Ar vretoned o tivroañ da vare aloubadeg Bro-Saoz e 1066

Aozer : Michel Brand'Honneur / Du 2016
Gwilherm, dug an Normaned, sikouret gant ur vagad Bretoned, a dap tron roue ar Saozon, goude bezañ bet trec'h en Hastings. Etre 1066 ha 1135 pe war-dro e teredo da vro-Saoz marc'heien a Vreizh, deuet da vrasaat niver e heulierien. Noblañsoù bras ha bihan, deuet evit kalz eus outo eus Biz Breizh, ne vo ket pell oc'h ober o zoull e bro ar Saozon, e-lec'h ma chomint da vat, e-mesk an noblañsoù Norman hag Angl-ha-Sakson.

Niverus ar Vretoned en emgann Hastings

Goude marv Edouarzh ar C'hofesour e 1066 e oa anvet Harold roue ar Saozon. Met daou briñs all a felle dezho tapout e blas war an tron : Harald, roue Norvegia, ha Gwilherm, dug Normandi. Dilestrañ a ra an hini kentañ war-dro York d'an 18 a viz Gwengolo, met trec'het ha lazhet eo gant Harold. Dilestrañ a ra an eil, Gwilherm, a e gevred bro-Saoz d'an 28 ha d'an 29 a viz Gwengolo. Deredek a ra Harold, tizh gantañ, hag en em gannañ a ra an daou arme d'ar 14 a viz Here en Hastings. Tri bagad soudarded zo gant Gwilherm : an Normaned e-kreiz, ar C'hallaoued en tu dehou, ar Vretoned en tu-kleiz. Goude un hir a emgann, e vo trec'h an dug Gwilherm, goude m'o doa tec'het kuit ar Vretoned e mare an emgann. Lazhet e voe Harold.

Kentañ luskad divroidi

Ma n'eo anavezet anv ebet eus perzhidi emgann Hastings, moarvat e voe eno Ralf ar Saoz, daou vab Eudes (breur Alan III Dug ar Vretoned), met ivez Alan ar Rouz ha Brien, hag o gwazed d'o heul, war an dachenn emgann. Rak pourvezet e voent gant douaroù ar re drec'het. Brien, da skouer, a vefe aet d'en em staliañ e Gevred bro-Saoz. D'an nebeutañ emañ eno e 1069 evit stourm ouzh un argadenn renet gant mibien ar roue Harold, aet da Anaon. Daoust da-se ne glask ket Gwilherm diframmañ brientinelezh Angl-ha-Sakson, gwelloc'h eo gantañ en em glevet ganto.

Enor Richmond e dibenn ar XIVvet kantved, un tiriad fetis en hanternoz, ha douaroù liesseurt e reter bro-Saoz.

Mare an emsavadegoù hag eil marevezh an tuta

Koulskoude e 1067 en em sav an Angl-ha-Saksoned ouzh Gwilherm. Moustret e voent gantañ, en doareoù kriz a-wechoù, ha lakaet enbroerien en o flas. Emsavadeg c'hwitet mab Ralf ar Saoz, anvet Ralf Gael, er bloaz 1075, da skouer, a oa kaoz ma voe harluet e Breizh. Hag e zouaroù saoz, chomet diberc'henn, a voe roet da Huon Avranches, kont Chester. Eno e stalias e wizien, evel Gwezhenneg mab Karadog eus Labouseg, e-tal Dol. Fallidigezh Edwin, kont Mercia goude emsavadeg 1070 a roio tro da Alan ar Rouz dont d'ober e annez e pezh a zeuio da vout kontelezh Richmond.

Bretoned all da vare Herri Iañ (1100-1135)

Henri Iañ, 4re mab Gwilherm an Alouber, a zeuas a-benn da dapout an tu kreñv war e vreudeur, ha dont a reas da vout roue bro-Saoz er bloaz 1100, ha dug Normandi e 1106. A-boan ma oa war dron bro-Saoz ma vodas tro-dro dezhañ gwazed nevez e-touez e geneiled a Vreizh. Evel-se e teuas Alan, breur senesal Dol, Gwilherm Elvinieg (en hanternoz da Roazhon) a gaver e-touez e verourien. War-lerc'h 1116, e voe tutaet Bretoned tro-dro da

Stevan kont Penteur ha Richmond, breur Alan ar Rouz († e 1093). Eus bro Lambal e oa darn vrasañ ar Vretoned-se.

Niver an enbroidi

Neuze ez eo er bloaz 1066 e krogas Bretoned da vont da vro-Saoz, pezh a bado betek ar bloaz 1130. Tro 5% eus an noblañsoù perc'henn war zouaroù bro-Saoz a vefe Saozon a orin breizhat, pezh a c'hellfe klotañ gant an 250 marc'heg eus a Vreizh vez meneget e Magna Karta 1166. Liammoù a veze dija koulskoude etre Bretoned hag Angl-ha-Saksoned a-raok emgann Hastings, evel da skouer Ralf ar Saoz a oa perc'henn war zouaroù e bro-Saoz hag e Breizh a-raok 1066.

Piv oa an enbroidi ha petra int deuet da vezañ

Dont a ra darn vrasañ ar Vretoned eus ar broioù dindan levezon an Normaned pe an Edoneded, da lavaret eo korn-broioù Felger, Dol, Komborn, Dinan ha Lambal. Izili an noblañs uhel pe izel, mibien naturel pe yaouerion ar familhoù a renk uhel eus Dinan, Felger pe Gwitreg. Daou strollad bras a zo deus outo, a vo staliet diouzh un tu en Hanternoz hag er Reter, egile er C'hornog hag e Kreisteiz bro-Saoz.

Evit ur biken e chomo darn vrasa an enbroidi e bro-Saoz. Eureudoù a vo lidet, azalek ar rummadoù kentañ, gant noblañsoù Norman hag Angl-ha-Sakson, hu buan a-walc'h, war a seblant, e kollont al liamm gant o c'herent e Breizh.

Talvoudus-bras e vo evit lod eus an enbroidi chom feal da viken ouzh roue bro-Saoz. Kalz uheloc'h e vo o renk er gevredigezh eget an hini a zo gant o c'herent chomet e Breizh. Gwezhennog mab Karadog, da skouer, a vo e penn aotrouniez kastell Monmouth, pa n'eo nemet aotrounez ar barrez e c'herentiezh e Breizh. Gwelloc'h c'hoazh, zoken ma chom un nemedenn, aet renk Alan, breur senesal Dol, kalz war-raok, p'eo hendad d'ar re Stuart a vo rouaned bro-Skos ha bro-Saoz.

Tour-dor kastell Richmond - Dylan Moore 2009 CC BY-SA 3.0

 

Troet gant Kuzul ar brezhoneg

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Michel Brand'Honneur, « Ar vretoned o tivroañ da vare aloubadeg Bro-Saoz e 1066 », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 22/11/2016.

Permalien: http://bcd.bzh/becedia/br/ar-vretoned-o-tivroan-da-vare-aloubadeg-bro-saoz-e-1066

levrlennadur

  • Keats-Rohan K.S.B., « Le rôle des Bretons dans la politique de colonisation normande de l’Angleterre (vers 1042-1135) », Mémoires de la Société d’Histoire et d’Archéologie de Bretagne, 1996, t. LXXIV, pp 181-215.
  • Jeulin Paul, « Un « Honneur » anglais. Aperçus sur le « comté » de Richmond en Angleterre, possession des ducs de Bretagne (1069/71-1398) », Annales de Bretagne et des Pays de l’Ouest, 1935, t. 42, pp 265-302.
  • Guillotel Hubert, « Une famille bretonne au service du Conquérant : les Baderon », Droit privé et institutions régionales, Etudes historiques offertes à Jean Yver, 1976, pp. 361-367.
  • Jones Michael, « Notes sur quelques familles bretonnes en Angleterre après la conquête normande», Mémoires de la Société d’Histoire et d’Archéologie de Bretagne, 1981, t. LVIII, pp 73-97.
  • Jones Michael, The Family of Dinan in the middle ages, édit. Le Pays de Dinan, Dinan, 1987.
  • Morin Stéphane, Trégor – Goëlo – Penthièvre : le pouvoir des Comtes de Bretagne du XIe au XIIIe siècle, Rennes, Presses Universitaires de Rennes, coll. Histoire, 2010.
  • Butler Lawrence, « The origins of the honour of Richmond and its castles », dans Robert Liddiard  (Ed.), Anglo Norman Castles, Woodbridge, Suffolk, The Boydell Press,‎ 2003.
  • Vincent Nicholas, « Twyford under the Bretons 1066-1250 », Nottingham Medieval Studies, xli (1997), pp 80-99.
  • Chedeville André et Tonnerre Noël-Yves, La Bretagne féodale XIe-XIIIe siècle, Rennes, Ouest-France, 1987.