An Uhel, tenner poltredoù e-touez ar re gentañ

Aozer : Fañch Postic / Meurzh 2023

Abred-tre, e 1854-55, eo dedennet Fañch an Uhel gant ar fotografiezh. Prenañ a ra binviji ha klask a ra unan bennak a c'hellfe kelenn dezhañ ober. « Tennañ poltredoù » a zo unan eus ar rebechoù a vez graet dezhañ gant renerien skolaj Kemper, ken abred ha 1863, evit goulenn e vefe dilec'hiet. Tennañ poltredoù eo a fell d'an Uhel ober, ken abred ha 1863, evit chom an tostañ posupl ouzh ar gwirvoud :

« digor e vefe ma daoulagad war bep tra, ha, war ma c'harned notennoù, e skrivfen, war al lec'h e-unan kement ha ma c'hellfen, ar pezh am befe santet, gwelet hag ar soñjoù a bep seurt a deufe din diwar an abadennoù lies-se. Klask a rafen ivez implij ar fotografiezh — ar surañ doare da vezañ resis ha gwir — evit adtaolenniñ tud ha dilhadoù Breizh, ken lies, ken kaer-kurius, ken grasius peurliesañ, hag, evit keuz bras ar barzh hag an arzour, a 'z a war ziskar ha war heñvelaat bemdez ouzh an unvanidigezh c'hall, ken e kinnig bragoù ha flotantenn gotoñs glas an Norman bezañ gwisket e pep lec'h e plas chupenn ha bragoù bras ar Vretoned kozh. »

Kas a ra moulladennoù ingal d'e genskriverien, Kervarker en o zouez. Un albom ennañ poltredoù tennet gant an Uhel, a zo bet adkavet en un diskarg, a vez miret e levraoueg ar Champs libres hiziv e Roazhon. Pa felle d'an Uhel, gant ar fotografiezh, kinnig ur skeudenn feal eus ar gwirvoud, e tiskouez ar moulladennoù a zo anavezet deomp poltredoù kempennet, gant familhoù a-bezh a-wechoù, lec'h ar gwiskamant - breizhat pe get - a zo alies an elfenn bennañ ha lec’h m’eo anat al leurenniñ a zo bet graet. N'int ket dizudi koulskoude.

Troet gant Lena Catalan

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Fañch Postic, « An Uhel, tenner poltredoù e-touez ar re gentañ », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 29/03/2023.

Permalien: http://bcd.bzh/becedia/br/an-uhel-tenner-poltredou-e-touez-ar-re-gentan

Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité