E-pad an Eil Brezel Bed, goude bezañ bet en etremar war beseurt linenn bolitikel lakaat e pleustr, ar Strollad Micherour Etre-vroadelour bet savet e 1936 ha 200 ezel ennañ er Frañs a-bezh en doa diorroet strategiezh dibar al «labour alaman». Ur strategiezh kaset da benn en tu kontrol eus tagadennoù lazhañ-tud kaset gant bagadoù stourm ar PCF o doa da bal « spontañ » an alouberien.
Soudarded ar Wehrmacht koulskoude ne oant ket holl gwelet evel «hitlerianed» anezho, da lâret eo evel ar Waffen-SS hag izili ar Gestapo, met gwelet e vezent kentoc’h gant trotskourien ar Strollad Micherour Etrevoadelour evel «micherourien didan lifre», en ur zisteurel evel-se pep chaovinegezh. Hervezo e oa ret stourm gant ar soudarded-se evit en em zifenn ouzh an enebourien voutin : ar sistem kapitalour hag ar «spont faskour ha kilstourmer» a rae e reuz en Alamagn koulz hag er Frañs hag en Italia.
Evel-e e voe kaset en-dro un eus taolioù kaerañ trotskiourien kevre Brest, un ugent ezel bennak ennañ e miz Eost 1943, André Calvès, en o zouez, hag e voe staliet bodadoù soudarded alaman enno. Skignet e voe ganto e-doug an hañv 1943, da gentañ div niverenn eus ur gelaouenn anvet Zeitung für Soldat und Arbeiter im Westen (Kelaouenn evit soudarded ha micherourien ar C’hornôg), hag enni e konte ar soudarded alaman-se pegen digalonekaet e voent dirak ar «brezel euzhus-se» bet kaset gant ar gapitalourien, ha gervel a raent o «breudeur en armoù» da emezelañ dizale d’ar Bedervet Etrevroadelenn evit prientiñ an enkadenn dispac’hel a ziwanfe hervezo diwar dismantroù an IIIde Reich.
Poltred Robert Cruau tennet eus dielloù Naomi Baitner
Goude-se e voe Martin Monath, ur stourmer yuzev yaouank eus Berlin, deuet da vezañ rener ar Pedervet Etrevroadelenn, a rae ar mont-dont etre Brest ha Pariz, hag a voe karget eus ur gelaouenn all en Alamaneg, an Arbeiter und Soldat, etre miz Gouere 1943 ha miz Gouere 1944. An «intrudu harozel-se» d’ar « breudeuriañ dispac’hel » etre Fransizien hag Alamanted a voe lakaet un termen kriz dezhañ pa voe harzet ha lazhet e miz Here 1943 gant an nazied ur pemzek bennak a soudarded alaman o doa kemeret perzh el labour liamm-se, hag ivez lod eus renerien kevrenn Brest ar POI, Robert Cruau en o zouez. 22 vloaz e oa ar paotr yaouank deuet eus an Naoned da Vrest e miz Meurzh 1943 evit labourat en ti-post ha tec’hout diouzh an STO gant daou emsaver all, ar vreudeur Georges hag Henri Berthomé . Robert Cruau a oa an alamaneger nemetañ e-touez e gamaladed a Vreizh.