An enkadenn Boulañjour

Aozer : Erwan Le Gall / Du 2020

Georges Boulanger a oa bet ganet e Roazhon d’an 29 a viz Ebrel 1837. Deuet eo da vezañ unan eus souezhusañ tudenn ar politikerezh. Tremenet e oa dre skol Sant-Sir, ha deuet er‑maez gant ur renk dister, gloazet da geñver brezeliadenn Italia e 1859, met buan a‑walc’h e oa deuet a‑benn da zedennañ evezh ar Republik en ur gemer ur perzh a‑bouez e moustrerezh Kumun Pariz e 1871. Anvet e oa bet da jeneral e 1880, kuitaet en doa an arme evit kemer perzh er politikerezh, ha dont a‑benn da vezañ ministr ar brezel e 1886, a‑drugarez d’an hini a voe e heñcher, Georges Clemenceau,.

N’eo ket fougasiñ lavaret e oa ul loariadenn eus ar Roazhonad. Ober a rae e vad eus broadelezh didro ur bobl mantret gant koll an Elzas hag al Loren. Gouzout a ouie penaos bezañ deuet mat gant ar soudarded, en ur gemeret diarbennoù politikel ha ne oant ket gwall goustus : evel‑se da skouer e roas aotre d’ar soudarded bezañ barvek. Poblelour e oa a‑raok ar c’houlz, en ur mod, hag e rae e vad eus santimant an dud e oa «brein» an holl bolitikourien, goude an droukskouerioù a oa bet hag o doa skoet spered an dud, evel da skouer istor an trafik Lejionoù a enor en doa rediet Jules Grevy, Prezidant kozh ar Republik, da zilezel e garg dek vloaz a oa.

Aet e oa da get steredenn bolitikel Georges Boulanger ken prim ha ma oa difluket, evel ur seurt steredenn-lostek an dilennadegoù. Trec’h e oa  en dilennadegoù an eil war‑lerc’h eben e 1888, met chom a reas ur pennad en etremar koulskoude, a‑raok tec’hout da Velgia ar bloaz goude, gant aon da vout tamallet bezañ bet tizhet surentez ar Stad war‑lerc’h e daol‑Stad c’hwitet. Disoñjet e voe penn‑da‑benn, hag en em lazhañ a reas tri bloaz goude e Ixelles, war vez e vuiañ-karet. Georges Clemenceau, gant unan eus ar bommoù tagus e oa kustum teurel, a lavaras diwar e benn : « Marvet eo evel m’en deus bevet : e‑giz un is‑letanant ».

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Erwan Le Gall, « An enkadenn Boulañjour », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 20/11/2020.

Permalien: http://bcd.bzh/becedia/br/an-enkadenn-boulanjour

Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité