Adsevel kêr Roazhon goude tan-gwall bras 1720

Aozer : Gauthier Aubert / Mae 2023
Nebeut amzer war-lerc'h an tan e krog unan eus an oberiadennoù kêraozañ an heverkañ e Frañs pe memes en Europa da vare ar Sklêrijennoù. Buan e kas ar roue un ijinour brezel, Robelin (1660-1728) e anv, da Roazhon. Asambles gant ar re Gabriel tad (1667-1742) ha mab da heul (1698-1782) e vint oberourien an avantur-mañ. Ganti eo bet dedennet tud all e Lez ar roue, evel gouarnour Breizh ha kont Tolosa. E kêr eo bet heuliet gant meur a verour, Feydeau de Brou da gentañ, gant ar post-se betek 1728. Gant is-dileuridi int bet sikouret. En o zouez eo an alvokad Arot unan eus ar re ar muiañ oberiant. Met diglok e vefe listennad an oberourien ma ne vefe ket meneget an aotrou Maer, Rallier du Baty, mouezh an annezidi, an arkitektourien hag an ijinourien eus ar vro (Abeille, Huguet, Le Mousseux, hag all) o deus labouret e-skeud ar pennoù bras, ha, dianavezetoc'h c'hoazh, embregerien, artizaned ha micherourien a zo bet disoñjet evit al lodenn vrasañ anezho. Ne vez dispaket o anvioù nemet pa c'hoarvez gwallzarvoudoù war ar chanterioù. Rouez eo an arzourien a deuio da glokaat ar renabl, met menegiñ a c'heller ar c'hizeller Jacques Verbeckt (1704-1771) ha labourerien e atalier. Gras d'an holl dud-se eo deuet Roazhon da gaout tres kêrioù ar Sklêrijennoù, par da Vourdel abalamour da labour Gabriel tad ha mab en deus stummet an div gêr.

Merk an ijinour

N'eo bet Robelin e Roazhon nemet adalek 1721 ha betek 1724, met hollbouezus eo bet e berzh. Savet en deus da gentañ tres an takad devet ha renabl ar berc'henned devet o zi a-benn reiñ da bep hini anezho ur rann par d'o c'holl e kendioù ar gêr nevez da vezañ savet. Rak ur gêr nevez eo an hini emañ Robelin en soñj lakaat sevel, dezhi un tres karrezek rouesaet gant plasoù (ur plas real en o zouez), ha kement-se fichet tro-dro d'ar monumantoù a zo chomet en o sav tro-dro d'an takad devet, ar breujoù dreist-holl (penn-oberenn Salomon de Brosse bet digoret e 1655). E mod-se e ra Robelin gant pennreolennoù e vare ha mont a ra a-du gant hetoù an ti-kêr : ma vefe ar gêr vodern ha dizañjer. Met selloù all en doa Robelin. Empenn a ra sistem klok ur gêr ma vefe kanolet ar Gwilen enni hag adaozet he rann izel poblek daoust ma n’eo ket bet devet, oc'h ober gant ar memes pennreolennoù hag ar re en deus rakwelet evit an Norzh. En sell emañ ivez da ledanaat ruioù difreuz ar c'hreiz-kêr, o rabotañ ostelioù prevez ma vefe dav, ha fell a ra dezhañ ouzhpenn sevel e pep lec'h kendioù maen uhel, toennoù doare Mansart dezho. Soñjal a ra d'an ti-kêr neuze eo arabat mont re bell ganti ha, oc'h ober anv eus nec'hamant ar berc'henned, e teu a-benn da lakaat Robelin da vezañ diskouviet war-lerc'h m'en deus savet ur c'hendi war blasenn nevez ar Palez.

Amzer an arkitektourien

En em gavout a ra neuze Jacques Gabriel, arkitektour ar roue, bet kaset gant al lez evit mont war-raok gant an adsevel en endro-mañ, dindan ar bec'h. Gouest eo bet da gemer e greñv war arkitektourien c'hoantek ar vro, ha fin a-walc'h evit digreskiñ bolontezoù cheñch Robelin war stumm ar c'hendioù. Dileuskel a ra ar raktresoù graet e-keñver ar Gwilen, ar gêr izel poblek hag ar ruioù kozh pinvidik. Ar pouez a lak war e strivoù evit adsevel ar c'harter devet. Ur wech adsavet e vo kelc'hiet neuze gant karterioù koad kozh ha ret e vo tremen dre ruioù bihan diyac'hus evit mont betek eñ. En daou lec'h-arouez e tiskouez e vailhoni. Ar blasenn real nevez dirak ar breujoù a zo al lec'h kentañ. Eno, ken abred ha 1726, e vez staliet delwenn Loeiz XIV bet gourc'hemennet gant Stadoù Breizh da gCoysevox (1640-1720) e 1685. Tro-dro dezhi e lak sevel kendioù brav maskaronoù ha pilastrennoù dezho, oc'h adkemer patrom ti al lezioù-barn : ul live kentañ graet gant greunit, estajoù graet gant tufev war-lerc'h, ha maen-glas da doiñ tout. Evit diskouez splannoc'h unvez al lec'h en deus Gabriel an hardizhegezh da lemel ar skalieroù meur diwar talbenn ar breujoù ha da staliañ anezho er porzh en-dro. An dibab arzel-mañ a zo bet gwelet gant lod evel un doare politikel da ziskar ourgouilh ar varnerien. An eil lec'h pennañ m'en deus labouret Gabriel ennañ a zo anezhañ un eil plasenn vras. Staliet en deus war he c'hornôg, ha goude kalz a argrediñ, ur savadur brav a zegemero an ti-kêr hag ar prezidial (ul lez-varn a live izeloc'h eget ar breujoù), kevreet gant un tour peurdoget e stumm ur penn ognon, diwar levezon stil barok an Alpoù. En traoñ e stali, adalek 1754, ur c'hustod ennañ un delwenn eus Loeiz XV kizellet gant Lemoyne (1704-1778). Setu penaos ez eus bet graet div blasenn real e kêrbenn Breizh an disuj. Met ostel ar gouarnour, a oa sañset bezañ a-dal d'ar savadur, n’eo ket bet savet james.

Delwenn Loeiz XIV gant Antoine Coysevox (1640 - 1720). Mirdi Breizh : 956.0002.242.

Ur chanter hiroc'h eget ur c'hantved

Diechu da varv Jacques Gabriel e 1742 eo bet kendalc'het ar chanter dindan aotrouniezh e vab, Ange-Jacques. Ingal a-walc'h eo neuz ar gêr a zo bet savet neuze, daoust ma weler, pa seller pizh, an arlivioù a ziskouez bolontezioù ha doareoù an disavourien. Ken unvan all eo an holl dra, ken m'eo graet al lodenn vrasañ anezhañ gant kendioù-feurmiñ. Nebeut a ostelioù prevez a zo bet savet gant noblañsoù pinvidik ar breujoù, o deus kavet gwelloc'h chom en o c'harterioù kozh tro-dro da iliz Sant-Jermen hag an iliz-veur, o tennañ gounit eus an adsevel evit lakaat sevel demeurañsoù arnevez. E mod-se eo digoupet diouzh an douar, e marzoù an takad devet, ostel Blozeg, ur savadur lorc'heg awenet gant stil Gabriel tad ha mab. Kavout a reer dasson an adsevel er maezioù tro-dro ivez, lec'h m'o deus gourc'hemennet an noblañsoù labourioù war o c'hastelloù.

Echuet eo al lodenn vrasañ eus an adsevel war-dro 1760, met lec'hioù goullo a chom amañ hag ahont, war ziv blasenn vrav Gabriel zoken. N'eo bet roet dezho ar stumm a anavezomp nemet e lodenn gentañ an 19vet kantved, dreist-holl pa 'z eus bet savet un teatr dezhañ ur stumm a respont da di-kêr Gabriel. D'ar c'houlz-se en deus an ti-kêr kanolet ar Gwilen a-benn ar fin ha kement hag ober en deus kroget ul labour adaozañ e lodenn izel ar gêr, levezonet gant raktres Robelin. Padet eo betek ar bloavezhioù 1860.

Raktres ur c'hendi plasenn ar Palez gant Isaac Robelin (munud). Mirdi Breizh : 956.0002.753.

Efedoù an adsevel hir-mañ a vez gwelet hiziv an deiz c'hoazh e kreiz-kêr Roazhon a zo chomet meinek a-walc'h. E veurdez, a zo lakaet da yen a-wechoù, a deu eus pennreolennoù arkitektourien ar Sklêrijennoù kement hag eus ar volontez da implij ar mein evit embann en deus Roazhon renk kêrbenn ur broviñs.

Bet troet diwar ar galleg gant Lena Catalan Marcos

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Gauthier Aubert, « Adsevel kêr Roazhon goude tan-gwall bras 1720 », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 9/05/2023.

Permalien: http://bcd.bzh/becedia/br/adsevel-ker-roazhon-goude-tan-gwall-bras-1720

LEVRLENNADUR :

  • Aubert Gauthier, Provost Georges (dir.), Rennes, 1720. L’incendie, Rennes, PUR, 2020 (avec en particulier deux contributions de David Garrioch sur l’incendie proprement dit).
  • Charil de Villanfray Michel, Reconstitution de la propriété urbaine après l’incendie de Rennes en 1720, Rennes, Presse de Bretagne, 1923.
  • Fillaut Raymond (dir.), Rennes, des combattants du feu aux techniciens du risque, Rennes, Amicale des sapeurs-pompiers de Rennes, 1999.
  • Le Boulch Matthieu, Rennes, fabrique et formes de la ville, 1420-1720, thèse de doctorat d’histoire, sous la direction de G. Aubert et P.-Y. Laffont, Université Rennes 2, 2020.
  • Leloup Daniel, Rennes. Une capitale en pan-de-bois, Morlaix, Skol Vreizh, 2017.
  • Nières Claude, La reconstruction d’une ville au XVIIIe siècle. Rennes 1720-1760. Rennes, Université de Haute-Bretagne, Institut armoricain de recherches historiques, vol. 13, 1972.
  • Rioult Jean-Jacques, « Hôtel de ville [de Rennes] » et « Demeures [de Rennes] », in Pérouse de Montclos Jean-Marie (dir.), Bretagne : dictionnaire/guide du patrimoine, Paris Monum-Éditions du patrimoine, 2002, p. 402, 407-409.
  • Richer Antoine, Le Grand Incendie. L’incendie de Rennes de 1720, mémoire de master 1 sous la direction de Aubert Gauthier, Université Rennes 2, 2018.

WEB-LENNADUR :

Kinniget gant : BCD Sevenadurioù