Ronan Leprohon

Aozer : Tudi Kernalegenn / Eost 2020

E 1939 e oa bet ganet Roger (a vez graet Ronan anezhañ) Leprohon, mab ur micherour komunour. Pa oa studier war an Istor e Roazhon ez emezelas d’an UNEF ha d’ar MOB (Mouvement pour l’Organisation de la Bretagne), ar c’hentañ strollad breizhat emrenour bet savet goude ar brezel. Buan-tre e teuas da vezañ ezel e vurev-ren. Disemglev a savas avat etrezañ ha krouerien ar strollad, Yann Fouere paneveken. E fin ar bloavezh 1963 e reas e soñj kuitaat ar MOB, asambles gant un dornad stourmerien yaouank all, ha krouiñ un aozadur nevez, gwriziennet splann en tu kleiz. Unvaniezh Demokratel Breizh an hini e voe anvet ar strollad nevez ha dont a reas Ronan Leprohon, ezel he burev politikel eus 1964 da 1979, da vezañ he mouezh.

Kelenn an Istor a-vremañ a reas e Skol-Veur Breizh-Izel (UCO) adalek 1969. Eilvaer Brest e teuas da vezañ e 1977, ha lakaet e voe da guzulier-rannvro e anv Kumuniezh kêr-Vrest eus 1977 da 1982.

En em gavet gant ar bihan niver en UDB e 1982 e tivizas mont d’ar PS, gant ar soñj bezañ efedusoc’h eno. En ur zerc’hel gant e garg eilvaer (betek 1995) e tapas dont da vezañ kuzulier-rannvro en-dro (1986-1995) war renk ar PS, hag eil-prezidant Kumuniezh kêr-Vrest e karg eus diorren an armerzh. Eñ an hini a roas lañs da Deknopol Brest d’ar c’houlz-se.

E 1997 e teuas da UDB en-dro. Ar bloaz war-lerc’h e kemeras penn al listenn bet savet gant UDB evit an dilennadegoù da Guzul ar rannvro ha 2,7% eus ar mouezhioù a yeas gant al listenn-se. Dont a reas da vezañ ezel ar burev politikel ha sammañ a reas renerezh Le peuple breton betek 2010. Abaoe deroù ar strollad eo bet Ronan Leprohon luskour pennañ UDB.

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Tudi Kernalegenn, « Ronan Leprohon », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 20/08/2020.

Permalien: https://bcd.bzh/becedia/br/ronan-leprohon

Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité