Ganet e oa bet ar Bleun-Brug e kenarroud ar stourmoù katolik bet kaset a-enep da bolitikerezh enepkloer an IIIde Republik. Ar politikerezh-se, savet ouzh ar c’henvreuriezhioù (1901-1904), a vire outo d’ober gant « dreistimplij drouk ar brezhoneg » en o frezeg hag er c’hatekiz (1902), hag a gasas, e 1905, d’an Disparti kenetre an Ilizoù hag ar Stad. Bleun-Brug a oa da gentañ an anv bet roet war ar prim gant an abad Yann-Vari Perrot (1877-1943) d’an « abadenn dudi ha lennegezh » a veze aozet gantañ evit lakaat aktourien yaouank e c’hoariva patronaj da c’hoari e miz Gwengolo 1905 e kastell Keryann e parrez Sant Nouga (29).

Yann-Vari Perrot, beleg eskopti Kemper, a oa vikel eno da neuze. Dre ma reas berzh e tivizas kenderc’hel er bloavezhioù da heul. Lod eus e genseurted a grog hep dale da vurutellat, gant aon e savfe dirollerezh diwar neuz festus an abadenn-se, ha klask a rejont e 1911 da gendrec’hiñ aotrou an eskob Duparc da lakaat fin dezhi. Koulskoude e talc’h an abadenn intrudu da badout, skoazellet m’eo gant ar c’hont Albert de Mun, kannad Penn-ar-Bed. E 1902 e oa bet savet ar Bleun-Brug da gevredigezh hervez lezenn 1901, kadoriet gant un den lik, ar pezh a lak anezhi da vezañ dizalc’h e-keñver al lezenn. An abad Perrot, a oa ivez rener ar gelaouenn sizhuniek Feiz-ha-Breiz a-hend-all, a voe betek e varv ur skeudenn tutored ha pennañ, ha diwar-se un den atebek a-fed buhezegezh, hag a rankas ober dindan selloù divrall an eskob. Dont a reas an emvodoù bloaziek da vezañ “kendalc’hioù’’, o lakaat studi ha dudi kichen-ha-kichen, o vezañ ar pal brudañ yezh ha sevenadur Breizh.
Rendael ar Bleun-Brug
Troc’h a zo bet, ablamour d’ar brezel, d’an obererezh a grogas en-dro e 1920. Betek neuze e oa tra al leoniz dreist-holl. Adalek 1924 e ledas an abadenn war-zu Kerne, Treger ha Gwened, n’eo ket hep sevel ingal tabutoù war ar rannyezhoù avat, pe e vefe war ar c’heriaoueg pe war an dore skrivañ. Bez e rankas ar Bleun-Brug, diwar lañs al luskad emrenour en-dro da Vreiz Atao, resisaat e veizad katolik da vat eus ar vroad vreizhat, dre vouez e sekretour-meur, an Tregeriad Erwan ar Moal (Dir-na-Dor).

Kement-se n’eus ket miret outañ da vezañ kemennet krenn e 1927, gant aotrou an eskob Duparc, da rankout chom war an tachennoù sevenadurel ha relijiel, tra ma felle d’e sekretour-meur nevez, an abad François-Marie Madec, reiñ un ton politikel dezhi dre ur gazetenn, La Patrie bretonne, a zeuas ouzhpenn da Feiz ha Breiz. Pa ‘z eas kuit Madec e 1928, daoust d’ar Bleun-Brug bezañ adframmet e chome disfiz warnañ hag evezhiet e veze a-dost gant ar vikel-vras Joncour. Dre zigeriñ e gelaouennoù da Vreiz Atao ha d’ar Falz e Rosko, e 1936, pe c’hoazh dre lakaat flapata ar Gwenn ha Du e Plougastell ar bloaz goude, e savas tabutoù d’ar Bleun-Brug o rediañ e ziazezer da reizhabegiñ. Dougen a reas-eñ testeni digablus, ‘zo kaeroc’h, e 1938, e prosez ar varbouilherien. Kalz tud a vez desachet gant ar c’hendalc’hioù met n’eo ket a-walc’h ar berzh a reont a-wezhioù evit kuzhat tech ar prantad a zo douget da c’hallekaat ar gatoliezh vrezhon. Digreskiñ a reas mouladur Feiz ha Breiz eus 10 000 skouerenn e 1924, da 1 500 e 1939. Evit lidañ pempvet kantvloaz marv an dug Yann V e oa bet aozet ur c’hendalc’h e Landreger e 1942, treuzkomprenet avat emzalc’h an abad Perrot pa oa deuet, dres er blegenn-se, daou jeneral alaman e-touez an dud ofisiel pedet. Alioù mignoned a guzulias dezhañ chom hep aozañ un eil ar bloaz goude, ar pezh na viras ket outañ da vezañ muntret gant ar Rezistañs komunour e miz Kerzu 1943.
Goude ar brezel, taolioù arnod all
Da heul an Dieubidigezh e rankas ober ar Bleun-Brug, e-pad ur pennadig, gant an divrud a save a-enep d’an emsav breizhat a-bezh, ablamour d’an dud bet o kenlabourat e 1944. Adc’hanet e oa bet, koulskoude, e 1948, war un dachenn dibolitikel penn-da-benn, war intrudu nerzhus hag evezhiek war un dro ar chaloni Fave, anvet d’ar garg nevez a aluzener-meur, da erlec’hiañ an diazezer diroll aet da Anaon. Un trec’h eo « Bleun-Brug ar sent » miz Eost 1950 dalc’het e Kastell-Paol, gant relegoù sent diazezerien Breizh. Un digarez eo ivez da Zom Colliot, abad manati Kerbeneat e parrez ar Roc’h-Morvan, da embann eo bet divizet gant Beneadiz adprenañ domani Landevenneg evit staliañ o manati eno.

Er bloavezhioù war-lerc’h e oa techet ar c’hendalc’hioù da vezañ arvestoù, ma rae berzh bras labour al leurenner donezonet-kaer Bernard de Parades. Neuze e savas disrann : lodennoù deoliek ha studius ar Bleun-Brug o vezañ techet da vont da emzredoù prevez pe devezhioù stummañ. An dreistoberour ha pennsekretour Visant Seite, lean ar Skolioù kristen hag aozer ar Skol dre Lizher abaoe 1945 a ijinas stajoù bloaz war sevenadur Breizh evit ar gelennerien dreist-holl. Kreskiñ a ra an niver anezho adalek 1956 e-keit m’ ez a da get ar c’hendalc’hioù bras nebeut amzer goude an hanterkantvet diwezhañ en doa bodet 60 000 den : aet e oa ar patrom-se betek penn e arboell hag e ranked kontantiñ gant gouelioù uveloc’h a-live gant « broioù » Breizh vrezhonek.
Un diskar gorrek
Meur a abeg, kemmesket o efedoù, a c’hell displegañ an enkadenn a dizh ar Bleun-Brug adalek 1955. Da heul dilez hengounioù ar vro e teu Breizh da vodernaat buan-mat e-keit ma weler ivez kentañ arouezioù eus an distag relijiel.
Evit a-sell ouzh an Iliz e kav gwell d’ar gloer yaouank mont dre luskadoù yaouankizoù an Obererezh katolik arbennikaet e metoù’zo (JAC, JOC, JEC hag o stummoù benel) o soñjal kentoc’h e-keñver ar renkadoù sokial, oc’h heuliañ ar c’hemennoù broadel, o komz galleg, – yezh an araokaat hag ar brudañ sokial – hag e tro kein d’ar brezhoneg.
Er Bleun-Brug end-eeun e oa diaes kavout un erlec’hier d’ar chaloni Fave, e 1956. Goude un etrekarg gant Yves Le Bihan, un abad dizrouk, e voe fiziet ar garg er chaloni François Falc’hun, kelenner war ar c’heltieg e Kevrenn skol-veur al Lizhiri e Roazhon.
Den lennek-tre, hemañ a roas lañs d’ar C’haieroù trimiziek, savet a-ratozh evit kas ar preder war-raok. Diouer a arwarzh gantañ avat, hag hillig betek re gant e implij dibleg eus an doare-skrivañ skolveuriek en doa roet lusk dezhañ, d’ar vroadelourien, re Bro-Dreger dreist-holl, a oa tomm ouzh doare-skrivañ unan Roparz Hemon. Erlec’hiet e oa bet Falc’hun e 1959 gant ar chaloni Mevellec a glaske derc’hel penn d’ar vazh pa oa ar bed o cheñch.
Dres, an touell hag an hent-dall stag ouzh an amzer-dremenet eo a vag an tabutoù a vez embannet gant tud yaouank ar Bleun-Brug pa nac’hont an neuz folklorel a zeu da vezañ tamm-ha-tamm e hini. En em strollañ a reont neuze, ken abred a 1959, en-dro d’ar stourmer yaouank Gérard Pigeon. Gant ul lugan eeun met efedus -« Hengoun hag araokaat »- e tiskouezont dizale doare ar skolioù-meur hañv breizhek a erlec’hio, diwar 1962, stajoù sevenadur Breizh. E 1971 e roont lañs en-dro da Gaieroù ar Bleun-Brug deuet da vezañ Bretagne aujourd’hui e 1974. Ezteurel a reont bezañ kêriz hag a-gleiz war an dachenn bolitikel. Kreskiñ a ra o levezon kement ha ken bihan ma teuont da reoliañ al luskad met dres d’ar mare-se lod anezho n’o deus ket ezhomm ken eus ar gwiskad relijiel-se en o engouestl politikel.
Da get ez a Bretagne aujourd’hui e 1977 ha war ziskar ez a al luskad, daoust ma chom c’hoazh eus ar gevredigezh, kadoriet gant Charlez an Drev abaoe 1968. Digreskiñ a ra an niver a ouelioù, a oa tuet da vezañ modernoc’h ha politikeloc’h abaoe 1968, betek paouez, d’o zro : ar gouel diwezhañ a voe dalc’het e Plougastell-Daoulaz e 1979. « Mignoned ar Bleun-Brug », aozet abaoe 1975 evel ur gevredigezh kevezerez a vod ar re a oa bet bihan-niver e 1975 hag a chom o ruzañ en-dro d’o c’helaouenn gozh, dalc’het a-hed brec’h gant ar chaloni Mevellec. An dalc’h eo e voe kaset d’ar strad tost kempred ganto pennhêred bet stourmet outo an abad Perrot, kaset an eil re hag ar re all gant likaat ar gevredigezh.
Ur pennad troet e brezhoneg gant Tristan Loarer.
