Voyage dans le Finistère...

Du 2016

«Biskoazh ne adsavas Penmarc'h da heul an taol spontus-se ; en he fezh e voe gwastet ar gêr-se. Abaoe an darvoud spouronus-se e voe dilezet ar gêr tamm ha tamm gant he annezidi, kouezhañ a reas an tiez en o foull, betek goloiñ al leur gant o zorradoù ; ne chomas eno nemet an nebeut pesketaerien ha kouerien a zo o chom el lec'h mantret-se c'hoazh.

Ma kreder annezidi Keriti-Penmarc'h, ar gêr veurdezus a oa o c'hêriadenn ul lodenn anezhi az ae klaz pelloc'h en tu all d'an harzoù a vez lakaet dezhi hiziv gant ar mor ; beuzet en deus, emezo, ul lodenn anezhi. Touiñ a reont e c'heller gwelet aes, war ar bern reier anvet ar pennoù-karreg, torradoù tiez ; e c'heller zoken, pa vez izel ar mor, diskenn gant diri chomet en o fezh.

Ken izel eo an douar war an tamm-se eus an arvor, ken ma c'helljed krediñ en o lavar. M'en defe ar mor skoet en aod, ha m'o defe an aotrounez pe ar goñversanted pinvidig dilezet ar gêr pa teue kuzh-heol he amzer berzh, gwalleget ganto kempenn ar c'haeoù, ar savioù-maen, ar chaoserioù a zifenne o demeurañsoù, neuze e vijent bet dismantret gant feulster ar barradoù-arnev, ar c'horventennoù ken stank ma vezont e Penmarc'h. Emañ kêriadenn Keriti he-unan en arvar da vont da goll en hevelep doare ; n'eus ken evit difenn anezhi ouzh ar barroù-avel diouzh ar gwashañ a sko, a lamm ganti bep bloavezh, nemet un nebeut tevennoù traezh tanav, skañv, a harz ar mor da blaouiañ, da c'houelediñ anezhi. Rankout a rafed kaout, evit difenn kêriadenn Keriti ouzh an tarzhioù dirollet, ur chaoser, ha pa vije graet gant mein nemetken. Ar chaoser-se en defe un dalvoudegezh ouzhpenn, pehini a vefe servij da stagañ bagoù ar besketaerien outañ, pere e vezer rediet evel-rezon da stekiñ ouzh un aod goloet a bep tu gant pezhioù karreg divent ha torradoù tiez.

Evel m'eo bet lavaret ganemp dija, ne c'hell ken netra prouiñ gwelloc'h pegen bras eo bet niver an dud o deus goloet traezhennoù Penmarc'h gwezhall eget al lec'hioù a zevosion a weler war-sav c'hoazh, strewet warni. C'hwec'h anezho a zo heverk-kenañ. E-touez ar c'hwec'h iliz-mañ pell-mat unan diouzh eben ez eo dibar tri anezho, hini bourc'h Penmarc'h a-vremañ, hini Keriti, hini Sant-Gwenole e-kichen ar roc'h anvet an Dorchenn ; an teir all, hini Sant-Per, hini Itron-Varia ar Joa hag hini Sant-Fieg, daoust ma n'int ket ken bras, daoust ma n'eo ket ken ledan o ment, ken pinvidig o stumm dezho, a c'hell bezañ gwelet hep an disterañ douetañs evel chapelioù heverk-kenañ.»

 

Un dra da vezañ resisaet : e 1841 e oa deuet Brousmiche da Benmarc'h, ha n'eo ket dek vloaz abretoc'h evel en doa skrivet an embanner e 1977. Anv a zo gantañ da skouer eus mont-en-dro an tour-tan, az ae en-dro abaoe... 1835.

MENEGIÑ AR PENNAD

, « Voyage dans le Finistère... », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 29/11/2016.

Permalien: https://bcd.bzh/becedia/br/voyage-dans-le-finistere

Tennet eus

Jean-François Brousmiche, Voyage dans le Finistère, 1829, 1830 et 1831, Adembannadur Morvan, 1977