1824 : kentañ fritur greantel e Naoned

Aozer : Jérôme Cucarull / Du 2016
Ar c’hentañ fritur greantel bet savet e Naoned gant Pierre-Joseph Colin er bloaz 1824 zo bet penn-kentañ oadvezh aour friturioù ar gêr-se. Disoc’h un aridennad nevezadurioù eo bet, reoù Nicolas Appert e-mesk reoù all, ouzhpenn an doareoù-ober bet pleustret en XVIIIvet kantved.

Abaoe ar Grennamzer e oa anavezet bro Naoned evit e friturioù sardin a veze koñfizet er gwinegr, en amann teuzet pe en eoul olivez. Met ur c’hammed war-raok a vo graet gant ar c’hentañ fritur greantel e 1824. Disoc’h un toullad mat a araokadennoù gant ar c’hempennadurioù teknikel sanket don er c’hantved kent eo e gwirionez, kempennadurioù a vo talvoudus evit Joseph Colin hag e susitourien.

Un doare mirerezh nevez ijinet gant Appert

Mont a raio an traoù war-raok e 1795, pa vo reizhet ur mod nevez da virout ar boued en e labouradeg e Ivry gant Nicolas Appert (1749-1841), ur c’hoñfizer staliet e Pariz. Divikrobiñ a ra endalc’herioù leun a voued en un dourgib kaset da 100 °C, e-pad ur prantad amzer.

E 1804 vo prouet efedusted e hentenn gant taolioù-arnod ofisiel kaset en-dro war vourzh listri. Gant Burev an Arzoù ha Michererezhioù e vo dereet dezhañ ur priz a 12 000 lur grataet d’an ijinour a ginnigfe an doare gwellañ da virout ar boued evit an arme hag ar verdeadurezh. Ha diwar-se e vo paket gantañ skeudenn badus an «ijinour kaer-dreist».

Un araokadenn da vat eo doare Appert, daoust da-se ne ziskoulm ket pep kudenn mirerezh, abalamour m’eo bresk ar podoù gwer, ha disfiz a c’heller kaout er bontoù lij. Ne c’heller gwarantiñ kalite ar boued  war ur prantad verr nemetken. Ouzhpenn da-se e c’hell fallaat ar boued miret er podoù abalamour d’ar gouloù o treuziñ ar podoù-gwer. Rankout a ra an doare mirout ar boued chom war un diorren artizanel nemetken.

Joseph Colin o lakaat da dalvezout doare Appert

Joseph Pierre Colin. Joseph Colin Penn-kentañ an 19vet kantved © Château des ducs de Bretagne – Musée d’histoire de Nantes, B. Voisin

Da geñver ur veaj bet graet gantañ e 1805 e Naoned en doa Appert graet anaoudegezh gant ur c’hoñfizer all, Joseph Colin. Pouezus-meurbet e vefe bet ar gejadenn-se en emdroadur teknik an divikrobañ, daoust m’eo douetus an emgav-se, hervez istorourien'zo. Forzh penaos e tro mat an traoù evitañ : dre m’eo berzet ar morianetaerezh adalek 1815, e rank ur porzh evel hini Naoned dispakañ e ekonomiezh war dachennoù nevez, ar pezh a vo graet gant sikour Joseph Colin.

E 1815 e varvas Joseph Colin, diazezer friterezhioù Naoned. Gant e vab Pierre-Joseph Colin (1785-1848) e vo adkemeret stal e dad. Er bloaz 1824 e sav ul labouradeg boued-mir straed ar Salorges, e karter ar porzh. Tra ebet da welet gant binviachoù ur stal artizanel. Aze e farder boestoù-mir a bep seurt : sardin dre eoul a ya d’ober brud vat friturioù Naoned, met ivez pesked all, legumaj, frouezh, kig, kig gouez ha meuzioù keginet.

 

 

Teknik ar voest-mir war-wellaat

Evit dont a-benn eus e daol en deus azasaet Colin doare Nicolas Appert, en ur implijout teknikoù anavezet dija, met gwellaet gantañ. Da gentañ e implijo eoul olivez e-lec’h amann teuzet, pezh n’eo ket nevez, met en ur implijout eoul a galite. Re greñv eo hini bro-Brovañs, re fall hini bro-Spagn, lakaat a ra eoul da zont eus Bari, e bro-Italia. Tamm-ha-tamm e tilezo ar podoù-gwer evit implijout boestoù houarn-gwenn, un teknik anavezet-mat, diorroet adalek an xviiivet kantved e bro-Saoz hag en Izel-broioù, degaset da Naoned gant ar vartoloded.  Erienet eo ar boestoù gant brazerezh diwar ur meskaj plom ha staen, un teknik mestroniet mat da neuze, hag «apertizet» (divikrobet) e podezioù dour berv. Ha da echuiñ e tiviz Colin bihanaat a-galz ment an endalc’herioù, evit kinnig d’an dud  boestoù d’ur vent a zere ouzh ezhommoù nevez ha doareoù-bevañ hiniennel.

Un argerzh war hir dermen

Unan eus ar boestoù-mir kentañ bet savet en Naoned. Boest-mir (sardin dre eoul) Vincent Colin Naoned tro 1840. © Château des ducs de Bretagne – Musée d’histoire de Nantes, Alain Guillard

Gant dale ijinerezh ar metaloù hag un anaoudegezh dister eus implij an houarn-gwenn e oa dale gant implij ar boestoù-mir e bro-C’hall. Dont a rae an houarn-gwenn da Naoned eus bro-Saoz, ha degaset mat-divat, hervez an darempredoù diplomatek etre an div vro. Seul splannoc’h e seblant neuze spered araokaour Pierre-Joseph Colin pa seller ouzh e zibaboù. N’eo ken met en eil lodenn  an XIXvet  kantved m’eo bet eilet gant govelioù Montataire (Oise) ha reoù an Henbont (er Mor-bihan), ha diwar-se e vo mestroniet ar produiñ houarn-gwenn penn-da-benn.

Sevel ar c’hentañ fritur n’eo bet met pazenn gentañ un argerzh war hir dermen. Kendalc’het e vo labourioù Nicolas Appert gant un niz dezhañ, Raymond Chevallier-Appert. E 1852 e peurgempenn ar gaoter-kloz a c’heller kas an temperadur d’ur wrez a ro tro da zivikrobiñ ar boued, ha dre-se kreñvaat surentez ar bostoù-mir.

 

Ur gwiad greantel stank tro-dro d’an« aour glas »

Goude berzh vat Colin eo bet savet meur a fritur a-hed aodoù Breizh, ha dont a reas Naoned da vout kêr-benn ar friturioù. Pemp anezho a gaved eno e 1842, ha 24 e 1883. Er bloaz 1880 e oa tro150 fritur, enno en tu all da bemzek mil labourer ha labourerezed (ar pep brasañ outo), koulz el Liger-Atlantel hag e Penn-ar-Bed. Gant kevala Naonediz e oa renet darn vras ar friturioù-se.

 

Troet gant Sten Charbonneau

levrlennadur

  • Brioist Pascal ha Fichou Jean-Christophe, « La sardine à l’huile ou le premier aliment industriel. Nicolas Appert et Joseph Colin : une filiation douteuse », Annales de Bretagne et des pays de l’Ouest, 2012/4 n° 119-4, p. 69-81.
  • Saindrenan Guy, « L’industrie de la conserve alimentaire », contribution à La Bretagne des savants et des ingénieurs 1825-1914, Rennes, ti-embann Ouest-France, 1994, pajennoù. 162-175.

Kinniget gant : BCD Sevenadurioù