Tabut war-dro un taol-heol : Jean Malléjac o pignat gant ar menez Ventoux e 1955

Aozer : Yves-Marie Evanno / Mae 2021

D’an 18 a viz Gouere 1955 eo krog marc’hhouarnourien Tro Frañs da bignat gant gra spontus ar menez Ventoux, dindan mac’h an tommder ruz. O poaniañ emaint holl, war-bouez Louison Bobet marteze, a zo o nijal war-zu e drede trec’h e Tro Frañs. Jean Malléjac, eizhvet er renkadur hollek, bet eil e Tro Frañs 1953, a seblant bezañ en e vleud abaoe m’eo bet loc’het an tennad. Kerkent hag erruet war pantennoù kentañ ar « menez moal » holl vrudet avat, setu-eñ ha kammigellat ha kouezhañ trumm dirak an arvesterien sabaturet-mik. Ur medisin eus an aozadur a zeu diouzhtu da sikour gantañ, ha dont a ra a-benn d’e zisemplañ goude meur a vunutenn.

Fromet bras ar Frañsizien gant an darvoud-se. Hervez lod eus ar c’hazetennoù e oa un hevelep dilerc’h tonket da vezañ, ken start ma oa an hentad. Embann a ra tud an aozadur emaint o paouez boulc’hañ un enklask betegoût e vije bet « doping », ar pezh a lak ar publik souezhet. En em gavout a ra neuze paotr Dirinonn trapet e-kreiz ur barr tourmant er mediaoù, unan hag a oa diawelet rak abaoe deroù ar bloavezhioù 1950 e vez savet uhel o mouezh gant kalz a gazetennerien evit tamall an implij eus drammoù, deuet ledan dre-holl, hag a lak ar sportourien en arvar. Sempladurezh ar Breizhad, bet darbet dezhañ mervel, a ro dezho un digarez dispar da zegas da soñj ez eo ret, diwar vremañ, kemer diarbennoù evit ren ur stourm efedus ouzh an drammaj. O vec’hiañ evel m’emañ evit addont ennañ e-unan en e gambr ospital, e tisklêr Jean Malléjac bezañ doaniet o lenn kement a « draou diwirion » diwar e gont. Dinac’hiñ a ra bezañ bet « graet implij eus produioù broudañ » hag embann a ra ez eo un taol-heol eo en deus bet. Kement ha sioulaat ar jeu, ha dibosubl dezho skarzhañ eus Tro Frañs unan hag en deus abandonet endeo, e tiviz an aozerien lakaat er-maez ar soagnour a rae war e dro, da dalvezout da arouez.

Un hanter kantved war-lerc’h, den ne oar dre just petra a oa bet kaoz d’ar Breizhad da gouezhañ e-giz-se. Ken buan all ne ouie ket Jean Malléjac e-unan. Marvet eo abaoe, e 2000. D’an 11 a viz Gouere 1967, asantet gantañ bezañ aterset gant Jean Eskenazi dirak kameraioù an ORTF, e klever anezhañ oc’h anzav e oa bet drammet anez gouzout dezhañ a-dra-sur. Keuziet eo neuze d’an diouer a zielfennañ graet diwar ar bidoniad « c’hwerv e vlaz » a oa gantañ en e chakod pa oa kouezhet. Ha penaos ’ta e vije bet graet, emezañ, pa oa bet skarzhet an dour a oa e-barzh ar bidon-se e-keit ma oa bet kaset ar paotr d’an ospital, « pezh kurius » emezañ c’hoazh. Un nebeud devezhioù goude ar c’homzoù-se gant Malléjac, hag o deus sachet evezh, setu ma kouezh Tom Simpson diwar e velo eveltañ war hentoù ar menez Ventoux. Biken ne adsavo hennezh da vev avat, er c’hontrol da Jean Malléjac, met ar wezh-mañ n’eus tamm douetañs ebet da gaout : amfetamin a oa bet lonket gant ar Saoz.

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Yves-Marie Evanno, « Tabut war-dro un taol-heol : Jean Malléjac o pignat gant ar menez Ventoux e 1955 », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 25/05/2021.

Permalien: https://bcd.bzh/becedia/br/tabut-war-dro-un-taol-heol-jean-mallejac-o-pignat-gant-ar-menez-ventoux-e-1955

Ollivier Jean-Paul, Jean Malléjac, les grandes heures de l’équipe de l’Ouest, Quimper, Editions Palantines, 2008.

Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité