Ar pardonioù e miz mae 68

Aozer : Johan Vincent / Mezheven 2020

Ne chomas ket ar gatoliked diseblant ouzh emsavadeg ar boblañs e miz mae 1968. Diskanañ klemmoù ar vicherourien hag al labourerien-douar a reas an iliz a-wechoù zoken. E fin miz mae, pa oa an emsavadeg en he barr e chomas beleien Sant-Brieg hep kestal pa gave dezhe e oa gwell leuskel pep hini ober e soñj war ar skoazell-mañ-skoazell a c’helle degas en-dro dezhañ, d’ar familhoù lakaet diaes gant an harz-labour paneveken. An diskrogidi diouzh o zu a ziwallas reiñ hent d’an Tren Gwenn a gase ar birc’hirined hag ar glañvidi da Lourdez hag o degase d’ar gêr en-dro. E 1995 avat ne c’hoarvezas ket ar burzhud-se un eil gwech.

Tra ma oa bet nullet ur c’halz eus ar gouelioù lec’hel e voe dalc’het ar pep brasañ eus ar pardonioù, evel hini Sant-Erwan, d’an 19 a viz mae e Landreger. E Pariz, pa ne oa ket a dir-eoul nag a dren war vale ken, e tibunas 15 000 a Vretoned er straedoù etre leurdraezh Lutesia hag  iliz-veur Itron-Varia Bariz. E Sant-Brieg avat e voe nullet pardon Itron-Varia an Esperañs. O koeñvat e oa ar pardonioù abaoe un nebeud bloavezhioù e gwirionez ha pa glasked cheñch o doare mui pe vui evit ma talc’hjent da sachañ tud. E miz genver 1969, da heul ur votadeg lec’hel, bet aozet evit termeniñ deiziad an dibunadegoù da zont, e voe divizet daleañ pardon Sant-Erwan d’an trede sul a viz mae.

Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité