E 1958 eo bet anvet daou gelenner yaouank e Kêriad-skol nevez Aristide-Briand e Sant-Nazer. Gabriel Cohn-Bendit, bet ganet e Montrouge e 1936, kelenner war an alamaneg, hag André Daniel, bet ganet en Intel e 1932 kelenner war an Istor-Geografiezh. O-daou zo barzh Sindikad Broadel an Deskadurezh Stad (SBDS pe SNES) bet savet gant rezistanted kozh bet e penn-kentañ al luskad «Ar Skol Digaezhet», ul luskad sindikadel hag a nac’h al lodenniñ korfuniadour, ha lakaat a reont en hevelep aozadur koulz kelennerien kentañ derez, re eil derez pe re ar skolioù teknikel.
Buan a-walc’h en em gav paket André Daniel ha Gabriel Cohn-Bendit en ur sistem strizh en ensavadur al lise lec’h ma n’eo ket degemeret al liested. Diouzhtu e vint o kemer perzh en ul luskad nagenner dispis a groge er bloavezhioù 1960, hag a felle dezhañ kas d’an traoñ doareoù kelennadurezh hengounel. An doareoù dezho o-unan o deus da ren ur c’hlas o deus merket rummadoù liseidi a-bezh e Sant-Nazer.
Goude 1968 e vo diaesoc’h c’hoazh kas en-dro taolioù-arnod pedagogel, ha skuizhus-meurbet e teue da vezañ ar stourmoù a veze ingal e-tal ur hierarkiezh reut bepred. Deuet e oa a-benn André Daniel ha Gabriel Cohn-Bendit da sevel ur pezh-c’hoari koulskoude, ur poltred e doare flemmgan eus ar skol, anvet «Planedenn ar re fur». Diouzh un tu all o deus bet kemeret perzh da vat er stourmoù sokio-sevenadurel a gaved fonnus tro ar bloavezhioù 1970. Unan eus animatourien al luskad enep-nukleel e Breizh e voe André Daniel, ha kaset en deus ar stourm a voe trec’h en Ardeven, pa voe re ar Pentelloù ha Plougoñ goude-se. Stourmet en deus ivez el luskad Breizhad berrbad Argad Breizh gant e vignon Glenmor, ha deuet eo da vout unan eus skrivagnerien ar gelaouenn viziek Combat Breton. Ma oa «dispar» ar bloavezhioù 1970 hervez André Daniel, war-lerc’h an disouezhenn a zeuas goude miz Mae 68, hag a-drugarez da «hardizhegezh ha dalc’husted Gabriel Cohn-Bendit » war , e voe kinniget ur raktres ul lise mod nevez, ganet diwar ar soñj nagenniñ an «Tregont vloaz glorius» e 1981 d’ar ministr sokialour nevez Alain Savary.