Ar Brezel Bras
Tem meur an abadenn Sevenadurioù-mañ : ar Brezel 14-18.
Roger Laouenan istorour ha skrivagner ispisialiset war ar Brezel Bras, Alain Breteau kelenner war an istor e Gourin, Daniel Carre hag Andrea Ar Gal bet produet ganto an heuliad abadennoù radio diwar-benn lizhiri Loeiz Herrieu ha Jean-Jacques ar Floc'h a ra war-dro al lid en enor d'ar re varv er Brezel e Santez-Anna Gwened a vo klevet hiziv.
Philippe Lanoë a gonto deomp hiroc'h diwar-benn Rosalie e-barzh e gronikenn istor hag un tamm tro en diskouezadeg gouestlet da annezidi ar Mor-Bihan er Brezel Bras e raimp gant Mikael Le Bihannic e diellaoueg an departamant.
Gouelit ma daoulagad, Nous irons pleurer sur vos ombres, sed aze titl abadenn nevez Yann-Fañch Kemener diwar-benn istor ar soudard Julien Joa, eontr-bras dezhañ, bet graet ar brezel bras gantañ ha aet diwar-wel e fin ar bloavezh 1916 hep na vefe bet kaset keloù ebet d'e familh. E miz Meurzh tremenet eo bet adkavet roud anezhañ gant Yann-Fañch Kemener ha setu danvez fromus e abadenn nevez a vo tu gwelet en deizioù-mañ e Breizh evit enoriñ memor ar re varv er brezel.
Klevet vo ivez Ronan ar C'hoadig, prezidant ar gevredigezh Bretagne Culture Diversité, evit ur c'hilsell war ar c'hendiviz meur bet aozet gant BCD ar miz tremenet war an tem : minorelezhioù ha bedeladur.