1860 Derou govelioù an Henbont

Aozer : Jérôme Cucarull / C’hwevrer 2017
E eil hanterenn an XXvet kantved e kemeras Breizh perzh e dispac’h ar greanterezh, koulz hag ar peurrest eus Bro-Frañs pe dost, pa oa diorreet mat ar greanterezh enni c’hoazh da goulz ar Renad kent. O vont gant an hent nevez-se an hini e voe krouet govelioù an Henbont.

1860 : krouidigezh ar govelioù

E 1860 e lakaas Émile ha Henri Trottier, ijinourien skol Angers an Arzoù hag ar Micherioù, sevel ul « labouradeg houarn » war o zachenn e Kêrglaou, e komun Zinzag-Lokrist, war ribl dehou ar Blañwezh. A-vat e oa gant berzh bras ar friturioù a c’houle kaout muioc’h-mui a houarnaj-gwenn evit o boestoù-mir, a veze degaset ar pep brasañ anezhañ eus Breizh-Veur. Micherourien diwar ar maez, digoust-lous, ne oa ket diouer anezhe ouzhpenn-se.

Lec’hiet mat

Abegoù mat, hervez boaz ar c’houlz-se, a oa bet da choaz al lec’h-mañ pa c’helle div stankell war ar Blañwezh, nepell alese, pourchas trawalc’h a nerzh d’al labouradeg, ouzhpenn ar glaou-koad a veze tennet diouzh ar c’hoadeier tro-war-dro. Dre porzh-stêr an Henbont e oa aezet ivez d’ar bagoù o tont eus porzh-mor an Oriant degas glaou-douar eus Breizh-Veur ha kas gante produennoù al labouradeg.

Fonnus o c’hresk

Lamineurs en 1880 avec Emile Trottier - Crédit : Collection Ecomusée industriel des Forges, Inzinzac-Lochrist

E 1869 e prenas ar baotred Trottier enez Lokrist-Lokastell, 500 m eus Kêrglaou. Adal neuze e voe rannet atalieroù ar govelioù etre an daou lec’h-se. Staliet e voe ar savadurioù a-hed 2,5 km war ur strizh a dachenn enket etre ar Blañwezh hag ur vri. Lavn, tol ha houarnaj-gwenn a veze fardet eno.

E 1880 e voe prenet ar stal gant Kompagnuniezh c’hall ar C’hoarajoù a gase anezhi war danvez a bep seurt en Europa hag e Rusia. Gant fornioù Martin an hini e veze taolet dir e govelioù an Henbont diwar neuze, gwellaet ar metal ha kreskaet ar gounid war un dro. Ha produksion ar govelioù da vont war gresk ingal a-hed an ugent vloaz kentañ : 750 tonenn e 1861, 1 225 tonenn e 1865 digant 310 micherour, 5 250 tonenn e 1880 digant 800 micherour ha 10 860 tonenn e 1888.

An harzoù-labour kentañ

E 1903 e savas ar c’hentañ harz-labour bras dre ma oa bet lamet kuit an astenn-gopr a veze paeet d’ar vicherourien evit naetaat ar fornioù d’ar sul. Dibunañ a reas ouzhpenn 2 000 a dud er straedoù. A-benn daou-ugent devezh e tapas an diskrogerien kaout ar pezh a oa dleet dezhe. E 1906 e c’houlennas ar vicherourien ma vije krennet o devezhioù da 8 eurvezh-labour hag int ha diskregiñ e-pad 115 devezh, en aner avat en taol-se.

An diskar da heul berzh meur ar bloavezhioù 30

E 1936 e c’helle 3 000 micherour fardañ 33 000 tonenn tol ha 9 000 tonenn houarnaj-gwenn. Goude an Eil Brezel Bed avat e oa an embregerezh en arvar. Bountet e voe ar stal war hent ramp an diskar gant ar c’her ma oa deuet an energiezh da vezañ, pa oa bet divizet groñs gant ar gouarnamant krennañ ar prenañ glaou digant Breizh-Veur, kement ha broudañ gwerzh glaou Bro-C’hall. En tu all da gement-mañ e koazhas ar prenañ houarnaj-gwenn digant friturioù Breizh ha kornog Bro-C’hall abalamour da gevezerezh boued-mir Spagn. Ha kement-mañ pa n’he doa ket tapet ar stal kavout pratikoù all pelloc’h evit Breizh.

E 1963 e rankas an embregerezh anzav freuz e gontoù daoust d’ar c’houlzad arnevesaat a oa bet kaset etre 1950 ha 1958, harpet gant ur sammad a 45 million a lurioù kozh bet postet a-nevez ennañ. Derc’hel a reas da dreiñ c’hoazh memestra, dre c’hras ur skoaziad digant ar Stad. D’an 18 a viz Mae 1966 avat e voe prennet da vat dre un dekred digant ar gouarnamant.

Micherourien diwar ar maez

Warmaezidi tro-war-dro e oa al lod brasañ eus houarnourion govelioù an Henbont. Dont a rae ar beizanted bet-se war ribloù ar Blañwezh, gante o zalvoudegezhioù hag o mod-bevañ, o feiz kristen don paneveken. Kalonek, dalc’hus ha sentus, sell aze pehini oa brud ar re-se, houarnerion o botoù-koad.

Etre 1860 ha 1880 avat e voe enfredet micherourien arbennikaet hag a zeuas di gant o familhoù eus troioù Nevers, Saône-et-Loire, Loire… hag Aodoù-an-Hanternoz. Ha bec’h neuze etre an daou ved-se : bed an douar ha hini an uzinioù, bed ar galleg ha hini ar brezhoneg.

Lojañ ar vicherourien

Cité ouvrière des forges d'Hennebont - Le carton voyageur

Evit ma chomfe o implijidi e lakaas mistri ar govelioù sevel 287 lojeiz. Peder c’hêriadenn micherourien a voe savet en-dro d’al labouradeg adalek ar bloavezhioù 1880 : ar Mane, Langroaz, Malachap ha Kêrglaou-Lokrist. Dister e oa ar loñjerisoù-se avat, ur gambr pe zaou anezhe d’ar muiañ, enno familhoù bras eizh den pe ouzhpenn. Evit ar sternidi avat e voe savet un tregont bennak a genkizoù hag a ranndier bras hag aezet e Kêrglaou, er Beuñs, e Lokeltaz, en Henbont hag e Sant-Pioz. A-us ar Blañwezh e valire tri c’hastell mistri ar govelioù.

Ur gefridi sokial

Salle des fêtes Hennebont - Le carton voyageur

Ingal e veze dilennet renerien ar govelioù da vaer an Henbont. Gant ur spered tad a familh, da veno ar gatoliked sokial bras o levezon e Breizh, e veze meret an embregerezh e meur a geñver. Evel-se an hini e voe savet, ouzhpenn loñjerisoù evit ar vicherourien, ur c’hlañvdi ha ur sal-gouelioù bras-awalc’h da zegemer 500 a dud.

Adalek 1940 e veze degemeret ar grennarded etre 12 ha 16 vloaz en ur skol-ar-voused d’o stummañ war ur vicher e-pad tri-bloaz. Kalz a briz a veze roet d’ar skol-se gant familhoù ar vicherourien. Un dachenn-c’hoari daou zevezh arat a oa ivez evit o bugale, en un domani bet prenet e 1949 e Lokeltaz gant an embregerezh.


Ar mirdi nemetañ gouestlet d’ar greanterezh e Breizh

Lidet e oa bet digoridigezh ekomirdi Zinzag-Lokrist ar goveliñ e 1981, da heul al labour entanet bet kaset gant Gisèle ar Rouzig, deuet da vezañ ar virourez anezhañ, engouestlet ma oa-hi e saveteiñ glad ar goveliñ en Henbont.

N’eus ensavadur all ebet a seurt-se e Breizh evit ar c’houlz. Staliet eo ar mirdi e labourva-bet an arnodennoù war ar metal. 18 sal-diskouez a zo anezhañ. Dizoleiñ istor greantel ha sokial ar govelioù-se a c’heller ober ennañ, koulz hag identelezh ar vicherourien bet o labourat hag o chom eno.

Troet gant Jean-Dominique Robin

 

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Jérôme Cucarull , « 1860 Derou govelioù an Henbont », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 1/02/2017.

Permalien: http://bcd.bzh/becedia/br/1860-derou-goveliou-an-henbont

levrlennadur

  • Le Rouzic Gisèle, Voyage aux forges d’Hennebont, 1860-1945, mémoires, Quimperlé, la Digitale, 1984.
  • Le Rouzic Gisèle, La montagne des forges d’Hennebont, Inzinzac-Lochrist, Écomusée Lochrist-Inzinzac, 1984.
  • Le Rouzic Gisèle, La bataille des forges d’Hennebont : mémoires, Quimperlé, la Digitale, 1986.
  • Le Rouzic Gisèle, Écomusée industriel des forges d’Inzinzac-Lochrist : catalogue, Inzinzac-Lochrist, Écomusée industriel des forges, 1999.

Kinniget gant : BCD Sevenadurioù