An enbroerezh e Breizh e 2011

Aozer : Anne Morillon / Ebrel 2019

E 2011 e oa 93 300 enbroad e rannvro Breizh (da lâret eo 2,9 % ar boblañs), div wech an niver e oant e 1999. Liesseurt eo ar boblañs-se pa seller ouzh o bro orin, met ivez hervez abeg o divroerezh, lec’h m’emaint o chom, al live diplomoù a vez ganto, o micherioù. Europiz eo ar re niverusañ bepred, met ne gresk ket o niver. Dont a ra ar c’hresk dre vras eus hini niver an enbroidi a zeu eus Afrika Iz-Sahara. Evit bezañ resis, er penn-a-raok e kaver enbroidi Breizh-veur, teir gwech niverusoc’h eget e  1999 (13 760, da lâret eo 14,7 % eus an enbroidi). Goude-se e kaver Marokiz (7 990, 8,5 %), Portugaliz (6 460, 7 %) ha Turked (5 970, 6,4 %). Ha ma kresk un tamm mat ivez niver an enbroidi deuet eus  Roumania, Sina ha Rusia, gwiroc’h c’hoazh eo kresk niver an dud deuet eus  Kameroun, Senegal ha Republik Demokratel Kongo. Darn vras an enbroidi deuet eus broioù n’int ket en Europa a vez o chom e kêr (tri c’hard eus ar re deuet eus Afrika hag Azia), neuze e kaver 39% outo etre Roazhon, Brest, Sant Brieg, an Oriant, Gwened ha Kemper, padal n’emaint nemet 17 % eus ar boblañs dre vras. Tud Breizh-veur a zibab mont da chom war ar maez, e Kreiz-Breizh dreist-holl. Pa seller ouzh o diplomoù e weler un daolenn liesseurt ivez. M’eo di-ziplom darn vras an enbroidi (en tu all da 25 % eus an enbroidi etre 30 ha 39 vloaz) pa n’int nemet 6% eus tud ar vro, niverusoc’h int ivez da gaout un diplom skol-veur eus an eil pe trede kelc’hiad. Diouzh un tu all, n’eo ket an enbroidi ken niverus o kaout ul labour, daoust ma kaver meur a zegouezh, hervez ma vefe gwaz pe maouez, hag hervez ar broioù orin. E-touez an enbroidi, ar re deuet eus Afrika, ar maouezed hag ar re yaouank e kaver muioc’h a dud dilabour eget e-touez tud ar vro  ha n’int ket enbroidi.

Insee / DRJSCS Bretagne.

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Anne Morillon, « An enbroerezh e Breizh e 2011 », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 3/04/2019.

Permalien: http://bcd.bzh/becedia/br/an-enbroerezh-e-breizh-e-2011

Kinniget gant : BCD Sevenadurioù