Evit kaout un « neuz vreton » el labour e veze gwisket mitizhien an ostaleri Chez Mélanie e Rieg (Penn-ar-Bed) hervez giz ar vro. Urzhiañ a rae dezho Mélanie Rouat, an ostizez, da vont e koef. Gant o zavañjerioù e tiskouezent o micher a vatezh, hag o breizhadelezh gant o c'hoefoù giz Fouen. Aes e oa ar c’hoef da anavezout gant e aozadur kemplezh graet gant dantelez fichet war ur pezh lienerezh, ur seizenn liv war e dro. E gostezioù staget war gern ar penn, a cheñche o ledander hag o stumm hervez ar parrezioù tro-dro da Bont-Aven, a zeue gant ur c'houzougenn duelennek a oa bras-kenañ he ment a-wechoù. Met war boltredoù eus ar bloavezhioù 1930 e weler ivez merc'hed yaouank deuet eus ar maezioù tro-dro da Gemper a oa ganto ar c'hoef glazig da labourat, pezh a ziskouez e oa ar pal kentañ reiñ un « neuz vreton » d'an ostaleri. Mélanie Rouat, an ostizez, pa embanne an identelezh vreton e mod-se, na blege ket ouzh boazioù ar gwiskañ en ostalerioù, rak pourchas a rae dija an oberourien dilhad-labour (La Belle Jardinière, Braillon…) gwiskoù reizh diouzh reoladoù yec'hederezh ar boued.
Ken bras ma oa deuet brud an doare-se da ziskouez ar sevenadur hengounel gant dilhad ar mitizhien el letioù ha pretioù, ken er bloavezhioù 1950-1970 ez ae merc'hed yaouank eus Rieg da labourat evit an hañv da Vro-Sant-Maloù, 200 kilometr ac'hann, da Zinarzh da skouer, d'al leti-preti le Printania, en deus tutaet anezho e-pad pell. Memes mod, e veze diskouezet alies skeudennoù korfek keginerezed gwisket gant dilhadoù Breizh war voestoù-mir oberourien o klask reiñ neuz ar gwirion, evel Amieux pe Cassegrain e Naoned.