Yann Toudig, un ispisour a Vro-Dreger

Aozer : Sklaerenn Scuiller / Meurzh 2021

O terc’hel stal er Roc’h (-Derrien) e fin ar bloavezhioù 1760, an ispisour Yann Toudig zo ur ralentez e Breizh, peogwir zo chomet war e lerc’h ul levr-kontoù ma c’heller dispenn roudoù e obererezh pemdeziek, dek bloavezh pad. E-kreiz Bro-Dreger e werzhe ar c’hoñversant-se marc’hadourezh a bep seurt, dre damm : soavon pe holen pe c’hoazh peg du – implijet evit dizouraat –, moru, ispisoù, frouezh sec’h ha bouedoù deuet eus an trevadennoù evel ar sukr, ar c’hafe hag an te. Kement-mañ holl a ra eus e voutik ul lec’h ma hañval deor e c’heller kavout pep tra ennañ, seul vuioc’h ma preno Toudig tamm-ha-tamm produioù nevez a vloaz da vloaz : amann, fourmaj-laezh, eoul a bep seurt, dafar a ya d’ober pigmant, gloan, kotoñs, met ivez glaou mengleuz hag houarn.

Ouzhpenn diskouez marc’hadourezh o vont war liesaat, al levr-kontoù a zo un testeni eus donedigezh ar bouedoù degaset eus ar broioù tramor e-barzh buhez pemdez Tregeriz, tamm-ha-tamm. Sed aze penaos e weler etre 1770 ha 1779 ur c’hresk splann war ar c’hementadoù sukr, kafe ha te gwerzhet dre damm gant an ispisour. Tra ma prene e bratikoù – kalzik anezho o terc’hel stal ivez moarvat, ha maouezed un drederenn deuzouto – un ugent bennak a lurioù sukr ha kemend-all a gafe div wech ar bloaz, well-wazh, e 1770, ez eo gant ouzhpenn hanter-kant a lurioù sukr ha tri-ugent a lurioù kafe ez eont kuit eus e voutik dek vloaz war-lerc’h, ur boutik a zarempredont aliesoc’h. Kresk – bihanoc’h avat – zo bet ivez war ar gwerzhañ te. Te bouy a vez gwerzhet un tammig muioc’h gant Toudig, ha te glas (kalz keroc’h) muioc’h c’hoazh, met e bratikoù evit an te n’eus anezho nemet un dornad hiniennoù. O welet ar c’hementadoù gwerzhet dre damm o kreskiñ evel-se, e c’heller bezañ sur e oa deuet ledanoc’h a-benn neuze, dre maezioù Bro-Dreger, ar gwerzh eus produioù an trevadennoù. Pell emeur c’hoazh diouzh ar « bevezerezh a-zruilh-drast » evel ma ’z eus bet tro da welet e Bro-Saoz, met anavezout a ra bremañ tud ar maezioù, un tammig bihan da vihanañ, blaz ar bouedoù hag an evajoù deuet eus ar broioù tramor. E-keit-se, traou dous all debret a-gozh war ar maez, evel ar mel, a chom c’hoazh implijet ordin gant an dud. Kement-mañ zo bet komprenet re vat gant Toudig, ha hennezh ne vo ket seizhdaleetoc’h o postañ arc’hant evit produiñ mel e-kerzh ar bloavezhioù 1770.

Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité