Ar CELIB (Poellgor studiañ ha liammañ interestoù Breizh)

Aozer : Fabrice Marzin / Eost 2020
Ar CELIB a zo un aozadur a vod abaoe ar bloavezh 1950 pennoù bras ar politikerezh hag ar bed sokioekonomikel ha sevenadurel e Breizh. Dindan renerezh René Pleven ha Joseph Martray e kaser war-raok an diorren rannvroel ha buan e teu an aozadur da vezañ kendivizer pennañ ar Stad e ser politikerezh terkerezh an tiriad. Gwanaet eo bet e c'halloud goude 1972 met bez’ zo c’hoazh anezhañ betek penn kentañ ar bloavezhioù 1990, ken e komz c'hoazh hiziv an deiz pennoù bras ’zo eus, eus « spered ar Celib ».

Un aozadur levezonet gant an emsav

Krouet eo bet ar CELIB d'an 22 a viz Gouere 1950 e Kemper. Joseph Martray an diazezer ha sekretour meur an aozadur a zo un emsaver. Emskiant eo eus an disrannoù hag eus diefedusted an aozadurioù liesseurt a zo en emsav hag eus an diskred a zo bet lakaet warnañ da vare an Dieubidigezh. Sevel a ra neuze ur strategiezh nevez evit ma vefe anavezet an interestoù a-ziforc'h « pobl Vreizh » (anv ar gelaouenn a renas etre 1947 ha 1950). Krediñ a ra start eo ret strollañ nerzhioù bev ar vro evit kaout ur rannvroelouriezh vreizhat nevez. Klask a ra neuze ar CELIB strollañ ar bolitikourien wellañ, ne vern eus peseurt kostezenn e vefent en diavaez d'ar gomunisted, tud varrek eus ar bed sokioekonomikel ha sevenadurel ezel eus kevredigezhioù breizhek krouet abaoe dibenn an XIXvet kanted. A-drugarez da youl ha da spiswel Martray hag ivez da bersonelezh uhel ar prezidant René Pleven en deus ar CELIB graet berzh buan-tre.

Joseph Martray gant ar c'hentañ ministr Georges Pompidou da geñver digoradur ar Greizenn Elysée-Bretagne (4 bali Franklin Roosevelt, Pariz 18vet) e 1967 – Kred : Korantin-Keo

Kendivizer pennañ ar Stad e Breizh

   Buan-tre e teu ar CELIB da vezañ kendivizer pennañ ar Stad e ser politikerezh steuñv terkerezh an tiriad. An aozadur breizhat a gas war-raok un diorren rannvroel evit modernaat frammoù al labour-douar, diorren an industriezh hag an douristelezh pe c'hoazh gwellaat danframmoù an treuzdougen. War atiz un douaroniour eus skol-veur Roazhon, Michel Phlipponneau, e klask ar CELIB kenurzhiañ ha frammañ goulennoù metoù al labour hag an dilennidi vreizhat e stern teuliadoù steuñviñ rannvroel evel Steuñv Breizh e 1952 pe al lezenn-brogramm evit Breizh e 1961. Kensevel a ra neuze ar CELIB gant dileuridi ar Stad teuliadoù palioù da zont hag obererezhioù fetis evit ma vefe eus un diorren rannvroel gwirion evit herzel ouzh an digempouez etre ar rannvroioù lakaet war wel e 1947 gant Jean-François Gravier en e levr Paris et le désert français.

Emgav gant Olivier Guichard e Ministrerezh Steuñv ha Terkerezh an tiriad d'an 20 a viz Gwengolo 1968. A gleiz da zehou : Olivier Guichard, René Pleven, Joseph Martray. Kred : Dielloù departamant Il-ha-Gwilen. 30 J 302

« Emgannoù » ar CELIB, etre berzh hag enkadenn

Hep douetañs en deus graet ar CELIB berzh meur a wech e Breizh. E 1956 eo Breizh ar rannvro gentañ o kaout ur programm obererezh rannvroel awenet gant ar Steuñv breizhat. E 1962, « stourm an hent-houarn » a ro an tu da gaout prizioù a-ziforc'h evit ezporzhiañ marc'hadourezh evit ur rannvro lakaet da vezañ re bell ouzh marc'hadoù bras ar beveziñ. E-kerzh enkadenn Mae 68, gouarnamant Georges Pompidou a asant d'ur steuñv evit an hentoù e Breizh, e touez traoù all, evit modernaat ar buanañ ar gwellañ broioù ar C'hornôg. Ha neuze, da geñver ur brezegenn e Roazhon e miz Genver 1969 diwar-benn an digreizennañ, ar jeneral De Gaulle a zisklêrias : « Ar pezh a zo bet graet e Breizh gant ar CELIB a zo a bouez. Setu ar pezh a ranker ober evit Bro-C'hall a-bezh ».

Met mareadoù diaes a zo ivez er bloavezhioù 1960. Adalek 1962 ez eus dizemglev etre Michel Phlipponeau hag ul lodenn eus an dud e karg eus ar CELIB. Kavout a ra dezhañ e tougont re a vri da gouarnamant De Gaulle (« trubarderezh ar pennoù bras »). Rankout a ra ivez ar CELIB talañ ouzh adkreizennadur politikerezh steuñv terkerezh an tiriad gant krouidigezh an DATAR e 1963. Ar brall taolet war politikerezh ar steuñv terkerezh rannvroel, krouidigezh an EPR(où) ha kresk daoubolekadur buhez politikel ar Vvet Republik o deus gwanaet poellded hag obererezh ar CELIB betek lakaat an aozadur en arvar, dreist-holl goude dilez René Pleven ha Joseph Martray e 1972.

Emvod-meur ar CELIB d'ar 27 a viz Here 1973 e Pondi. War ar skeudenn ez anavezer Per Denez (an eil war an tu kleiz, George Lombard (4vet, Joseph Martray (6vet) – Dielloù departamant Il-ha-Gwilen. 30 J 376.

 « Spered ar CELIB »

Ar CELIB a gendalc'h da vont en-dro daoust da se betek penn kentañ ar bloavezhioù 1990 hag  embann a ra studiadennoù sirius ha fonnus.

Diwar ar CELIB ez eus diwanet mennozhioù, strollet ha bodet eo bet nerzhioù brasañ ar vro, sevenet eo bet ar pezh a gendalc'h an dud e karg e bed ar politikerezh hag an ekonomiezh da envel « spered ar CELIB », ar pezh a ziskouez splann eo chomet garanet an aozadur-se e memor pennoù bras ar vro.

troet diwar ar galleg gant : J-D Robin

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Fabrice Marzin, « Ar CELIB (Poellgor studiañ ha liammañ interestoù Breizh) », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 10/08/2020.

Permalien: http://bcd.bzh/becedia/br/ar-celib-poellgor-studian-ha-liamman-interestou-breizh

Levrennadur

  • Cressart, Jean-Pierre, Quand la Bretagne s’est réveillée. Celib, cinquante ans, Spézet, Coop Breizh, 2000, 155 p.
  • Martray Joseph, 20 ans qui transformèrent la Bretagne. L'épopée du CELIB (22 juillet 1950 - 2 février 1969), Paris, Ed. France-Empire, 1983, 318 p.
  • Marzin, Fabrice, "L'engagement breton de Joseph Martray", dans Patrick Harismendy et Luc Capdevila (dir.), L'engagement et l'émancipation, ouvrage offert à Jacqueline Sainclivier, Rennes, PUR, 2015, pp.189-202.
  • Nicolas, Michel, Histoire de la revendication bretonne, Spézet, Coop Breiz, 2007, 391p.
  • Phlipponneau, Michel, Debout Bretagne, Saint-Brieuc, Presse Universitaire de Bretagne, 1970, 532 p.

 

Liammoù : 

Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité