Bez Per Broereg

Aozer : Victorien Leman / Ebrel 2021

Gant ur monumant ez eo lakaet anat al liamm kreñv a oa etre an tiegezh Broereg ha chapel Lokmaria : maen-bez Per Broereg an hini eo. E-barzh keur ar chapel edo hemañ da zigentañ met dilec’hiet e oa bet da-c’houde, en XIXe kantved, ha kaset d’al lec’h ma weler anezhañ en deiz hiziv c’hoazh. Un dar vras eo, dezhi 3 metr a-hed hag 1,50 metr a-led, e maen-raz. Kizellet zo war ar maen-bez un orant, ur marc’heg pedennus gantañ e skoed, e gleze, e gentroù hag e houarnwisk. Emañ e dreid war-c’horre ur c’hi, un arouez a fealded. Un daez, gotek e stumm, a zo war e dro, hag a-us da hennezh daou ael o tenijal a-ziwar ar c’hoabroù, ganto ezañsoueroù ; unan eus an aeled a seblant dalc’hen ur plad hag egile ur gib, kement ha degas da soñj kenkoulz all eus sakramant an aoter : ar bara hag ar gwin. A bep tu d’an den pennañ e weler pevar bann a zo kizellet warno gwazed ha maouezed daou-ha-daou, tres keuziet warno. Gant pep hini eus an dud-se ha gant ar marc’heg e-kreiz ez eus skoedoù, warno pep a ardamez. N’eo ket posubl deomp avat, gant an dielloù a zo en hor c’herzh betek-henn, gouzout d’ar sur pere eo an tiegezhioù ardamezet aze. Kredabl bras e tlefent klotañ gant liammoù maberezh an hini marv (e lignezoù noblañs). Ar c’housourin  a weler war skoed an orant (pe den pedennus)  a c’hellfe a-walc’h bezañ an hini a oa war ardamez an tiegezh Broereg, « en erminig e vazh en gul diouzh sourin ». O welet an dilhad hir a-walc’h a zo gant an holl dud-se, koulz hag armoù ar marc’heg, e c’heller deiziadiñ ar bez e-kreiz ar XIVvet kantved, ar pezh a glot tre-ha-tre gant an deiziad a lenner war ar skrid a zo en-dro d’ar marc’heg :

« Amañ emañ Per, mab da Alan Broereg, Doue ra bardono d’e ene ; az eas da Anaon e Saumur d’ar Yaou kent deiz Sant-Varzhin ar goañv, o tont eus ar brezel etre roue Bro-C’hall ha roue Bro-Saoz ; hag a voe en arme Bro-C’hall e pont Avandin hag en arme Bro-Saoz dirak Tournay. Lakaet e voe degas e gorf amañ gant Alix, e wreg, ha Gwilhom, e vreur, er bloaz 1340. »

Maen-bez Per Broereg, war-dro 1340. Foto gant Victorien Leman, 2017.

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Victorien Leman, « Bez Per Broereg », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 27/04/2021.

Permalien: http://bcd.bzh/becedia/br/bez-per-broereg

Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité