Ur gwir-kastizañ eus ar re ziavañsañ : « Bervet e vo ar fals-voneizerien ha krouget e vefont goude-se»

Aozer : Thierry Hamon / Genver 2021

 

«  Bervet e vo ar fals-voneizerien ha krouget e vefont goude-se » Diskouez mat a ra ar c’hastiz-mañ pegen garv e oa gwir kozh Breizh. Kondaonet d’ar marv e veze ivez :

  • « An drubarded, an dorfedourien, gedourien al laeron, ar vuntrerien hag al loskerien-tier » (mellad 632),
  • « Skraperien ar merc’hed diforan » (ar re ne oa ket gisti anezhe, mellad 623),
  • « Ar re bet o skeiñ gant unan hag ouzh e c’hloazañ ken taer ken e varvje dindan an daou-ugent devezh war-lerc’h » (mellad 620),
  • Al laeron, gwashaet c’hoazh o zorfed o freuziñ dor, o laerezh diouzh an noz pe dre drap (mellad 626) ; kement all gant ar skraperien kezeg, ejened ha kement loen-samm zo (mellad 627).

    Arabat soñjal memestra e vije kondaonet kement-se a dud d’ar marv da vat dre vertuz Kustum Breizh. Alies-tre ne veze ket kaset ar c’hastiz da benn pa ne oa ket eus ur gwir polis stag ouzh al lezioù-barn en dije gallet adkavout an dorfedourien. Dre desfailh an hini e vezent kondaonet d’ar marv neuze ha krouget e veze o skeudenn pe ur bolom-plouz en o flas.

    Ar skouer vat an hini a oa tad, hep damant ebet eus ar wellaaenn a vije bet etretant : « Kaset e vo kement kastiz korf e gwel d’an holl, ar gwellañ m’haller, ma vo spontet ar bobl e-giz-se » (mellad 637)

    Abalamour da ziavañsiñ an dud ivez e veze barnet korfoù ar re bet ouzh en em zistrujañ : « Ma tegouezh gant unan en em zistrujañ a-ratozh-kaer e vo lakaet hennezh a-istribilh dre e dreid ha stlejet e vo evel m’eo dleet d’un torfedour » (mellad 631)

    Garv e oa ar gwir kastizañ en amzer wechall, ha n’eo ket e Breizh hepken.

    MENEGIÑ AR PENNAD

    Aozer : Thierry Hamon, « Ur gwir-kastizañ eus ar re ziavañsañ : « Bervet e vo ar fals-voneizerien ha krouget e vefont goude-se» », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 13/01/2021.

    Permalien: https://bcd.bzh/becedia/br/ur-gwir-kastizan-eus-ar-re-ziavansan-bervet-e-vo-ar-fals-voneizerien-ha-krouget-e-vefont-goude-se

    Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité