Skeudenn ar Breizhad leal d’ar Stad c’hall

Aozer : Laurence Moal / Genver 2021

Tennañ a reas skeudenn Gwesklin, hini ar Breizhad leal d’ar Stad c’hall, ur gounid nevez diouzh an enebiezh ouzh ar Saozon, koulz a-berzh ar roueelourien – a-raok ha war-lerc’h an Dispac’h – hag a-berzh ar republikaned da goulz an IIIde republik.

Hervez an istorourien tuet d’ar roueelouriezh e oa ar Grennamzer ar prantad ma oa ar bobl hag ar roue a-unan o tifenn koulz ar frankiz hag ar gristeniezh. Er XVIIvet kantved e teuas Gwesklin da vezañ diouzh ar c’hiz adarre a-drugarez da Richelieu, ezhomm bras gantañ e vije kanet meuleudiñ da servijourion veur ar roueelezh, ha da Hay du Châtelet a lakaas embann e vuhezskrid e 1666.

Adalek ar c’houlz-se e voe staget e skeudenn ouzh re Jeanne d’Arc ha Bayard. Da goulzAdsavidigezhar roueelezh e voe staget skeudenn ar marc’heg dispont ouzh pranta d alaouret ar roueelezh c’hall. D’ar memes koulz e krogas muioc’h-mui a dud d’en em dreiñ war ar vreizhadelezh ha klasket e voe gante skeudennoù meur istor Breizh d’o meuliñ war an ton bras. Goulenn a reas meur a gêr vras e Breizh e vije savet un delwenn eus ar brezelour meur enne, kement ha lakaat e sell d’an holl o lealded d’ar Vourboned.

War-lerc’h dic’hastadenn Sedan e 1870 e klaskas gouarnamant nevez ar republik ober gant arouezioù a c’hellje bodañ an holl en dro dezhe. Evel-se e voe savet mojenn meur « Istor Bro C’hall », dezhi ur bobl unan hag o vont war-raok a-unan, war roudoù harozed veur bet tennet a ratozh-kaer diouzh brumennoù ar Grennamzer evit bezañ lakaet da skouer d’an holl. Evel-se e voe krouet un eñvor a-stroll, dreist d’an identelezhioù « rannvroel » ha d’an disrannoù politikel ha relijiel

Ne oa ket gwelloc’h evit Bretoned vat kar o bro vihan evit karout mammvro an holl muioc’h c’hoazh. Hag al levrioù skol da baskañ d’an holl C’hallaoued vihan skeudennoù ar paotrig tagnous diwar ar maez, diougan al leanez, tournamant Roazhon, Brekilien hag all. Ha pezhioù delwennoù anezhañ, evel hini Dinan, da valirañ plasoù ar c’hêrioù

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Laurence Moal, « Skeudenn ar Breizhad leal d’ar Stad c’hall », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 21/01/2021.

Permalien: https://bcd.bzh/becedia/br/skeudenn-ar-breizhad-leal-d-ar-stad-c-hall

Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité