An harzou etre ar brezoneg hag ar gallaoueg

Aozer : Fañch Broudic / Kerzu 2016
Eur vro ma komzer meur a yez eo Breiz. En tu-hont d'ar galleg ha d'eun toullad yezou all, e komzer amañ brezoneg ha gallaoueg. Er hornog, eo Breiz-Izel an takad ma komzer brezoneg a-viskoaz, pa gomzer gallaoueg er reter, e Breiz-Uhel. Harzou a oa o tispartia an diou yez, nemed n'int biskoaz bet stabil. Goud a ouie mad an dud koulskoude beteg peleh dre just e veze komzet an eil hag eben, med en deiz a hirio n'eo ket ken frêz ar vevenn pe al limit (evel a vez laret ive).

Harzou trompluz

N'he-deus biskoaz bet ehanet ar vevenn da gila war-zu ar hornog.

Beteg kreiz an XXved kantved avad, eo bet skoet ar re o-deus bet taolet pled deuz ze o weled pegen frêz e oa an disparti etre an diou yez : « Pe e ouier brezoneg pe ne reer ket », eme eur beajer e 1828.

Komz a ra an istorour Pitre-Chevalier e 1845 deuz « moger Chin ar yez vrezoneg ». Eur hant vloaz bennag war e lerh, e 1947, an douaroniour Marcel Gautier a gav dezañ bepred n'eo ket tammig ha tammig e tremener deuz eun eil tu d'egile : « Eur waz-dour, eun tamm hent bennag, tra-walh eo se a-wechou da verka an disparti a zo etre daou di-feurm a zo brezonegerien o chom en unan anezo, pa ne gomzer nemed galleg en egile, en tu all ».

Kartenn d'Argentré

El leor « L'histoire de Bretaigne » a vez embannet gand Bertrand d'Argentré e 1588 ez eus eur gartenn deuz Breiz m'eo bet treset bevenn ar yezou warni evid ar wech kenta toud. Med diresiz a-walh eo al linenn.

 

An enklask kenta

Charles Coquebert de Monbret eo an den eo bet renet gantañ ar henta gwir enklask, hag en eun doare ofisiel-kenañ, a zo bet kaset da benn war ar sujed-se en amzer Napoleon kenta, e 1806. En hanternoz ar vro, ema neuze an harzou etre an diou yez e Plouha. En traoñ, e komzer brezoneg e kêriadennou Baz Gwennrann hag e Pennestin, en tu kleiz d'ar stêr Wilen, hag e reer ive e Kistreberz en tu dehou. Galleg a gomzer e Loudieg hag er Roh-Bernez.

Al linenn Sébillot

Adaleg ma vez kaoz deuz an harzou etre brezoneg ha gallaoueg eo d'al linenn a zo bet treset e 1886 gand Paul Sébillot eur kustum d'ober dave. N'eo ket bet eñ war an dachenn koulskoude evid ober an disterra enklask : titourou e-neus dastumet dre lizer digand eun deg bennag a dud. En eur pennad a c'hweh pajennad gand peder gartenn, e tiskouez peleh resiz ema an harzou etre an diou yez, parrez ha parrez, ha zoken kêriadenn ha kêriadenn.

E kêr Blouha, emezañ, e komzer brezoneg, ha galleg aliez a-walh. Er vro vrezoneg ema Korle, ha Mur kaji toud. Er vro halleg ema Geltaz, pa gomzer brezoneg e Noal-Pondi. Ar barrez ziweza ma komzer brezoneg eo Bilier en tu dehou d'ar stêr Wilen. En tu kleiz, e klever brezoneg atao e seiz kêriadenn euz ledenez Vaz.

Daou zoare disheñvel

Kartenn Sébillot : diwar ar pennad embannet gantañ e 1886 – CRBC An harzou etre ar vro vrezoneg hag an hini halleg : al linenn en he fez, parrez ha parrez, evel m'eo bet treset gand Paul Sébillot e 1886 er gelaouenn « Revue d'Ethnographie ».

Ar yezoniour Albert Dauzat ne gred ket dezañ, e 1925, « n'he-dije ket fiñvet » ar vevenn etre an diou yez, sed e teu d'ober eun enklask war blas, e Breiz. Ar choaz a ra eo poueza war toud ar pez a zo bet gonezet gand ar galleg. Anzao a ra koulskoude « n'eo ket bet kemmet bevenn 1886 pe nemeur, ma laosker gand ar brezoneg an oll barreziou ma vez komzet c'hoaz ». En desped da ze, eo kaji sur e vo dilezet « prest a-walh » e Plouha koulz hag e ledenez Ruiz.

Adaleg ma lenn pennadou A. Dauzat, Roparz Hemon a fell dezañ respont anezañ. Setu rener ar gelaouenn Gwalarn, hag a zo bet nevez savet gantañ, o kregi e 1928 gand an enklask kenta a vez bet greet biskoaz en oll barreziou Breiz-Izel da houd ha komz a reer brezoneg eno. Cheñchamant a zo e-keñver 1886 : evid ar zarmoniou e ra bremañ gand ar galleg an oll gêriou penn-kanton a zo war harzou ar yez : Plouha, Lañlon, Korle, Mur. Ar galleg a ra gantañ ive ar re a ree a-raog gand an diou yez. N'eus ken nemed ar parreziou diwar ar mêz (Bignan, Sant-Yann-Brevele…) hag o-deus dalhet d'ar zarmoniou brezoneg.

 

Eun enklask heb e bar

 Eul labour a-feson ha resiz eo an hini a embann R. Panier e 1942, en eur heulia al linenn a oa bet treset gand Sébillot kêriadenn ha kêriadenn e peb komun. Bet ema bet eñ e-unan oh enklask war an dachenn hed-ha-hed ar vevenn, ha « n'eus nemed ar hêriadennou ma zo daou pe dri rummad-tud boaz da gomz brezoneg, emezañ, a heller konta da veza ar re bella er vro vrezoneg ».

 

  E 1886 E 1942
En oll  92 92
Niver a gêriadennou o komz brezoneg 92  
Niver a gêriadennou ma komzer brezoneg bepred   43
Niver a gêriadennou gonezet gand ar galleg   45
Kêriadennou dilaosket   4

Ar hêriadennou ma komzer brezoneg a-hed ar vevenn, etre 1886 ha 1942 – R. Panier, 1942.

E Plouha, an dud deuet n'ouzont ket a vrezoneg ken, hervezañ, ha n'eus nemed eun toullad reou goz oh ober gantañ bepred. E Geltaz, eo bet gonezet ar hêriadennou d'ar galleg, ha n'eo ket gallaoueg a gomz ar re a zo eno o chom, med eur seurt galleg-rannvro. E Bourh-Kintin, « ne oar ket ar vugale brezoneg er famillou ma zo bet Galloed o timezi gand Bretoned, med deski anezañ a reont er skol gand o hamaraded ». E Mur ne glever ket ken a vrezoneg e kêr pe nemeur, ha marhata e galleg a reer er marhad.

Konta a ra R. Panier e-neus ar brezoneg « kollet eun tamm mad a dachenn » abaoe 1886 e traoñ ar Morbihan, en arvor muioh c'hoaz evid en douarou. E Noal-Muzilleg, eo bet kilet ar vevenn deuz seiz kilometrad war-zu ar hornog. Ne gomzer ken nemed galleg e Bilier. E ledenez Ruiz, ar re yaouank n'ouzont ket a vrezoneg ken, med komz anezañ a ra an darnvuia deuz an dud.

O klask an harzou atao

E fin an XXved kantved, ez eus bet klaskerien all o kerzed a-hed an harzou, a-benn gouzoud dre just dre beleh e tremene bevenn ar yezou. Bale he-deus greet an Amerikanez Lenora A. Timm e 1976 war roudou he diagenterien, ha chomet eo a-zao e kement bourhadenn hag e kement kêriadenn meneget gand Sébillot. Eur gwel he-deus greet evel-se da 40 komun en tu kornog d'ar vevenn ha d'eun toullad reou all en tu reter.

Hervezi, n'eus ken nemed diou – Kergrist ha Noal-Pondi – a heller konta da veza bepred parreziou a vez komzet brezoneg enno. 28 all ne gomzont brezoneg nemed « eun disterra ». Deg all, er fin, eo bet kollet o brezoneg ganto « da vad », e ledenez Ruiz, e Gwened ive koulz ha tro-dro kêr.

Daoust hag-eñ ez eus deuz ar vevenn hirio ?

Hervez L. A. Timm, eo « touelluz a-walh » komz deuz bevenn ar brezoneg a-benn bremañ. A-du eo Thomas Buckley, hag e-neus greet eun enklask trowardroiou Plouha, da lared n'eus ket deuz outi kaji tamm ebed ken, med eur vevenn wirion eo bepred, zoken e sperejou ar re ne oaront tamm brezoneg ebed. Hervezañ, int gouest da lared heb chom da dortal : « Amañ eo brezoneg. Du-hont, kant metr pelloh eo trefoedaj ».

Daoust hag-eñ e heller ober dave bepred d'al linenn Sébillot ? Ouspenn kant vloaz 'zo eo bet treset : a-raog 1886 n'he-doa biskoaz bet paouezet bevenn ar yezou da astenn war-zu ar hornog ha n'he-deus biskoaz bet paouezet d'ober abaoe, ken eo deuet da veza eun espez tamm bevenn dister. Komz deuz ar vevenn a heller ober bepred koulskoude, dre m'ema al linenn Sébillot hanter-hent etre ar re gosa hag ar re nevesa deuz an enklaskou a zo bet greet diwar he fenn.

Kartenn euz ar XVIIved kantved, e liou – CRBC  War-lerh d'Argentré, e kaver bevenn ar yezou war c'hwezeg kartenn all, e-touez an oll re a zo bet moullet beteg 1795, homañ deuz ar XVIIved kantved o veza unan anezo
Harzou ar brezoneg hag ar rannyezou, dastumet an eil re hag ar re all war ar memez kartenn. Diwar « Atlas d'histoire de Bretagne » (emb. Skol Vreizh).

 

Troet gant Fañch Broudic

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Fañch Broudic, « An harzou etre ar brezoneg hag ar gallaoueg », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 7/12/2016.

Permalien: http://bcd.bzh/becedia/br/an-harzou-etre-ar-brezoneg-hag-ar-gallaoueg

levrlennadur

  • Broudic Fañch, À la recherche de la frontière. La limite linguistique entre Haute et Basse-Bretagne aux XIXe et XXe siècles, Brest, Emgleo Breiz, 1995.

Kinniget gant : BCD Sevenadurioù