Gant ar beleg kembreat E. W. L. Davies, en doa bet tro da chaseal an hu er Menez Are tro 1855, en deus degaset deomp un testeni en-eeun diwar-benn an darempred etre ar Vretoned hag ar bleizi : « Poanius e oa an aergelc’h goude ma oa aet da get merc’hig ur peizant eus trowardroioù an Uhelgoad. Ur paour-kaezh plac’hig c’hwec’h vloaz a oa bet roet dezhi un dañvadig du d’ober war-dro, evel ma reer da gustum er vro-se [...]. Start ha divrall eo kredenn ar beizanted ne vez morse taget an dud gant ar bleizi [...] neuze a oa bet harao war-lerc’h ar bleiz e-pad devezhioù ha sizhunvezhioù zoken. Graet o doa peizanted zo o soñj : ar bleiz-garv e oa ! C’hwech sizhun a oa tremenet pa voe adkavet ar plac’hig gant ur glaouer. Aet da oa da heul ar bleiz en doa kaset he dañvad gantañ !»
E gwirionez e soñje d’ar Vretoned ne oa ket« normal » e vefe ur bleiz o tagañ an dud. Ha gant-se e oant a-du gant an dud da vare brezel ar re Unanet (e dibenn ar XVIvet kantved) hag a ginnige an displegadenn-se, hervez ar chaloni Moreau : « Troioù-gwidre a seurt-se gant al loened-se a denn eus troioù ar brezel, ha neuze e oa en em lakaet e spered an dud ne oant ket bleizi naturel anezho, met soudarded bet marvet ha deuet a varv da vev dindan stumm bleizi [...] hag alese e vez kustum an dud vunut d’ober «tud-bleiz» eus outo en o yezh ».
Pa soñjer mat, an doare anavezetañ da aspediñ ouzh ar bleizi a veze just a-walc’h da zispartiañ an dañjer bihan – ar bleiz – en ur bediñ sant Herve, diouzh un dañjer bras – krouet gant an diaoul – en ur bediñ Doue : « Mard emaout Gwilhou, dre sant Herve, tec’h kuit ; mard emaout Paol Gorneg, en anv Doue, kerzh alese ! »