D’ar 15 a viz eost 2007 e voe digoret Le Rosier, an ti kentañ bet ac’hubet er ZAD. Ac’hubidigezh ar ZAD avat ne grogas da vat nemet e miz eost 2009 da heul Sizhunvezh ar Rezistañs hag ar C’hamp stourm evit an hin. Neuze e teuas annezidi nevez da ac’hubiñ an tier dilezet pe da sevel lochennoù. A-benn ma teuas ar goañv e oa un tri-ugent bennak anezhe, a voe graet ar zadisted dioute adal neuze.
Tamm-ha-tamm e voe savet gante ur meni-kevredigezh padus ledet war dachenn an danvez-aerborzh. Ac’hubet e voe un tregont lec’h bennak, lochennoù dister e-kreiz ar c’hoadoù, tier dilezet bet ad-annezet, kozh kirri-kampiñ ha kêriadennoù tier-koad bihan. Da bep lec’h e berzhioù dibar, e idantelezh, e vuhez-eñ e-unan. E 2013 e oa bodet ar re galetañ sañset er Far-West, berzet strizh ouzh ar gazetennerien. E Les Fosses Noires e veze poazhet bara div pe deir gwech ar sizhun. E Le Sabot e voe kempennet ul liorzh bras a-stroll. E La Sècherie e krogas Radio Klaxon da skignañ hec’h abadennoù e miz c’hwevrer 2012, war 107.7 FM… an hevelep gwagenn ha radio gourhentoù Vinci. Daou lec’h avat, La Vache Rit ha La Chateigne zo bet ur perzh bras gante.
Ul lec’h degemer strolladoù dreist holl e oa La Chateigne, bet savet d’ar 17 a viz du 2012. Eno e oa un ti-kouskva, ur sal emvod, un atalier, un No-Taverne hag ur gegin a-stroll. Ul lec’h kreiz e oa er ZAD, koulz evit ar pourveziñ hag an aozañ. Eno e veze dalc’het emvodoù reoliek annezidi ar ZAD evit termeniñ o dalc’h boutin hag eskemm diwarnañ en tu all da interestoù an unan ha da perzhioù dibar pep lec’h ha pep strollad. Distrujet e voe d’ar 17 a viz mae 2018.
Ur pourpez bet prestet gant ul labourer-douar e oa La Vache Rit. Eno en em vode alies an emsav a-enep an aerborzh en e bezh. Eno e oa kreiz-kalon an darempredoù etre ar zadisted ha stourmerien an « diavaez » (ACIPA hag all…). Ul lec’h serriñ hag eskemm madoù e oa ivez : kozh dilhad, louzeier, profoù bet kaset gant kuzulioù skoazell hag all…
E miz ebrel ha miz mae 2018 e voe skubet ar ZAD dre heg. Lod eus ar zadisted avat a reas o soñj chom e Kêrnitron-al-Lanneier, oc’h ingaliñ o stad diouzh al lezennoù, dre emglevioù en em staliañ a verr-dermen peurliesañ.