Bob Simon - Kastell-Paol

Bob Simon - Kastell-Paol / Saint-Pol-de-Léon

E Brezhoneg koulz hag e Galleg emañ Bob Simon o toullañ kaoz ganeomp diwar-benn an hentenn bet heuliet gantañ, hini ur c’homedian o labourat gant ar re yaouank koulz hag ar re goshañ. War e leve emañ nevez zo, met komedian ur wech, komedian evit ar wech ! Pell zo emañ en e soñj c’hoari Shakespeare. moarvat e vo posupl dezhañ leurenniñ Mac Beth un deiz bennak ? Sed aze ar goulenn...

Kavit a-zindan stumm komzet ha stumm skrivet an atersadenn :

Testenn e brezhoneg komzet notennet gant Lors Jouin :

Bob : Labouret e veze kalzig er skolioù

Lors : Er skolioù

Bob  : Ya lak' ...lakaat ar vugale d'ober ...d'ober c'hoariva

Lors : A

Bob : Ha koulz e galleg hag e brezhoneg koa

Lors : A ya

Bob : Ya hag an dra-ze ...an dra-ze 'vefe … a gemere « euh » n'é' ket  ar bras eus an amzer med kalzig amzer koa

Lors : A ya

Bob : Ya setu 'vel just evid...evid an dud diaveaz an dra-ze n'é' ket...n'é' ket  anavezet evel just med...

Lors : Med nann …

Bob : Med an dra-he ...kavout a reen  'oa a bouez ...lakaat ar vugale d'ober traoù beñ e brezhouneg pegwir pet'a eo er yezh ma 'vez ket ...ma 'vez ket lakeat da dalvezout koa hag ma 'vez ket krouet traoù e brezhouneg ...ma 'vez ket ...gwir eo heñ

Lors : Beñ ya

Bob : Hag treiñ a rea  mad heñ plijadur bras a veze ga'd ar vugale o … o c'hoari koa

Lors : Ya ya

Bob : A ya ya ya

Lors : Ha neuhe 'benn ...'benn ...'benn kaout ar skoulioù-mañ ha tout hag an arc'hant ivé' « euh » piou 'n im okupe deus ze Strollad ar Vro Bagan petram' tud all

Bob : Beñ Ar Vro Bagan pa... keit «  ouais «  keit ma oan ga'd  Ar Vro Bagan e... e veze Ar Vro Bagan med goude ...goude 'poa un tammig dija an daremprejou 'oa... ni  'oa Treiñ a reem'  er memes skolioù dre vras a vloaz da vloaz koa

Lors : A ya

Bob : O ya

Lors : Hag Strollad «  Mad ar Jeu «  zo deut goude …

Bob : Ya ...beñ goude  'fiñ ...savet ...daou vil pemp 'gav din  hor beus  savet ur gevredigezh  « C'hoariva «  evid bodañ ...bodañ c'hoari... ar ...penaos ar strollajou a c'hoarie e brezhouneg ha dre ze ez eus bet goulennet digant ar rannvro kaout «  euh » penaos  er raktres koa evid chikour penaos al labour e brezhouneg er skolioù  er c'hoariva ha setu 'benn ar fin e … an arc'hant  penaos … ar rannvro a roe pemp ha tregont dre gant ...pemp ha tregont dre gant deus … deus pezh a gouste koa setu 'vid ar skolioù 'oa ket ker ken

Lors : A

Bob : Setu « voilà «  setu an dra-he 'zo bet negosiet ga'd ar...ga'd ar rannvro hag bon treiñ a rea heñ  ya hag bez 'z eus deus an dra-he 'tao …

Lors : Atao

Bob : Ya ya ya ya ya

Lors : A ya

Bob : Ya

Lors : Ha c'hwi 'zo … c'hwi 'zo  'ba 'r jeu

Bob : Me 'vezan ket ken er skolioù me 'zo  war va leve o o o  hey o

Lors : A ya

Bob : Med ...med a bouez eo e vefe kendalc'het d'ober c'hoariva ga'd ar vugale er skolioù a ya

Lors : Sertanam' ya

Bob : A beñ ya

Lors : Ya ya hag an dra-ze a blij de'o ié

Bob : Kenañ

Lors : A ya

Bob : Beñ ya 'veljust … a ya ya ya ya ya ...med 'vez ket graet awalac'h heñ plas plas a vefe evid ...evid kalz muioc'h a dud heñ

Lors : Ya  sertanam'

Bob : O beñ ya ma...ma 'yafe ar re yaouank beñ komedianed yaouank  c'hoant ga'to labourad er skolioù  pppffff plas a 'zo heñ  a ya ya ya

Lors : Marteze an arc'hant a vanke … a vankefe … ar Rannvro an departamañchoù  n'é ket zur yao

Bob : «  ouais «   'veljust med n'é ket pppfff  o ya med ahe 'giz ...'giz  'm'emañ bremañ n'é ket kement-se un afer a arc'hant heñ

Lors : A nann

Bob : Beñ ne goust … ne goust ket ker d'ar skolioù kaout ...kaout komedianed d'ober war-dro ar vugale ha...ha  sevel pechoù-c'hoari asamblez ganto

Lors : A bon

Bob : Ne goust ket k...beñ «  non «   koust a ra kalz muioc'h ...kalz … da... da … da geroc'h ez a mont... n'ouzon ket med da...d'an erc'h pet'amant klasoù klasoù mor pe traoù 'eseik... beajoù traoù 'eseik  koust a ra kalz … kalz keroc'h eget kaout kaout unan bennag

Lors : Ya gwir eo

Bob : 'Pad...'pad  er frapad ec'h  ober c'hoariva gant ar vugale heñ

Lors : Ya gwir eo

Bob : Beñ ya setu «  non , non ,non «  pa 'vez c'hoant a... 'vez kavet an arc'hant heñ

Lors : Ya ya ya ya

Bob : Ya ya

Lors : Hag ar pezh-c'hoari diwéon 'peus bet c'hoariet digant...digant  'n dud 'giz aktour 'raok 'raok mont war...war ho leve peseurt pezh-c'hoari 'oa

Bob : O evid c'hoari n'oun ket eat war va leve ...kendelc'her a  ran...

Lors : Nann nann med me 'lar 'giz « euh »

Bob : Nann e oa beñ ga'd « euh »  ...ga'... ga' Madarjeu « euh » penaos « euh » Kontadennoù «  Canterbury  «  ahe

Lors : A kontadennoù «  Cantebury  «  ya

Bob : Ya savet hor boa er pezh-c'hoari

Lors : Set'...

Bob : Gant 'fiñ  diwar diou gontadenn deus «  Chaucer  «  ahe ...kontadennoù «  Cantebury » koa

Lors : Ya

Bob : Ya hag...

Lors : Ha c'hwi eo an hini a n'eus troet ar...

Bob : Ya

Lors : An testennoù

Bob : Ya

Lors : A ya

Bob : Ya ...heñ

Lors : N'é ket be' re start « euh »...

Bob : A a a a  a-wechoù

Lors : Beñ ya kar...

Bob : Nann med 'oa ket ...'oa ket divar « euh » saozneg fin ar grennamzer heñ

Lors : Nann nann

Bob : Setu ...o lakeat hon eus un neubeud frazennoù e...

Lors : A memestra

Bob : Ya beñ 'veljust ahe zoken... ar Saozon zoken n'o diche  ket komprenet heñ

Lors : A nann

Bob : Beñ nann ...evel ma vefe beñ galleg n'ouzon ket me «  François Villon «  bremañ

« euh »…bez e c'hellez sutal a-benn ...a-benn kompren heñ

Lors : Ya ya

Bob : Beñ ya

Lors : Ya ya ya ...ha just 'wac'h an dra-mañ ...troiñ ...troiñ e brezhoneg an dra-he ... 'neus bet plijet doc'h...

Bob : Kenañ

Lors : An dra-he 'zo 'r sakre labour heñ

Bob : Ya ...med « ouais «  med plijus eo ...plijus eo pe'gwir  ret eo dit terriñ da benn ha da reur a-wechoù evid ...evid kaout ar pezh a zo ar justa' koa ...bon teuer  ket a-benn atao pe'gwir pa vez c'hoari ga'd ar gerioù ha traoù 'veseik é' dies kenañ tremen deus « euh » heñ …

Lors : Ya dies eo

Bob : Lakaat...lakaat an dra-ze en ur yezh all koa

Lors : Ya ya

Bob : Bon med klasket e vez  just awalac 'h da «  voilà hein  » e brezhouneg o ... kaout un  dra bennak demdost memestra 'fiñ « euh »

Lors : Ya

Bob : Nann me...me ...me 'blij din …

Lors : Ya 'vel 'lare « euh » ...

Bob : n'é ket eas ...nann ...n'é ket eas ... heñ labourus eo med «  euh ouais euh »

Lors : N'é ket eas ha 'vel 'lare n'ouzon ket piou «  euh traduire , c'est trahir »

Bob : Ya

Lors : Sete...

Bob : Ya ya ya an dra-ze 'zo «  Trade ( saozneg )  «  ié ...'deus roet eo ié « euh » eskemm « euh » heñ  kenwerzh

Lors : Ya ya ya

Bob : Setu «  ouais » nann nann nann med un dra plijus eo kendelc'her a ran heñ ahe 'm eus un neubeud traoù war ar stern ahe

Lors : A ya

Bob : Ya

Lors : Ha daoust hag-eñ ho peus skrivet pezhioù-c'hoari hoc'h-eun

Bob : Diouzh ...diouzh ret evit ar skolioù... med n'int ket bet embannet a a a a

Lors : A

Bob : Nann nann nann « ouais «   ...pe kempenn ...kempenn pechoù-c'hoari koa da lakaat da glota' ga'd ...ga'd an ezhommoù 'benn ar fin koa

Lors : Hmmm

Bob : Atao un dra bennak pleustreg pa oa ...pa oa ...pa oa ezhoumm deus un dra bennak koa med me n'oun ket skrivagner kement-se

Lors : Nann

Bob : Nann nann nann n'é ket « euppff » nann nann

Lors : Ha daoust hag-eñ 'peus bet soñjet 'ba ...'ba serten pezhioù-c'hoari petram' « euh » ya me oar me ...rolioù …a me oar...'piche bet c'hoant c'hoari' ha 'peus ket bet graet... 'peus ket bet digare' da ...da c'hoari'

Bob : Er pennad 'zo bet 'oa er raktres «  euh » evid ober un taol bruderezh evid ar brezhouneg kaout el leurenner mil ...mil vrudet koa er bed a-bez zoken med er «  Peter Brook «  bennak pet'amant «  Declan Donnellan  «  pe la... evit sevel er ...er «  shakespeare «  e brezhouneg med bon pppfff...

Lors : Ha peseurt hini peseurt ...

Bob : Beñ «  Mac Beth «  'zo bet troet mad kenañ troidigezh Roparz Hemon a zo mad kenañ

Lors : A bon

Bob : Ya ...setu 'viche ...ar raktres ' oa ...'oa «  Mac Beth » med bon ppff  ret eo kaout beñ ret eo ...ret eo ober an dra-ze a-vicher e-pad ...'pad bloaz koa...panefe  ivit  kaout an dud  er sapre …'r  sapre labour eo hag bon 'benn ar fin 'z eus bet den ebet gouest d'ober un dra-he  koa

Lors : Ha n'é ket bet kinniget da...da...d'an « TV » brezhoneg ober ze « euh »

Bob : 'Gaf ket din

Lors : Nann

Bob : 'Gaf ket din ...med an dra-ze 'viche ...'viche bet en taol ...en taol bruderezh  pe'gwir n'ouzon ket ...me m'eus gwelet « Mac... »euh... Mac Beth «  just awalac'h e «  Festival Aurillac »

Lors : Ya

Bob : Gant Polonis

Lors : A bon

Bob : «  Ouais » gant 'bep seurt.... doare «  Mad max « en tammig bi'en ... motoioù ha traoù 'ese  koa   ekstra « et ah  ouais «  penaos «  trash «  penn-da-benn «  rock and roll » koa

Lors : Ya ya

Bob : «  Ah ouais «  med «  Mac Beth » me ne gomprenan ket ...n'anavezan er ... ger ebet e Poloneg ha padal beñ ...tout an dud a heulie ar pezh en un doare ekstra koa

Lors : A ya ya

Bob : Setu pppfff...

 

Testenn e brezhoneg skrivet adlennet gant Francis Favereau :

Bob : Labouret e veze kalzig er skolioù

Lors : Er skolioù

Bob : Ya lakaat… lakaat ar vugale d'ober… d'ober c'hoariva

Lors : A

Bob : Ha koulz e galleg hag e brezhoneg koa

Lors : A ya

Bob : Ya hag an dra-se… an dra-se a vefe… a gemere « euh » n'eo ket ar bras diouzh an amzer met kalzig amzer koa

Lors : A ya

Bob : Ya setu evel-just evit… evit an dud diavaez an dra-se n'eo ket… n'eo ket anavezet evel-just me...

Lors : met nann

Bob : met an dra-se… kavout a raen e oa a-bouez… lakaat ar vugale d'ober traoù beñ e brezhoneg peogwir petra eo ur yezh ma ne vez ket… ma ne vez ket lakaet da dalvezout koa ha ma ne vez ket krouet traoù e brezhoneg… ma ne vez ket… gwir eo heñ

Lors : Beñ ya

Bob : Hag treiñ a rae mat heñ plijadur bras a veze gant ar vugale o… o c'hoari koa

Lors : Ya ya

Bob : A ya ya ya

Lors : Ha neuze a-benn… a-benn kaout ar skolioù-mañ ha tout hag an arc'hant ivez « euh » piv en em okupe diouzh se, Strollad Ar Vro Bagan peotramant tud all

Bob : Beñ Ar Vro Bagan pa… e-keit « ouais » e-keit ma oan gant Ar Vro Bagan e… e veze Ar Vro Bagan met goude… goude ho poa un tammig dija an darempredoù a oa… ni a oa… treiñ a raemp er memes skolioù dre vras a vloaz da vloaz koa

Lors : A ya

Bob : O ya

Lors : Hag strollad « Madarjeu » a zo deuet goude…

Bob : Ya… beñ goude… anfiñ… savet… daou vil pemp a gav din hon eus savet ur gevredigezh « C'hoariva » evit bodañ… bodañ c'hoari… ar… penaos ar strolladoù a c'hoarie e brezhoneg ha dre se ez eus bet goulennet digant ar Rannvro kaout « euh » penaos ur raktres koa evit sikour penaos al labour e brezhoneg  er skolioù er c'hoariva ha setu a-benn ar fin e… an arc'hant penaos… ar Rannvro a roe pemp ha tregont dre gant… pemp ha tregont dre gant eus… eus pezh a gouste koa setu evit ar skolioù ne oa ket ker ken

Lors : A

Bob : Setu « voilà » setu an dra-se a zo bet negosiet gant ar… gant ar Rannvro ha bon... treiñ a rae heñ ya ha bez ez eus eus an dra-se atav

Lors : Atav

Bob : Ya ya ya ya ya

Lors : A ya

Bob : Ya

Lors : Ha c'hwi a zo… c'hwi a zo e-barzh ar jeu…

Bob : Me ne vezan ket ken er skolioù me a zo war va leve o o o hey o

Lors : A ya

Bob : met… met a-bouez eo e vefe kendalc'het d'ober c'hoariva gant ar vugale er skolioù a ya

Lors : Sertanamant ya

Bob : A beñ ya

Lors : Ya ya hag an dra-se a blij dezho ivez

Bob : Kenañ

Lors : A ya

Bob : Beñ ya evel-just… a ya ya ya ya ya… met ne vez ket graet a-walc'h heñ plas… plas a vefe evit… evit kalz muioc'h a dud heñ

Lors : Ya sertanamant

Bob : O beñ ya ma… ma yafe ar re yaouank beñ komedianed yaouank c'hoant ganto labourat er skolioù ppfff plas a zo heñ a ya ya ya

Lors : Marteze an arc'hant a vanke… a vankefe… ar Rannvro an departamantoù n'eo ket sur eo

Bob : « Ouais »  evel-just met n'eo ket ppfff o ya met aze e-giz… e-giz m'emañ bremañ n'eo ket kement-se un afer a arc'hant heñ

Lors : A nann

Bob : Beñ ne goust… ne goust ket ker d'ar skolioù kaout… kaout komedianed d'ober war-dro ar vugale ha… ha sevel pezhioù-c'hoari asambles ganto

Lors : A bon

Bob : Ne goust ket k… beñ « non » koustañ a ra kalz muioc'h… kalz… da… da… da geroc'h ez a mont… n'ouzon ket met da… d'an erc'h peotramant klasoù klasoù mor pe traoù evel-se… beajoù traoù evel-se koustañ a ra kalz… kalz keroc'h eget kaout kaout unan bennak

Lors : Ya gwir eo

Bob : E-pad… e-pad ur frapad oc'h ober c'hoariva gant ar vugale heñ

Lors : Ya gwir eo

Bob : Beñ ya setu  « non non non » pa vez c'hoant… e vez kavet an arc'hant heñ

Lors : Ya ya ya ya

Bob : Ya ya

Lors : Hag ar pezh-c'hoari diwezhañ ho peus bet c'hoariet digant… digant an dud e-giz aktour a-raok… a-raok mont war… war ho leve peseurt pezh-c'hoari e oa

Bob : O evit c'hoari n'on ket aet war va leve… kendelc'her a ran…

Lors : Nann nann met me a lâr e-giz « euh »

Bob : Nann e oa beñ gant « euh »… gant… gant Madarjeu « euh » penaos « euh » kontadennoù « Canterbury » aze

Lors : A kontadennoù « Canterbury » ya

Bob : Ya savet hor boa ur pezh-c'hoari…

Lors : Setu...

Bob : Gant anfiñ diwar div gontadenn eus « Chaucer »  aze… kontadennoù « Canterbury » koa

Lors : Ya

Bob : Ya hag

Lors : Ha c'hwi eo an hini en deus troet ar...

Bob : Ya

Lors : An testennoù

Bob : Ya

Lors : A ya

Bob : Ya… heñ

Lors : N'eo ket bet re start « euh »

Bob : A  a a a a-wechoù

Lors : Beñ ya kar...

Bob : Nann met ne oa ket… ne oa ket diwar « euh » saozneg fin ar Grennamzer heñ

Lors : Nann nann

Bob : Setu… o lakaet hon eus un nebeut frazennoù e...

Lors : A memes tra

Bob : Ya beñ evel-just aze zoken... ar Saozon zoken n'o dije ket komprenet heñ

Lors : A nann

Bob : Beñ nann… evel ma vefe beñ galleg n'ouzon ket me « François Villon » bremañ « euh »… bez e c'hellez sutal a-benn… a-benn kompren heñ

Lors : Ya ya

Bob : Beñ ya

Lors : Ya ya ya… ha just a-walc'h an dra-mañ… troiñ… troiñ e brezhoneg an dra-se… en deus bet plijet deoc'h...

Bob : Kenañ

Lors : An dra-se a zo ur sakre labour heñ

Bob : Ya… met « ouais » met plijus eo… plijus eo peogwir ret eo dit terriñ da benn ha da revr a-wechoù evit… evit kaout ar pezh a zo ar justañ koa… bon ne deuer ket a-benn atav peogwir pa vez c'hoari gant ar gerioù ha traoù evel-se eo diaes-kenañ tremen eus « euh » heñ…

Lors : Ya diaes eo

Bob : Lakaat… lakaat an dra-se en ur yezh all koa

Lors : Ya ya

Bob : Bon met klasket e vez just a-walc'h da « voilà hein » e brezhoneg o… kaout un dra bennak damdost memestra anfiñ « euh »

Lors : Ya

Bob : Nann me… me… me a blij din...

Lors : Ya evel a lâre « euh »

Bob : N 'eo ket aes… nann… n'eo ket aes… heñ labourus eo met… « euh ouais euh »…

Lors : N'eo ket aes hag evel a lâre n'ouzon ket piv « traduire, c'est trahir » 

Bob : Ya

Lors : Setu...

Bob : Ya ya ya an dra-se a zo « Trade (saozneg) » ivez … en deus roet eo ivez « euh » eskemm « euh » heñ kenwerzh

Lors : Ya ya ya

Bob : Setu « ouais »  nann nann nann met un dra plijus eo kendelc'her a ran heñ aze am eus un nebeut traoù war ar stern aze

Lors : A ya

Bob : Ya

Lors : Ha daoust hag-eñ ho peus skrivet pezhioù-c'hoari hoc'h-unan

Bob : Diouzh… diouzh ret evit ar skolioù… met n'int ket bet embannet a a a a

Lors : A

Bob : Nann nann nann « ouais »… pe kempenn… kempenn pezhiou-c'hoari da lakaat da glotañ gant… gant an ezhommoù a-benn ar fin koa

Lors : Hmmm

Bob : Atav un dra bennak pleustrek pa oa… pa oa ezhomm diouzh un dra bennak koa met me n'on ket bet skrivagner kement-se

Lors : Nann

Bob : Nann nann nann n'eo ket « euppff » nann nann

Lors : Ha daoust hag-eñ ho peus bet soñjet e-barzh… e-barzh serten pezhioù-c'hoari peotramant « euh » ya… me a oar-me...rollioù… ha me a oar… ho pije bet c'hoant c'hoari ha n'ho peus ket bet graet… n'ho peus ket bet digarez da… da c'hoari

Bob : Ur pennad zo bet e oa ur raktres  « euh » evit ober un taol bruderezh evit ar brezhoneg kaout ul leurenner mil… mil vrudet koa er bed a-bezh zoken met ur « Peter Brook »  bennak peotramant  « Declan Donnellan » pe la... evit sevel ur… ur « Shakespeare » e brezhoneg met bon pppfff...

Lors : Ha peseurt hini peseurt...

Bob : Beñ  « Macbeth »  a zo bet troet mat-kenañ  troidigezh Roparz Hemon a zo mat-kenañ

Lors : A bon

Bob : Ya… setu e vije… ar raktres a oa… a oa « Macbeth » met bon ppff ret eo kaout beñ ret eo… ret eo ober an dra-se a-vicher e-pad… e-pad bloaz koa… pa ne vefe evit kaout an dud ur sapre… ur sapre labour eo hag bon a-benn ar fin ne 'z eus bet den ebet gouest d'ober an dra-se koa

Lors : Ha n'eo ket bet kinniget da… da… d'an « TV » e brezhoneg ober se « euh »

Bob : Ne gav ket din

Lors : Nann

Bob : Ne gav ket din… met an dra-se a vije… a vije bet un taol… un taol bruderezh peogwir n'ouzon ket… me 'm eus gwelet « Mac...euh...Macbeth » just a-walc'h e «Festival Aurillac »

Lors : Ya

Bob : Gant Poloniz

Lors : A bon

Bob : « Ouais » gant a bep seurt… doare « Mad Max » un tammig bihan… motoioù ha traoù evel-se koa ekstra « et ah ouais » penaos « trash » penn-da-benn « rock and roll » koa

Lors : Ya ya

Bob : « Ah ouais » met « Macbeth » me ne gomprenan ket… n'anavezan ur… ger ebet e poloneg ha padal beñ… tout an dud a heulie ar pezh en un doare ekstra koa

Lors : A ya ya

Bob : Setu pppfff

 

Cette vidéo a reçu le soutien de la Région Bretagne.

Komzoù Brezhoneg

Komzoù brezhoneg a zo un heuliad pennadoù video enrollet gant Lors Jouin evit dastum komzoù gant tud brezhoneg, hag evit kaout un tañva deus liester ar parlantoù hag an taolioù-mouezh e brezhoneg.

Kevelourien

Skol Vreizh