Steuñv mezegiezh-hag ospitalioù Breizh

Aozer : Thierry Fillaut / Genver 2019

D’ar 27 a viz Genver 1973 e krog studierien medisinerezh Roazhon gant un harz-labour hir evit ma vefe diskuilhet efedoù tort ur politikerezh a nac’h an disheñvelded rannvroel war o stummadur. E 1972 e veze 5,2 gwele evit ar chomadennoù berr evit 1 000 den, pa vez en tu all da 7 gwele er rannvroioù ar gwellañ aveet.

Gant an harz-labour eo distignet an traoù. E penn-kentañ miz Ebrel e c’houlenn ar CELIB ma vefe eus ur steuñv reuziad. Respont Michel Poniatowski, ministr ar Yec’hed da neuze, a zo reiñ e aotre da lakaat sevel ur steuñv mezegiezh hag ospitalioù a ranko bezañ kinniget d’ar gouarnamant en e stumm diwezhañ e miz Mae 1975. Evit adpakañ an dale e Breizh e vo goulennet ur miliard ha hanter a lurioù.

Met erru e oa poent ar mestroniañ an dispignoù evit ar yec’hed. Ken abred a 1974 ec’h embann Simone Veil dirak ar c’huzul rannvro ne c’hello ket derc’hel ouzh an holl bromesaoù bet dalc’het gant ar ministr kent. Ha gwashoc’h c’hoazh, pa ziviz ar gouarnamant izelaat ar feur gwele dre annezad, ur feur a dalvez da zave evit reiñ an aotre da sevel dafar, ez eo kaset ar raktres d’ar blotoù. Hervez diazezoù kartenn yec’hedouriezh miz Gouere 1977, e vefe e Breizh re a blasoù dibres en ospitalioù. Hiviziken e vo liammet ar raktresoù gant un ad-dispakañ etre servijoù pe etre savadurioù.

Petra bennak ma voe kont evel-se, uhel eo bet ar feur postañ arc’hant (200 milion a lurioù ar bloaz etre 1974 ha 1976) hag efedus eo bet ar steuñv war ar c’halite koulz war ar c’hementad. 1000 gwele nevez bet digoret en ur ober 5 bloaz. Ospitalioù nevez zo bet savet (e Roazhon hag e Sant brieg da skouer) ha leurennoù teknikel (en Oriant). O mat o deus gret darn vras an ospitalioù eus ar reneveziñ, eus an denelekaat, ha dre-se e voe gwellaet a-galz degemer ar glañvourien.

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Thierry Fillaut, « Steuñv mezegiezh-hag ospitalioù Breizh », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 15/01/2019.

Permalien: https://bcd.bzh/becedia/br/steunv-mezegiezh-hag-ospitaliou-breizh

Liens

Bibliographie

  • Delaruelle Nolwenn, La politique hospitalière en Bretagne entre 1958 et 1991, mémoire de maîtrise d’histoire, Université Rennes 2, 1998, 146 p.
  • Marcant Julia, Les mouvements des étudiants en médecine à Rennes dans les années 1970, thèse de médecine, Université Rennes 1, 2010, 226 p.
  • Pontis Jacques, L’équipement hospitalier en Bretagne, mémoire ADH, Rennes, ENSP, 1978, 233 p.
  • Région de Bretagne, Plan médico-hospitalier breton, soumis par la Région au Gouvernement – version définitive – juin 1975, Rennes, Imprimeries réunies, 1975, 56 p.

Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité