Ar webdoc "A bientôt de vos nouvelles"

1815 lizher diellfennet, 75 lakaet war-wel, 300 skeudenn kempennet, ha setu goude 18 miz labour un oberenn bet kempennet dindan ur stumm brav evit an Internet : ar webdocumentaire "A bientôt de vos nouvelles" a zo bet lakaet en-linenn d'al lun 7 a viz Gwengolo. Lakaat ar ra war-wel lizhiri eizh soudard eus Breizh.

Lakaet ez eus bet ar gomz ivez war ar c'houlzad "Bazhvalan" a ginnig d'an neb a gar mont e darempred gant brezhonegerien a vihanik.

En-linenn emañ ar webdoc "A bientôt de vos nouvelles"

Abadenn radio Sevenadurioù

An abadenn radio « Sevenadurioù » a zo kensavet gant « BHS – Brudañ ha Skignañ », bodad ar radioioù kevredigezhel e brezhoneg : Radio Kreiz Breizh, Radio Kerne, Arvorig FM ha Radio Bro Gwened.

Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité