Ar varc’hadourien lien, mistri war ar maezioù

Aozer : Yann Lagadec / C’hwevrer 2017

Miliadoù a dud a gave fred gant al lien e kreiz-Breizh : war-dro ar bloavezh 1770 e oa etre 3 500 da 4 000 gwiader, labourerien-douar war un dro al lod brasañ anezhe, ha kantadoù a nezerezed, aozourien, chalboterien pe, c’hoazh, kannourien dezhe ar gefridi brizius gwennaat an neudennoù lin - ha n’eo ket ar pezhioù lien evel ma veze graet gant al lienoù crées e Bro-Leon – diouzh ar pezh a oa erbedet gant ar reolennoù bet embannet e 1676 hag e 1736.

Ar varc’hadourien lien an hini a rene war ar gevredigezh-se. Meur a vicher a oa dezhe, diouzh ar pezh a lenner er « renabl ar merkoù » bet savet e Sant-Maloù er bloavezhioù 1780. Labourerien-douar en o aez e oa ar re zisterañ anezhe. Ne gase ket ar re-se o fred pelloc’h evit ar porzh bras. Ouzhpenn labourat an douar ha gwiadiñ e raent un tamm koñvers diwar un nebeud degadoù a bakadoù lien bet dastumet er maezioù tro-war-dro, hag a werzhent da varc’hadourien a-vras staliet e Kintin, Uzel, Monkontour ha Loudieg. Tremen hep ober gant hanterourien Sant-Maloù a rae ar re-mañ alies avat ha mont war-eeun e darempred gant o fratikoù staliet e Kadiz pe pelloc’h c’hoazh. Ar re-mañ, Digaultray e Kintin, Veillet-Dufrêche e Moncontour, Moizan e Treve, Morice e Uzel, Viet e Plouguenast, a lakaas sevel manerioù war ar maez ha letier e kêr. Tapout a reas darn dioute dont da vezañ nobl zoken o prenañ douaroù aotreet, evel Le Deist de Botidoux. Disheñvel-mat diouzh patrom juloded Bro-Leon eo o istor avat.

Dilezel o manerioù war ar maez ha kenwerzh al lien a reas ar familhoù-se e-tro fin ar XVIIvet ha deroù an XVIIIvet kantved, gwelloc’h dezhe postañ o arc’hant er prenañ douar evit mont da chom e kêr hag ober o zoull e-touez ar vourc’hizien « a galite », medisined, alvokidi ha noterien anezhe. Evel-se e voe kont, da skouer, gant Alexandre Glais-Bizoin ha Louis-Adolphe Robin-Morhéry, mibien ha mibien vihan marc’hadourien lien anezhe, a yeas d’en em deurel e kabaloù ar bolitikerezh.

Troet gant Jean-Dominique Robin

levrlennadur

  • Lagadec Yann, « L’horizon planétaire des ruraux bretons : toile et ouverture des campagnes dans la Bretagne des XVIe, XVIIe et XVIIIe siècles », in Martin Jean et Pellerin Yvon (dir.), Du lin à la toile. La proto-industrie textile en Bretagne, Rennes, PUR, 2008, p. 303-317.
  • Lagadec Yann, « Trévé et la Vera-Cruz : les horizons d’un marchand de toiles de Bretagne centrale au XVIIIe siècle », Annales de Bretagne et des Pays de l’Ouest, 2005-3, p. 127-142 [http://abpo.revues.org/1124].

Kinniget gant : BCD Sevenadurioù