Tud diabri war-lerc'h tan-gwall bras Roazhon e 1720

Aozer : Gauthier Aubert / Mezheven 2023
Nebeud a dud a zo marv e-pad tan-gwall Roazhon, met diabri eo deuet da vezañ un niver bras a Roazhoniz abalamour dezhañ. Brasjediñ a reer int bet 8 000 da nebeutañ (ha muioc'h c'hoazh, kazi-sur) met diaes eo kontañ rak n'eus roll-anvioù ebet ha ret eo ober gant mammennoù dieeun : rolloù an tailhoù ha disklêriadurioù an dud devet o zi. N'eus ket bet kalz a labour warno c'hoazh. Padal e tiskouezont ur bed liesliv a reuzidi a bep seurt : tud a iliz, tudjentil, bourc'hizien gant saeioù du ha koñversanted, dalc'herien stalioù bihan, artizaned ha labourerien baour ar straedoù.

An adlojañ

Kaout bod eo an dra vallusañ evit an holl. E-pad an tan-gwall dija e oa bet degemeret tud digledour er c'houentoù. Lod, e-touez ar re binvidikañ, o deus gellet mont d'o zi war ar maez. Lod all a zo herberc'hiet e-barzh ar Breujoù, e ti kerent pe mignoned, pe kavout a reont goudor er c'harterioù-pobl. Gilles de Languedoc, grefier kozh an ti-kêr, a oa o chom e-tal an iliz Sant-Salver, a 'z a da adlojañ da draoñ-kêr, en ur c'harter gwelet fall a vez beuzet ingal, a-raok kavout bod en-dro war blasenn Santez-Anna, ur blasenn boblek anezhi. Leun e teu da vezañ ar fabourzioù a annezidi nevez, a chomo eno da viken evit lod anezho, rak rouesoc'h ha distankoc'h e vo ar c'hreiz-kêr adsavet. Nebeutoc'h a dud a vo lojet ennañ eget ma oa er c'harterioù pulluc'het, neuze. Met ar sevel lochennoù eo ar fed heverkañ ha padusañ. Kalz anezho a deuio da vezañ kendioù bihan. E-barzh ar gêr e vez savet lod, padal al lodenn vrasañ anezho a vez savet tro-dro dezhi, oc'h ober ur gourizad paouez-dibaouez a diez poblek e traoñ ar mogerioù-tro. Bez ez eus un ugent bennak anezho c'hoazh war-dro straed Maria-Lid. Savet e oant bet evit lod war an touflezoù kozh bet leuniet gant atredoù an tan-gwall.

 

Ar sikourioù

Buan ivez e vez savet ur reizhiad sikourioù eeun hag ameeun. Ken abred hag an 28 a viz Kerzu e rank peizanted ar maezioù tro-war-dro reiñ peadra da vagañ ar reuzidi. Ar Breujoù, e miz Genver, a ra trouz da berc'henned an tiez a zo chomet en o sav pa c'houlennont feurmoù re uhel. Evit a sell ar vonarkiezh, e kas sikourioù arc'hant, a vez deroet war al lec'h gant ar parrezioù hag an ospitalioù dreist-holl. Paeañ a raio ar Stad evit skarzhañ an atredoù kuit. Ouzhpenn da se eo diskarget kazi 1 300 tiegezh a reuzidi eus tailhoù ar gapitasion e-pad daou vloaz. Kemeret e vez diarbennoù all gant ar memes pal hag un diverradenn vat eus stad an traoù a ra an istorour Claude Nières : « sikour ar Stad ne vez ket graet kement-se o tegas arc'hant met o kemer diarbennoù arc'hant ha lezenn o fal bihanaat kargoù ar saverien hag aesaat dezho arc'hantaouiñ o labourioù ». Buan-tre e gwirionez e teu an adsevel da vezañ ar pal pennañ.

Renabloù goude an dizeur

En disklêriadurioù skrivet gant ar reuzidi e-pad an devezhioù hag ar sizhunvezhioù war-lerc'h an dizeur e lenner, gwech ha gwech all, istor bev an darvoudoù : annezidi o vezañ skarzhet hag o tilojañ lerc'h-ouzh-lerc'h, digempenn, a vuzul ma 'z a an tan war-raok, gant an aon e vefe laeret diganto an traoù n'int ket bet distrujet gant an tan. Kontañ a ra lod penaos eo bet gwalleget o zi e-pad ar stourm ouzh an tan, daoust ma n'eo ket bet pulluc'het. Gant meur a hini e vez renablet an traoù kollet ganto ivez, resis pe resisoc'h. Anv a zo el lodenn vrasañ anezho eus paperioù, eus arrebeuri, eus dilhad hag eus pourvezioù, met a-wechoù e lenner traoù dibar : markiz Coëtmadeuc a ro da anavezout en deus kollet un dastumad bras a livadurioù ; Toussaint de Cornulier, prezidant ur gambr er Breujoù, en deus keuz evit e levraoueg vrav a zo bet kollet. Anavezout a reer amañ hag ahont, en disklêriadurioù, eo bet kollet dastumadegoù bihan, kabinedoù ardigelloù bihan, binviji sonerezh, hag all hag all. Klemmoù a c'hell mont re bell, o tamall hag o pediñ a-wechoù, skridoù-yac'haat, renabloù madoù heloc'h ha diloc'h pizh-kenañ a-wechoù, an disklêriadurioù a ziskouez pegen disheñvel e oa ar reuzidi a-fed renk sokial ha sevenadur, ha dreist-holl, pegen skoet e oa bet an holl.

 

Troet diwar ar galleg gant Lena Catalan Marcos

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Gauthier Aubert, « Tud diabri war-lerc'h tan-gwall bras Roazhon e 1720 », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 28/06/2023.

Permalien: https://bcd.bzh/becedia/br/tud-diabri-war-lerc-h-tan-gwall-bras-roazhon-e-1720

LEVRLENNADUR :

  • Aubert Gauthier, Provost Georges (dir.), Rennes, 1720. L’incendie, Rennes, PUR, 2020 (avec en particulier deux contributions de David Garrioch sur l’incendie proprement dit).
  • Charil de Villanfray Michel, Reconstitution de la propriété urbaine après l’incendie de Rennes en 1720, Rennes, Presse de Bretagne, 1923.
  • Fillaut Raymond (dir.), Rennes, des combattants du feu aux techniciens du risque, Rennes, Amicale des sapeurs-pompiers de Rennes, 1999.
  • Le Boulch Matthieu, Rennes, fabrique et formes de la ville, 1420-1720, thèse de doctorat d’histoire, sous la direction de G. Aubert et P.-Y. Laffont, Université Rennes 2, 2020.
  • Leloup Daniel, Rennes. Une capitale en pan-de-bois, Morlaix, Skol Vreizh, 2017.
  • Nières Claude, La reconstruction d’une ville au XVIIIe siècle. Rennes 1720-1760. Rennes, Université de Haute-Bretagne, Institut armoricain de recherches historiques, vol. 13, 1972.
  • Rioult Jean-Jacques, « Hôtel de ville [de Rennes] » et « Demeures [de Rennes] », in Pérouse de Montclos Jean-Marie (dir.), Bretagne : dictionnaire/guide du patrimoine, Paris Monum-Éditions du patrimoine, 2002, p. 402, 407-409.
  • Richer Antoine, Le Grand Incendie. L’incendie de Rennes de 1720, mémoire de master 1 sous la direction de Aubert Gauthier, Université Rennes 2, 2018.

WEB-LENNADUR :

Kinniget gant : BCD Sevenadurioù