Ar gloued

Aozer : Annie Bardel ha Ronan Perennec / Du 2016

Miret kloz e oa an domani gant un dreilh uhel tro-dro dezhañ. Adkavet eo bet enni dor manati ar VIIvet hag an VIIIvet kantved a zigore war-zu ar mor, dres a-fas da leur an ti-pediñ. Gwarezet e oa an nor gant bez Gwenole, e sant diazezour, bet staliet e keur ar chapel-se. Miret e oa bet al lec’h evel ma oa goude-se, goude ma oa bet kaset relegoù ar sant e iliz an abati en IXvet kantved. Dres a-steud gant ar c’heur hag ar bez e oa an nor-greñv-se.

Plañ an domani en e bezh. Gronnet eo ar manati en e bezh, ar wazh, he mammenn hag ur chapelig gant ar gloued diavaez. (V. Bardel, diwar A. Bardel ha R. Perenneg).

 

Troet gant Jean-Dominique Robin

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Annie Bardel ha Ronan Perennec, « Ar gloued », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 22/11/2016.

Permalien: http://bcd.bzh/becedia/br/ar-gloued