 à 2012 Emmanuel Pain Région Bretagne
Pierrick Massiot, président depuis 2012 Emmanuel Pain Région Bretagne

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Michel Nicolas, « Roll ha kargoù ar c’huzul rannvro », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 30/01/2017.

Permalien: https://bcd.bzh/becedia/br/roll-ha-kargou-ar-chuzul-rannvro

levrlennadur

  • « Les collectivités territoriales en France », Notices de la Documentation Française, 2008, 181 pages.
  • Kement dornlevr gwir publik a zo diwar-benn an aozadur melestradurel e Frañs.

Kinniget gant : BCD Sevenadurioù