Ar Vretoned hag ar boeson

Aozer : Thierry Fillaut / Mezheven 2017
Nebeutoc’h-nebeutañ a dud a varv abalamour d’ar boeson e Breizh. Kement-mañ a oa bet degaset c’hoazh war-wel gant Arsellva rannvroel ar yec’hed e 1993 pa ne gas ket an alkologezh he reuz tost e pep lec’h ken evel ma rae hanter-kant vloaz zo. Brud fall a vez dalc’hmat gant ar Vretoned evit afer-se avat, ha gant gwir abeg a-wechoù. Rak un dalc’h bras eo ar boeson c’hoazh war yec’hed tud ar vro… koulz hag ar raksoñjoù a vez maget en o c’heñver, skeudenn ar Vreizhad poazh gant an alkol paneveken.

Ur brud fall o tont eus pell

Abaoe ar Renad kozh, evit doare, ez eo brudet ar Vretoned evit bezañ lonkerien. En XIXvet kantved avat an hini e krogas ar vrud-se d’en em wriziennañ don. Mezverien pe lonkerien, sell aze penaos e veze taolennet ar Vretoned gant ur c’halz eus ar yec’hedourien hag eus ar pennoù bras. Hag ar re-se, sifroù gante, da ziskouez ez ae ar wallenn war washaat, e Penn-ar-Bed da skouer e lec’h ma eve an unan, well-wazh, teir gwech muioc’h a win ardant e 1906 (5,5 litrad/ den) evit na rae e 1826 (1,9 litrad/den), 80 vloaz a-raok.

Daoust hag ul loen pe ur c’hristen a zo diouzhit ‘ta ? Ar mezvier (Dastumad Hamonig) - Cartolis

Buan awalc’h e voe kendrec’het Yann-e-c’henou-dibrenn gant seurt skeudennoù. Hag ar skol da gas anezhe pelloc’h dre forzh testennoù ha taolennoù skouerius a veze implijet gant ar skolaerien da stourm ouzh an alkolegezh. Hag ar c’hartennoù-post da zegas dour d’ar vilin c’hoazh, evel ar rummad flemmskeudennoù « la Bretagne » embannet gant Artaud et Nozais, pe, pilpousoc’h c’hoazh, dre ur meneg kentelius bennak.

Strevet e veze brizhskeudenn ar Vretoned mezverien anezhe-tout gant ar rummad flemmskeudennoù « la Bretagne » embannet gant Artaud et Nozais. Klemmoù a vil-vern a oa bet d’ar c’houlz-se evit ma paouezje an embanner d’o streviñ hag ar goñversanted d’o gwerzhañ - Cartolis

War-dro 1850 koulskoude ne veze ket evet muioc’h a alkol e Breizh, forzh peseurt boeson e vije, evit na veze evet, well-wazh, e Bro-C’hall. Ha pan erruas buan ar chistr ouzh taol kazi e pep lec’h en Il-ha-Gwilun, dour ha laezh an hini a veze evet c’hoazh war ar pemdez gant kalz a diegezhioù e Breizh-Izel ; ha betek fin ar c’hantved zoken e Bro-Leon.

A bep seurt mod evañ

Ha pa ne gustume ket Breizhizeliz evañ kalz war ar pemdez e veze tamallet oute bezañ lonkerien memestra war zigarez e plije da lod anezhe, peizanted ha micherourien tapout un tortad gwech an amzer p’o deveze digarez d’en ober. Ha digarezioù a veze avat : sul, gouelioù, pardonioù, euredoù, badeziantoù hag interamantoù, anez kontañ ar foarioù hag ar marc’hadoù.

Ur ribouladeg, gant Alexandre Bouet (testennoù) hag Olivier Perrin (tresadennoù), « Diwezh ar pardon », pp 57-160 e Breiz-Izel ou la vie des Bretons d’Armorique, Paris, B. Dusillion embanner, eil embannadur, 1844, 162 p

Gwashoc’h c’hoazh, da lâras arsellourien zo : « Ar Vretoned, koulz merc’hed ha gwazed, zo tuet da gargañ ouzhpenn o c’hont ha da c’hoari las diwar voeson, hag int bugale c’hoazh » (A. du Châtellier, L’agriculture et les classes agricoles de la Bretagne, 1863). Ha kement hag ober ez eont gant ar gwin ardant kentoc’h evit forzh peseurt boeson all : Lodivi an hini a yae d’ober 60% eus an alkol bet evet, well-wazh, gant pep Pennarbedad e 1865.

Ganin e vez graet lambig – Cartolis

Da soñj an holl neuze ne veze diouzh an alkolegezh nemet disoc’h ar boaz da evañ re a voeson kreñv. Diwar-se e oa splann d’an holl e oa ar Vreizhizeliz dalc’het gant ar boeson. D’o meno e tiskoueze ar vezventi hag ar boas da evañ gwin ardant pegen bras e oa an droug er vro ha pegen mallus e oa reiñ harz dezhañ.

Stourm ouzh ar vezventi diroll er-maez an ti an hini a voe stourm ouzh an alkolegezh adal neuze, anez gortoz lezenn an 23 a viz Genver 1873 a voe lakaet strishoc’h e pleustr e Breizh evit e lec’h all : e 1902, diwar an holl varnadennoù a denne d’ar vezventi e Bro-Frañs, e yae an drederenn anezhe gant departamant Penn-ar-Bed. Mirout ouzh an dud a evañ muioc’h-mui a win ardant o paskañ evajoù goet dezhe, gwin dreist-holl, an hini a voe graet ivez, evel da soudarded an talbenn e-pad ar brezel bras.

Raktres ur gevredigezh stourm ouzh ar vezventi e Penn-ar-Bed (5 a viz Ebrel 1849) - Dielloù kêr Gemper, 8 J 37 -

Eus ar vezventi d’an alkolegezh : lezenn ar marc’had

Cheñchamant a voe avat e diwezh an XIXvet kantved. Kustumiñ a reas ar Vretoned da evañ chistr ouzh taol bep ma n’em lede an dachenn gounit gwez avaloù, war-bouez ar c’hornioù-bro ne broduent ket dioutañ (Bro Leon da skouer) hag ar re a veze gwini enne (Bro Naoned). Un drederenn eus chistr Bro-Frañs a veze produet e Breizh er bloavezhioù ’30.Tamm-ha-tamm e voe kemeret e blas gant ar gwin ruz a veze diskarget en Oriant gant an drafikourien gwin : en tavarnioù da gentañ, e lec’h ma kustume ar wazed en em gavout hag er gêr neuze adalek ar bloavezhioù 1960. Da bep rummad e voeson : er bloavezhioù 1970 e teuas ar bier da vezañ boeson eus an dibab evit ar re yaouank.

Diwar kresk ar produiñ hag ar gwerzhañ e cheñchas ar boazamantoù. E 1914 e oa bet tapet ar boaz da evañ boeson kazi er vro a-bezh ha deuet ar vezventi da vezañ stad uhelañ ar boaz-se. Hanter-kant vloaz war-lerc’h e oa splann an disoc’hoù. Eus 1950 da 1980 e varve an dud abalamour d’ar boeson muioc’h e Breizh evit e forzh peseurt lec’h all e Bro-Frañs. Aet eo ar wallenn war-gil abaoe ha pa vije kaoz alies er mediaoù eus tortadoù bras ar re yaouank d’ar yaou d’an noz e Roazhon hag e Brest pe da goulz nozvezhioù ar seier-skol.

Fromet e vez an dud gant tortadoù sizhuniek ar studierien. Isabelle Audigé « La Biture express », Le Rennais, 13 a viz Here 20077

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Thierry Fillaut, « Ar Vretoned hag ar boeson », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 16/06/2017.

Permalien: http://bcd.bzh/becedia/br/ar-vretoned-hag-ar-boeson

Levrlennadur

Levrlennadur [pdf]

 

Unan eus abadennoù « Clichés bretons »

Kinniget gant : BCD Sevenadurioù