A hed an dour
An dour vez evet, an dour vez implijet evit al labour, an dour benniget hag all : puilh eo an tem pa vez studiet talvoudegezh an dour er gevredigezh hengounel hag an holl gredennoù ha brizhkredennoù tro dro d'ar feunteunioù.
Laurent Gall, ethnolouzaouer, hon eus bet ar blijadur da zegemer evit lakaat ar gaoz war ar pradoù dourek hag ivez war ar beler pe kressen-dour.