Albert Guillemot - Lanwelan
Albert 'zo bet ganet e Laoulann, mab yaouankañ en e familh.
Kavit a-zindan stumm komzet ha stumm skrivet an atersadenn :
Testenn e brezhoneg komzet notennet gant Lors Jouin :
Lors : Pe oed 'oec'h pe... pe oec'h oeit d'er … d'er skol
Albert : Pofff ouian ket mein pemp blé m'a c'hwec'h vlé marsen o ya c'hwec'h beped ya
Lors : Ya
Albert : Ya
Lors : Ya … ha dija 'poé komañset da disko galleg
Albert : O ya ka' me 'oé 'n hain yaouankañ 'ar 'ar toud er chantier...me... seih breur ha c'hoer m'eus … mein 'oa 'n hain yaouankañ ha re …. re gohañ 'ouie galleg
Lors : A c'hwi 'oé 'n hain yaouankañ
Albert : Ya … ya ya
Lors : Chete er re 'rell 'noé disket...
Albert : Beñ ya
Lors : Galleg ir skol dija
Albert : Ya beñ ya me c'hoer 'zo triweh vlé kohoc'h uidein 'n hain gohañ
Lors : A ya
Albert : A ya … an dreu-se 'zo kaoz re-se ' gomañse mond de redek dija ...'gomañse kaojal galleg tammaoù hmm hmm hmm hmmm
Lors : Ya ya
Albert : A ya
Lors : Ha c'hwi … chete 'benn 'oec'h arriet ir skol i Laoulann … 'ouiec'h galleg dija
Albert : O tammig bihan 'else un tamm…
Lors : Pas kal'
Albert : Pas kalz nann o nann puijur get... get ma zud 'gaojem' ket galleg tamm 'bet heñ
Lors : A nann
Albert : A nann nann … o dam nann nann … o nann
Lors : Med ho tud 'ouie galleg memestra
Albert : A ya o ya ma zad 'oé ket bet opff oé ket bet poar blé 'ba 'r skol 'oa marsen bet tri blé m'eus chet soñj poar blé bennek … a oa hmm hmm
Lors : Hag er vamm...
Albert : O beñ apeupre ur sort 'oa chet 'met ur blé 'trete … se 'zo kaoz
Lors : Ur blé trehe
Albert : Ya ya
Lors : A bon ya ya
Albert : Hmm hmm … mes pas uit kaojal o gio 'gaoje galleg 'r sort med 'benn 'oa arri(uet) re yaouank arlerh 'r re-se 'maint ... 'gaoje galleg 'trete eue ‘te deus disket un tamm 'else koa
Lors : Ya
Albert : Ya
Lors : Ya 'trete a ziske...
Albert : 'Else ya
Lors : 'Else ya ya ya
Albert : Ya ya
Lors : Ya ya hag … bitag pe oed oc'h chomet ir skol
Albert : O n'on ket bet forh... bita' poarzeg vlé
Lors : Poarzek
Albert : Ya … neuzenn 'oèn disket 'wah'
Lors : Sete bita' er … er sertifikad
Albert : Ya a ya
Lors : Hag arlerh neuhen
Albert : Arlerh 'oan komañset mond da labourat tammaoù 'else … o ya 'r sertifikad 'ma paset beñ de... 'ba miz « euh Juin « peta é « Juin « dija
Lors : Miz er vFoen
Albert : Ya … arlerh 'oan …. miz arlerh 'oan oeit da labourad ged Pichon(Pistien ) …'ar en trakteuriaoù dre-sen
Lors : Pichon (Pistien)
Albert : Ya … job Pichon ( Pistien ) ha i vreur ...daou vreur 'oé med
Lors : 'Ba ven 'oaint
Albert : 'Ba Laoulann 'oent d'er c'hours-se med bremañ 'mañ... 'zo hoah... 'ni yaouank 'zo 'ba anze med brema' 'lod anehe 'zo 'ba Plouguerneué hoah Job Pichon( Pistien ) peus chet klewet kaojal …
Lors : A aa a a
Albert : Plougerneué... o gio mac'hat
Lors : A gio
Albert : O ya 'oè 'ba ...p'seurt an' ...pesort ti vé g'aet ano just 'n 'or arri 'ba Plougerneué anze « ah merde » 'larin chet 'n ano brema' …
Lors : Tanpir … med … er re-ma 'oé oé oé oé gober an « entreprise « pe...
Albert : Ya oh ober 'n « entreprise « hag … ya ya komañset ged tammaoù trakteuriaoù bihan koa 'fin … trakteur 'rae daou-uigent jo d'er c'hours-ze … un trakteur braou se dija d'er c'hours-ze
Lors : « Massey-Ferguson »
Albert : Pas « Deutz « 'oé re-ze
Lors : A « Deutz »
Albert : Er re-mañ 'oé « Deutz » kemtoc'h
Lors : Ha 'oé chet « Porsche «
Albert : A nann nann nann 'oé « Deutz kemtoc'h
Lors : Ya ha c'hwi 'peus komañset da labourat
Albert : Da boarzeg vlé ha … tri pe boar miz pi c'hwec'h miz koa ya ya puijur moa poarzek vlé da miz meurh ha e-barzh miz eost oen oeit da labourat koa
Lors : A ya
Albert : Ya ya
Lors : Hag...hag vehec'h paeet da
Albert : A ya ya vi'em... pa'iet baomdé pé beb miz koa anfin ya ya
Lors : Beb miz
Albert : Ya ya
Lors : Ya a ya … ha choñj 'peus pegement vehec'h pai'et
Albert : Ooosss
Lors : D'er c'hours-ze
Albert : O 'ouian chet pe'gment vizem' pai'et « euh « mes neuze 'vezé …
Lors : In « Francs « koa
Albert : Ya in « Francs « pete oè ...ppffff uigent … tregont … tregont mil pas uigent mil marsen uigent mil kouh
Lors : Uigent mil kouh ya
Albert : Ya uigent kouh ya
Lors : Uigent « Francs « neué
Albert : Ya ya uid er miz ya ha d'el lun bita' r sadorn bita' er sul koa anfin d'er sadorn 'vezé labouret d'er c'houlz-ze 'ta
Lors : Ha da sul
Albert : A pa' da sul 'vezè nann pad er sun bita' r sadorn noz koa
Lors : Er sadorn noz
Albert : Ya ya
Lors : D'er lun mintin...
Albert : Bita' er sadorn
Lors : Bita' 'r sadorn noz
Albert : A ya 'oè chet dé repoz normalemant ... nann nann ya ya
Lors : Ha petè ...petè 'vezè graiet da sul neuhenn
Albert : O da sul 'c'hae an den da redeg dre-ze … da lipetaad tammaoù koa da redek arlerh er merhied tammaoù a a a a a a aa a ya ya
Lors : Ha pita' … bita' pegours 'peus labouret get … get … get er Pichon-mañ ( Pistien )
Albert : Seih vlé 'ma graeit gete 'gredan 'bita' uigent vlé ur blé-ar-'nuigent 'gredan 'ma graiet ha da boarzek vlé bita' uigent vlé pé ur blé-ar-'n-uigent ya hmm hmm
Lors : Ur blé ar-'n-ugent hag arlerh 'oc'h bet 'h ober ho koñje
Albert : Arlerh ya arlerh 'on pet pase ma fermiaoù hag 'on komañs't mont da redek ar 'n hentaoù dre-zé koa 'oa chañchemant … ya kar d'er c'hours-ze 'oé ur blé 'ar-'n-uigent 'wid kaoud er permi
Lors : Ya
Albert : Ya … ya ya …permi 'n oto oé dis... kourseïkoc'h triwec'h vlé mac'had med 'wid... 'wid er c'hamionaoù en otokar ha tout 'n traoù 'oé d'ur blé ar-'n-uigent
Lors : Ha sete 'peus paset ho permi oto ha permi otokariaoù...
Albert : Arlerh
Lors : Kamionaoù arlerh
Albert : Arlerh … ya arlerh ya a ya
Lors : Ha perek 'poé graiet an dra-sen
Albert : Beñ 'wid chañch un tamm mein 'oè oé koutant ppff klah redek dre-ze anfin mond da bourmen un tamm ' fin pas pourmen med … redek en hentaou koa un tamm
Lors : Foetañ an heñchaoù koa
Albert : Ya ya ya foet' an henchaoù un tamm a a a a a a
---------------------------------------------------
Testenn e brezhoneg skrivet adlennet gant Francis Favereau :
Lors : Pe oad e oac'h pe… pe oac'h aet d'ar… d'ar skol
Albert : Oppfff ne ouian ket me pemp bloaz am boa c'hwec'h vloaz marteze bepred ya
Lors : Ya
Albert : Ya
Lors : Ya… ha dija ho poa komañset da zeskiñ galleg
Albert : O ya kar me a oa an hini yaouankañ war… war tout ar chantier (familh )… me… seizh breur ha c'hoar am eus… me a oa an hini yaouankañ ha re… re goshañ a ouie galleg
Lors : A... c'hwi a oa an hini yaouankañ
Albert : Ya… ya ya
Lors : Setu ar re all o doa desket...
Albert : Beñ ya
Lors : Galleg er skol dija
Albert : Ya beñ ya ma c'hoar a zo triwec'h vloaz koshoc'h evidon… an hini goshañ
Lors : A ya
Albert : A ya… an dra-se a zo kaoz… ar re-se a gomañse mont da redek dija… a gomañse kaozeal galleg tammoù hmm hmm hmm hmm
Lors : Ya ya
Albert : A ya
Lors : Ha c'hwi… setu a-benn e oac'h erruet er skol e Laoulann… e ouiec'h galleg dija
Albert : O un tammig bihan evel-se un tamm
Lors : Pas kalz
Albert : Pas kalz nann… o nann peogwir gant… gant ma zud ‘gaozeemp ket galleg tamm ebet « hein »
Lors : A nann
Albert : A nann nann… o « dame » nann nann… o nann
Lors : Mes ho tud a ouie galleg memestra
Albert : A ya o ya ma zad ne oa ket bet ooppfff ne oa ket bet pevar bloaz e-barzh ar skol e oa marteze bet tri bloaz… ‘m eus ket soñj pevar bloaz bennak… a oa hmm hmm
Lors : Hag ar vamm
Albert : O beñ apeupre ur sort ne oa ket nemet ur bloaz etreze... se a zo kaoz...
Lors : Ur bloaz etreze
Albert : Ya ya
Lors : A bon ya ya
Albert : Hmm hmm mes pas evid kaozeal o geo… ‘gaozee galleg ur sort mes a-benn e oa erru ar re yaouank war-lerc'h ar re-se emaint… a gaozee galleg etreze ivez sete... he deus desket un tamm evel-se koa
Lors : Ya
Albert : Ya
Lors : Etreze a zeske
Albert : Evel-se ya
Lors : Evel-se ya ya ya
Albert : Ya ya
Lors : Ya ya… hag betek pe oad ez oc'h chomet er skol
Albert : O n'on ket bet forzh... betek pevarzek vloaz
Lors : Pevarzek
Albert : Ya… neuze e oan desket a-walc'h
Lors : Setu betek ar… ar sertifikad
Albert : Ya a ya
Lors : Ha war-lerc'h neuze
Albert : War-lerc'h e oan komañset mont da labourat tammoù evel-se… o ya ar sertifikad am boa paseet... beñ da… e-barzh miz «euh juin » petra eo «juin » dija
Lors : Miz ar Foenn
Albert : Ya… war-lerc'h e oan… miz war-lerc'h e oan aet da labourat gant Pistien… war an trakteurioù dre-ze
Lors : Pichon ( Pistien )
Albert : Ya… Job Pichon ( Pistien) hag e vreur… daou vreur e oa mes...
Lors : E-barzh ven e oant
Albert : E-barzh Laoulann e oant d'ar c'houlz-se mes bremañ ema... a zo c'hoazh… an hini yaouank a zo e-barzh aze mes bremañ lod anezhe a zo e-barzh Plougernevel c'hoazh… Job Pichon ( Pistien) … peus ket bet klevet kaozeal...
Lors : A a a a a
Albert : Plougernevel… o geo moarvat
Lors : A geo
Albert : O ya e oa e-barzh… peseurt anv… peseurt ti a vez graet anv… just en ur erruiñ e-barzh Plougernevel aze «ah, merde» ne lârin ket an anv bremañ
Lors : Tampir… mes… ar-re-mañ a oa… a oa… a oa… a oa oc'h ober an «entreprise» pe...
Albert : Ya oc'h ober an «entreprise» hag… ya ya komañset gant tammoù trakteurioù bihan koa erfin… trakteur a rae daou-ugent jav d'ar c'houlz-se… un trakteur brav se dija d'ar c'houlz-se
Lors : « Massey-Fregusson »
Albert : Pas « Deutz » e oa ar re-se
Lors : A « Deutz »
Albert : Ar re-mañ a oa « Deutz » kentoc'h
Lors : Ha ne oa ket « Porsche »
Albert : A nann nann nann e oa « Deutz » kentoc'h
Lors : Ya ha c'hwi ho peus komañset da labourat
Albert : Da bevarzek vloaz ha… tri pe bevar miz pe c'hwec'h miz koa ya ya peogwir am boa pevarzek vloaz da miz Meurzh ha... miz Eost e oan aet da labourat koa
Lors : A ya
Albert : Ya ya
Lors : Hag… hag e vezec'h paeet da...
Albert : A ya ya… e vezemp... paeet bemdez pe... bep miz koa añfiñ ya ya
Lors : Bep miz
Albert : Ya ya
Lors : Ya a ya… ha soñj ho peus pegement e vezec'h paeet
Albert : Ossss...
Lors : D'ar c'houlz-se
Albert : O ne ouian ket pegement e vezemp paeet «euh» mes neuze a veze...
Lors : E «francs» koa
Albert : Ya e «francs»… petra e oa... ugent... tregont… tregont mil pas ugent mil marteze ugent mil kozh
Lors : Ugent mil kozh ya
Albert : Ya ugent mil kozh ya
Lors : Ugent «francs» nevez
Albert : Ya ya evit ar miz ya ha d'al lun betek ar sadorn… betek ar sul koa añfiñ d'ar sadorn e veze labouret d'ar c'houlz-se eta
Lors : Ha da sul
Albert : A pas… da sul e veze… nann e-pad ar sizhun betek ar sadorn noz koa
Lors : Ar sadorn noz
Albert : Ya ya
Lors : D'al lun mintin
Albert : Betek ar sadorn
Lors : Betek ar sadorn noz
Albert : O ya ne oa ket deiz repoz normalamant… nann nann ya ya
Lors : Ha petra… petra a veze graet da sul neuze
Albert : O da sul ez ae an den da redek dre-se… da lipatat tammoù koa… da redek war-lerc'h ar merc'hed tammoù a a a a a a a ya ya
Lors : Ha betek… betek pegoulz ho peus labouret gant… gant… gant ar Pichon-mañ (Pistien)
Albert : Seizh vloaz am boa graet gante… a gredan... betek ugent vloaz… ur bloaz warn-ugent a gredan am boa graet ha da bevarzek vloaz betek ugent vloaz pe ur bloaz warn-ugent ya hmm hmm
Lors : Ur bloaz warn-ugent ha war-lerc'h ez oc'h bet oc’h ober ho koñje
Albert : War-lerc'h ya war-lerc'h ez on bet ‘pase ma fermioù hag on komañset mont da redek war an hentoù a-c’houde-se koa… e oa chañchamant… ya kar d'ar c'houlz-se e oa ur bloaz warn-ugent evit kaout ar permi
Lors : Ya
Albert : Ya… ya ya… permi an oto a oa dis... koulzikoc'h triwec'h vloaz moarvat mes evit… evit ar c'hamionoù an otokar ha tout an traoù e oa d'ur bloaz warn-ugent
Lors : Ha setu ho peus paseet ho permi oto ha permi otokarioù
Albert : War-lerc'h
Lors : Kamionoù war-lerc'h
Albert : War-lerc'h… ya war-lerc'h ya a ya
Lors : Ha perak ho poa graet an dra-se
Albert : Beñ evit cheñch un tamm me a oa kontant… ppfff klask redek dre-se añfiñ mont da bourmen un tamm… añfiñ pas pourmen mes… redek an hentoù koa un tamm
Lors : Foetañ an hentoù koa
Albert : Ya ya ya foetañ an hentoù un tamm a a a a a